Plouzane
kumun Penn-ar-Bed
Plouzane | ||
---|---|---|
![]() Tour-tan ar Minou. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plouzané | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Brest-Plouzane (betek 2015) Brest-3 (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29212 | |
Kod post | 29280 | |
Maer Amzer gefridi | Yves Du Buit 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Brest Meurgêr ar Mor | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 13 558 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 409 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 103 m | |
Gorread | 33,14 km² | |
kemmañ ![]() |
Plouzane (distaget [pluˈzãː.ne]) a zo ur gumun eus Bro Leon e-kichen Brest, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
DouaroniezhAozañ
- Eieniñ a ra an Aber Ildud e Kastell Nevez e Plouzane.
AnvAozañ
- Bernard Tanguy ː Ploesanae, v. 1330; Ploesannay, 1407; Ploesane, 1440; Ploesanne, Guysane, 1544; Guic-Sané, 1636
- Erwan Vallerie ː Ploesanae, c. 1330; Ploesaunay, 1406; Ploesannay, 1407; Ploesane, 1440; Ploesane, 1516; Guysane, 1544; Plouzanet, 1630; Guicsané, 1636; Plousane, 1709
ArdamezioùAozañ
En gul e dour loc'hant ouzh beg ha digoret-frank ouzh kab evit tizout ouzh al lezhioù, digoret ha sklerijennet en gul, kranellek a dri kranell, heuliet a-zehoù gant ur mikroskop hag ouzh kleiz gant un dañvouezenn ed, an holl en aour; e gab e argant e deir brizhenn eriminig, unan ouzh pep kranell
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Inizan e anv, ha daou gure, L'Abbé ha Nedelec[2].
XXvet kantvedAozañ
- Eil Brezel-bed: d'an 12 a viz Kerzu 1940 e kouezhas un nijerez Swordfish I marilhet L2748 eus 217 Squadron ar Fleet Air Arm (Rann "Aer" morlu ar Rouantelezh-Unanet) e Plouzane; lazhet e voe he daou nijour, beziet int e Bered Kerfaotraz e Brest; d'ar 1añ a viz Gouere 1941 e kouezhas un nijerez Wellington marilhet R1408 ha kodet OJ-J eus 149th Squadron ar Royal Air Force e Kerborc'hell e Plouzane; lazhet e voe he c'hwec'h nijour, douaret int e bered ar gumun[3].
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'ar 15 a viz Kerzu 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 12 a viz Meurzh 2009 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D'an 22 a viz Meurzh 2013 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
DeskadurezhAozañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Monumant ar re varv.
- An iliz katolik, 1779.
- E Plouzane e vez ur brosesion damheñvel ouzh Troveni Lokorn anvet "Tro sant Sane".
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a vilourion |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 5 (Aerlu) |
Zeland-Nevez | 1 (Aerlu) |
Hollad | 6 |
Nijourion e oant holl. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel-bed d'ar 1añ a viz Gouere 1941 pa gouezhas o c'harr-nij (Wellington marilhet R1408 ha kodet OJ-J) e Kerborc'hell e Plouzane[5],[6].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
Tud marvet enoAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
d'Andigné,
aotrounez Keredeg |
En argant e dri ererig en gul pigosek hag iziliek en glazur | |
Bohier,
aotyrounez Kerroc'h, Kozker, Belair, Koadenez |
En aour e leon en glazur |
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Cill Rois | 1983 |
Alamagn | Stelle | 1991 |
Kembre | Pen-coed | 1996 |
Italia | Ceccano | 2003 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Michel Froger & Michel Pressensé ː Armorial des communes du Finistère. 2001
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy ː Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée - ArMen. 1990 ː
- Erwan Vallerie ː Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission