Lukian Kergoat

skrivagner brezhonek
Ur pennad Kergoad zo ivez.

Lukian Kergoat, Lucien Kergoat e anv ofisiel, zo ur yezhoniour hag ur skrivagner brezhonek. Ganet eo e 1948 e Plogoneg, Kerne-Izel.

E Plogoneg, en ur familh brezhonegerien e voe desavet gant e dud a oa labourerien-douar. O kregiñ gant al lise e tiskoachas un hentenn evit deskiñ lenn ha skrivañ ar brezhoneg[1]. Kemer a ra perzh e krouidigezh Skol an Emsav. Ezel e voe eus Kelc'h Debauvais (kreizenn Brest)[2].

Kelenn a reas yezhoniezh ar brezhoneg e Skol-veur Roazhon 2, ken a yeas da vestr-prezegenner e Rann ar brezhoneg hag ar yezhoù keliek. War-lerc'h Per Denez e voe bet anvet da renerezh ar Rann er bloavezhioù 1990. Penn Servij Skol-Veur a bellgelennerezh evit ar brezhoneg, e Skol-Veur Roazhon, e voe anvet da c'houde[3].

Koulskoude, dre m'eo bet engoustlet, asambles gant e wreg, Éliane Kerjoant, e-barzh krouidigezh ha diorroadur ar skolioù Diwan, ur roll bras zo bet gantañ : bleinañ Kreizenn ar Geriaouiñ a bourvezas ar c'heriaoueg arbennik o doa ezhomm mistri ha kelennerien anezhañ. Bet eo ezel eus Skol-Uhel ar Vro (ICB), er rann "Yezh ha yezhoniezh". Ezel eo eus Dastum.

Kustum eo da zistagañ prezegennoù a bep seurt war veur a dachenn stag ouzh hini ar yezh. Distaget en deus bet, e miz Gwengolo 1999, ur brezegenn en enor d'ar skrivagner Youenn Drezen e Pont-'n-Abad.

Obererezh war dachenn ar brezhoneg

kemmañ

Arbennigour war ar nevezc'heriañ hag an dermenoniezh eo bet ha skrivet en deus kalzik war an tachennoù-se. Savet en deus un dezenn diwar-benn ar c'hrennlavarioù brezhonek.
O vezañ m'eo bet ezel oberiant hag a youl-vat eus al luskad evit sevel an deskadurezh brezhonek hag eus kelennadurezh ar brezhoneg en ur skol-veur-stad ivez en deus elfennet meur a wezh penaos e veize saviad ar brezhoneg hag a pezh a vez graet evit e tiorren. E-barzh ar pennad savet e 1998 evit enoriñ e vestr, Pêr Denez, e tispleg ar cheñchamant bras a zo bet e statud ar brezhoneg e-doug eil hantervezh ar c'hantved, pe eo deuet da vezañ ur yezh notennet mat gant ar Vrezhoned, ha pa vefe dilezet ganto, goude bezañ bet disprizet ha karezet. Koulskoude e pouez war emluskegezh ha dizunvaniezh an oberezhioù sevenet gant an dud hag an dilennidi. Tri seurt tud e wel e-touez ar re a eztaol o soñjoù war ar brezhoneg : ar vrezhonegerien gozh ha, dre vras, ne vezont a-du, an hanter-vrezhoneger, prest da reiñ harp d'an deskadurezh brezhonek, hag ar nevezvrezhonegerien, alies o chom er c'hêrioù, a glask implij ar yezh, mat pe fall, ha stourmerien anezho (pa n'eo ket emsaverien). Kavout a ra dezhañ eo bet kemmet obererezhioù stourmerien ar brezhoneg, pa ne vezont ket mui arouezek, met fetisoc'h. Pa dro an emsav yezhel davet an embregegezh (pragmategezh) e ya da sevel ereoù gant an dilennidi. Dre embregenn ar skol vrezhonek e ya ar brezhoneg en armerzh en-dro. Ur sapre digoll e-tal ar skarzhadenn en doe gouzañvet.

Embannadennoù

kemmañ
  • Reolennoù an doare-skrivañ nevez, Skol an Emsav.

Penaos un trede pe ur pevare skritur ? a-raog barnañ e rank peb hini kaoud un anaoudegezh sufis eus diazezoù an doare-skrivañ nevez SS -S -Z -ZH. Degemeret eo bet an doare-skrivañ-se gant an UDB ha gant Ar Falz. Kavoud a reer ivez ul levr kelenn en doare-se, hini Fañch Morvannou "Le Breton Sans Peine".

Diwar-benn ar c'hrennlavarioù brezhonek
Diwar-benn ar yezhoniezh hag ar brezhoneg
  • Une Bretagne en quête d'identité : la relation à la langue, e-barzh Breizh ha pobloù Europa=Bretagne et Peuples d'Europe, pennadoù en enor da bPêr Denez, Hor Yezh-Presses universitaires de Rennes, 1999; p. p. 415-426.(ISBN 2-86847-391-1)
  • Liveoù yezh ha normoù a-dreuz lenn pezhioù-c'hoari Per-Jakez Helias, Klask 08, Roazhon, PUR, 2003.
  • La République et la langue bretonne, Nevez-amzer ar brezhoneg, Roazhon, Kuzul Sevenadurel Breizh, 2003.
  • Per-Jakez Helias, etre an eil yezh hag eben, Brud Nevez, Brest, 2005.
  • Breizh divyezhek : ar gartenn da c'hoari, Ya 95, Laz, Keit Vimp Bev, 2007.
  • Ar c'helenn brezhoneg ha dre ar brezhoneg, samm an istor ha hentoù an dazont, Aktoù kollok Plijidi, Studi ha Dudi, 2008.
Diwar-benn ar nevezc'heriañ hag an dermenoniez
  • Geologiezh. L. Kergoat. Skol, 1974, niv. 57-58.
  • Les mille premiers mots en breton., testenn gant L. Kergoat, Skol an Emsav, eil embannadur 1992, trede embannadur 1996.
  • Les enjeux de la terminologie bretonne, Aktoù kollok geriaouiñ, Sant-Brieg, 2003, CDDP.
  • La néologie bretonne contemporaine : au croisement de l'histoire de la langue, des idéologies et des besoins nouveaux, Aktoù kollok Menez-meur
  • Labour ar foenn e Plogoneg. L. Kergoat. Hor Yezh nn. 106-107, 1976.
  • Fonetik ha fonologiezh. Phonétique et Phonologie. Lukian Kergoat. Brezhoneg. Deug 1. Major 2. Servij Skol-veur a bellgelennerezh, Skol-Veur Roazhon 2, Breizh-Uhel, tachenn La Harpe.
  • La recherche terminologique en breton, tennet diouzh Actes des 4e rencontres nationales de la FLAREP, 27-28 Here 1990, Div yezh er skol, nn 4, 1991, p. p. 57-69.
  • Normalizañ an anvioù-lec'h hag ar panelloù heñchañ : plegoù ha displegoù diwar skouer Lokorn, e-barzh Pennadoù dibabet en enor da Francis Favereau, Skol Vreizh, 2018, p. p. 365-375.(ISBN 978-367-58-074-6)
Kalz a bennadoù e Bremañ
Pennadoù e-barzh Al Liamm
  • Blaz ar Champagn, Al Liamm, niverenn 164, pajenn 235. Danevell.
  • Fañch, Al Liamm, niverenn 166, pajenn 355. Danevell.
  • Ar vleunienn melen-ruz, Al Liamm, niverenn 166, pajenn 358. Danevell.
  • Distro eus ar skol, Al Liamm, niverenn 168, pajenn 6. Danevell.
  • Ar weladenn, Al Liamm, niverenn 219, pajenn 251. Danevell.
  • Pet o deus ?, Al Liamm, niverenn 236, pajenn 222. Studi.
  • Ar vuhez e bro ar Vigoudenn a-dreuz pezhioù-c'hoari Youenn Drezen, Al Liamm, niverenn 317, pajenn 35. Studi.

Levrlennadur

kemmañ
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Coop Breizh, 2016, Pennad : Kergoat, Lukian.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Kontet gantañ e-barzh Pays de Bretagne, niv. 22, 1998, p.35.
  2. Emsav niv. 26, C'hwevrer 1969, p. 48 : "L. KERGOAD a zisplegas doareoù al labour gant K.D. : an enrolladur, ar gelennadurezh, an amzeriadur resis, ar genurzh strizh."
  3. Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, 2016.