Kuzul Sevenadurel Breizh

Kuzul Sevenadurel Breizh a zo ganet diwar sinadur Karta Sevenadurel Breizh e 1977. Liammet dre genemglev gant rannvro Breizh, ar c'huzul sevenadurel a laboure er pemp departamant (Rannvro velestradurel ha Liger-Atlantel). Bez e oa ennañ er penn kentañ:

Kuzul Sevenadurel Breizh
aozadur


Palioù

kemmañ

Labourat a rae evit anaoudegezh sevenadur Breizh ha ledanoc'h evit al liested sevenadurel, digoradur hag an eskemmoù etre-sevenadurel e Breizh, e Frañs, en Europa hag er Bed a-bezh. Ober a ra al liamm etre an dilennidi hag ar bed kevredigezhel war teuliadoù sevenadurel pouezus (kelennadurezh ar brezhoneg, ...). Hetiñ a rae KSB adkempouezadur budjedoù sevenadurel ar Stad davet ar rannvroioù pe c'hoazh peurwiriekadur feurioù-skrid etrebroadel evit gwirioù sevenadurel ha yezhel gant Stad Frañs.

Oberiantizioù

kemmañ

Ober a rae KSB war-dro pevar ahel: ul lec'h evit eskemmañ titouroù ha kenaozañ etre an dilennidi hag ar c'hoarierien sevenadurel eo, degemennour c'hoant strollel ar bed sevenadurel eo e-kichen ar bobl hag ar velestradurezh ha kinnig mennozioù evit politikerezh sevenadurel e Breizh, e komisionoù diabarzh, sevel a rae danvezioù evit an diorroadur sevenadurel, skoazellañ a rae intruduoù e-kichen azgoulennoù a-zivout.

Kemer a rae perzh e Nevezamzer ar Brezhoneg hag aozañ a rae e Skol-Veur Hañv. Ober a rae studioù diwar diorroadur ar c'hleweled e Breizh. Kenembannet en deus ul Levr Gwenn,Ur sevenadur breizhek evit an XXIvet kantved, hag embannet al levr Livre Noir de l'enseignement du Breton pe c'hoazh Annuaire des dessinateurs de Bretagne. Aozañ a rae oberoù evit ar re yaouank :

  • Skol-Veur Yaouankiz Breizh (gant kuzul rannvro Breizh) abaoe 2000 : sevenadur, diorroadur lec'hel ha rannvroel, teknologiezhoù nevez, ... e stumm breudoù, stalioù-labour, sonadegoù,
  • emgavioù yaouankiz Breizh
  • devezhioù stummañ.

Krouet en deus Tiez Hor Bro. Skourr Breizh Burev Europa ar yezhoù nebeut implijet e oa, ha kemer a rae perzh pep bloaz e devezh Europat ar Yezhoù. Kemer a rae perzh ivez e [[Emgav ar yezhoù ha sevenadurioù ranvroel pe bihanniver hag a vod bep bloaz tud e karg eus ar sevenadur en un dek rannvro bennak° Aozañ a rae breudoù ha kollokoù war ar yezhoù bihanniver.

Kemeret eo bet e blas gant Kevre Breizh

kemmañ

Deuet oa Kuzul sevenadurel Breizh (kevredigezh hervez lezenn 1901) da vezañ ur gengevredigezh o vodañ an darn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù a labour war dachenn sevenadur Breizh.

Pa grouas ar C'huzul rannvro ur bodad aliañ anvet "Kuzul Sevenadurel Breizh" e miz Gouere 2009 e voe ret d'ar gevredigezh kemm. Divodet e voe ha krouet e voe en he flas ''Kevre Breizh''. Tangi Louarn a oa prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh (kengevredigezh) a zo prezidant ''Kevre Breizh'' abaoe 2009. Chom a ra palioù hag oberiantizoù Kevre re ar gengevredigezh kozh.

Kuzul Sevenadurel Breizh, bodad aliañ ar C'huzul rannvro

kemmañ

(da sevel...)

Da welet ivez

kemmañ

Appel: "La Bretagne, c'est la vie"

Lec'hienn ofisiel

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.