Skol an Emsav zo ur gevredigezh krouet e 1969 e Roazhon, he fal sevel ur skol vrezhonek evit an dud deuet, aet d'ur greizenn-stummañ hiziv, staliet e kreiz-kêr Roazhon[1]. A-raok ar bloavezhioù 1980 e oa un aozadur broadelour evit ar stourm sevenadurel. Goude ma voe bet Imbourc'h he c'helaouenn bolitikel e lakas da embann Bremañ, magazin hollvrezhonek trimiziek. Pa voe darn hec'h izili e-touez diazezerien Diwan hec'h embannas levrioù yaouankiz brezhonek etre 1977 ha 1998. Embannet ez eus bet levrioù deskiñ ha studi ganti ivez.

Skol an Emsav
skol
Deiziad krouiñ1979 Kemmañ
DiazezerTangi Louarn, Youenn Olier Kemmañ
Merour/renerGwenael Dage Kemmañ
StadBro-C'hall Kemmañ
E tiriadRoazhon Kemmañ
Henttrolec'h Sant-Albin Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°6′55″N 1°40′47″W Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.skolanemsav.bzh/ Kemmañ
Map

Palioù

kemmañ

Goude merkañ adarre n'eo stag SKOL AN EMSAV ouzh aozadur politikel ebet, eviti da gaout ur ster politikel anat, e kounomp ur wech c'hoazh en diwezh hec'h amkanioù :

  1. kreñvaat an emskiant vroadel vrezhon ;
  2. krouiñ ur gevredigezh vrezhon nevez ;
  3. pourchas d'an Emsav hiziv ha d'ar Stad vrezhon warc'hoazh ar frammoù brezhon o devo ezhomm ;
  4. bezañ, evit he ferzh ha dre hec'h emrended hec'h eeun, unan eus aotrouniezhoù speredel ar vroad.

    Imbourc'h niv. 13, 1971, p. 28

Kreizenn-stummañ

kemmañ

Ur greizenn-stummañ a vicher war ar brezhoneg eo, da lavaret eo ur skol da zeskiñ brezhoneg gant kelennerien gopret. Kentelioù-noz, stajoù berr ha stajoù hir a vez kinniget e Bro-Roazhon dreist-holl hag e Sant-Ervlan.

Lena Louarn a oa bet renerez etre 1989 ha 2010. Erlec'hiet e oa bet gant Gwenvael Jéquel betek dibenn 2020. Gwenael Dage eo ar rener abaoe deroù 2021. Ur pevarzek den bennak a zo gopret gant Skol an Emsav.

Embannadennoù

kemmañ
Arnodskridoù

Er bloavezhioù 1970-1980 e veze embannet kelaouennoù-studi gant Skol an Emsav.

Levrioù-studi
  • Frañsez Favereau, Brezhoneg : Kentelioù Eil Derez
  • Lukian Kergoad, Reolennoù an doare-skrivañ nevez
  • Mona Bouzec-Cassagnou, Méthode de breton pour débutants, [[1981]
  • Nikolaz Davalan, Brezhoneg: méthode Oulpan : Niveau débutant, première année. 1, 2000, 263 p. + 1 CD. {{ISBN|2903365148}. Adembannet e 2022.
  • Nikolaz Davalan, Brezhoneg: méthode Oulpan : niveau intermédiaire. 2, 2OO1, 263 p. + 1 CD. (ISBN 2903365156)
  • Nikolaz Davalan, Brezhoneg: méthode Oulpan : niveau confirmé. 3, 2002, 25 p. + 1 CD. (ISBN 2903365164)
  • Heather Amery, Les 1000 premiers mots en breton, skeudennet gant Stephen Cartwright, brezhoneg gant Lukian Kergoat, 2l embannadur kresket, 1991, 65 p. (ISBN 2903365113)
  • Nikolaz Davalan, Poiladesnouilles, ur c'haier poelladennoù anezhañ,
Levrioù yaouankiz
  • René Goscinny, Ma Dalton, tresadennoù gant Morris, kenembannet gant Dargaud, 1976, 46 p.
  • René Goscinny, Lucky Luke.12, Pare Paotred Dalton, tresadennoù gant Morris, Kenembannet gant Dargaud, 1977, 46 pl. (ISBN 2205009206)
  • Juan Capdevila, Lom war ar maez, skeudennoù gant Violeta Denou, troet diwar ar c'hatalaneg gant Mark Kerrain, 1980, 30 p. (ISBN 2903365016)
  • Silvi Donnart ha Joel Donnart, An aotrou Nij. Levr da livan evit ar vugale, 1980, 16 p.
  • Violeta Denou, Lom o tebriñ, skeudennoù gant Violeta Denou, troet diwar ar c'hatalaneg gant Mark Kerrain, 1981, 30 p. (ISBN 2903365024)
  • Violeta Denou, Lom o c'hoari, skrid hag skeudennou gant an oberourez, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, 1983, 30 p. (ISBN 2903365032)
  • Violeta Denou, Lom hag e loened, skrid ha skeudennoù gant an oberourez, troet diwar ar c'hatalaneg gant Mark Kerrain, 1983, 30 p. {{ISBN|2903365040}
  • Violeta Denou, Lom dindan ar glav, skrid ha skeudennoù gant an oberourez, troet diwar ar c'hatalaneg gant Mark Kerrain, 1983, 30 p. {{ISBN|29033650459}
  • Violeta Denou, Lom er foar, skrid hag skeudennou gant an oberourez, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, 1984, 30 p. (ISBN 2903365067)
  • Violeta Denou, Lom zo klanv sic, skrid ha skeudennoù gant an oberourez, troet diwar ar c'hatalaneg gant Mark Kerrain, 1985, 30 p. {{ISBN|2903365099}
  • Juan Capdevila, Lom er c'harr-nij, skeudennoù gant Violeta Denou, troet diwar ar c'hatalaneg gant Mark Kerrain, 1985, 30 p. (ISBN 2903365105)
  • Carlo Collodi, Pinocchio'’, troet gant Mark Kerrain, kenembannet gant Barcelona : Centre internacional Escarré per les minories etniques i les nacions, 1989, 16 p. (ISBN 8486346126)
  • Louise Hodgson, Divi an dinozaor : C'hoari an enklasker.1, 1994, 12 p. (ISBN 1-874049-60-2)
  • Louise Hodgson, Divi an dinozaor : C'hoari an enklasker. 2, Ur vignonez nevez, 1994, 12 p. (ISBN 1-874049-60-2)
  • Louise Hodgson, Divi an dinozaor : C'hoari an enklasker. O klask ar sivi. 3, 1994, 15 p.
  • Koulmig, troet diwar ar galleg gant Mark Kerrain.,
  • Lanig, troet diwar ar galleg gant Mark Kerrain.
  • Melenig hag an enezenn
  • Dafydd Gruffydd Ifans ha Mena Ifans, Nolig an Olifant, levrig da livañ, troet diwar ar c'hembraeg gant Mark Kerrain, 15 p.
Embannadennoù all
  • Un deiziataer e brezhoneg penn-da-benn, embannet bep bloaz

Div gelaouenn a vez embannet :

Ur gelaouennig enlinenn a oa bet ivez :

  • Bremaik, sizhunieg, etre 2004 ha 2011

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 8, straed Hoche, er mare-se.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.