Mark Kerrain
Mark Kerrain | |
---|---|
Mark Kerrain, e miz Gouere 2009, e staj KEAV e Kastellin. | |
Anv ofisiel | Marc Kerrain |
Anv pluenn | Mark Kerrain Sacha Bounta Joran ar Grug |
Obererezh | Kelenner Troer Yezhadurour |
Ganedigezh | e 1952 e Runan, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg ha galleg |
Enorioù | Gant troidigezhioù : |
Oberennoù pennañ | |
Ni a gomz brezhoneg Teurel blaz war ar yezh Harry Potter ha maen ar furien (Troidigezh) | |
kemmañ ![]() |
Mark Kerrain, zo bet ganet e Runan (Bro-Dreger) d'an 19 a viz Du 1952. Kelenn a ra brezhoneg er skol-noz e Roazhon adalek 1969 : da gentañ e voe gant Skol an Emsav e-pad un 20 vloaz bennak, ha goude gant Sav-Heol, adalek 1991 betek 2011. Unan eus paotred skipailh Yod-Kerc'h eo bet, evel un toullad studierien er bloavezhioù 1970. Bet eo e-touez saverien Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg e 1980 gant Tudual Kalvez ha Jean-Claude Morvan ha Beatris Jouin. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Breizh-Uhel goude bezañ bet pell amzer o vont a lise da lise. Skrivet en deus meur a bennad e-barzh Al Liamm ha Bremañ, troet danevelloù ha romantoù, savet un nebeud kontadennoù hag un toulladig kanaouennoù, darn anezho evit ar vugale, hag aozet danvez-kelenn.
Labourioù treiñAozañ
Troet en deus diwar ar galleg, ar saozneg, ar spagnoleg pe ar galizeg dreist-holl, ha Priz Langleiz en deus bet evit e labour-treiñ.
Levrioù evit ar vugaleAozañ
- Gant Skol an Emsav :
- an dastumad Lom, er bloavezhioù 1980, troet diwar ar c'hatalaneg : Lom war ar maez, Lom war vor, Lom zo klañv ...
- Gant TES, meur a levr evel
- Otto ha Ramz Zeralda, gant Tomi Ungerer,
- An oan na felle ket dezhañ bezañ un dañvad, 2008.
- Togig ruz, 2009.
- Gwenola, priñsez roz, 2021
- Gant Sav-Heol :
- Olifant kalon-evn, gant Mariasun Landa e 2010.
- Ma buhez berrloer, gant Mariasun Landa e 2011.
- Kig mamout, 2012; Skol ar mamouted, 2013; Mougev ar mamouted, 2021.
RomantoùAozañ
Un nebeud romantoù troet gantañ zo bet embannet :
- Mab an Diaoul, gant Paul Féval, An Here, 1993.
- Ar Pemp Skoed a Vreizh, gant Evelyne Brisou-Pellen, Al Liamm, 2006.
- Ar sarpant glas e-barzh ar c'hlas, gant Evelyne Brisou-Pellen, Sav-Heol, 2010
- Kevrin ar c'hizhier bihan, gant Fina Casalderrey, Sav-Heol, 2011
- Harry Potter ha Maen ar Furien, gant J.K. Rowling, An Amzer e 2012
- Tasmant en ti, gant Agustín Fernández Paz, Sav-Heol, 2013.
- Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù, gant J.K. Rowling, An Amzer embanner, 2017
Troidigezhioù gallekAozañ
- Esben hag ar sorserez, gant Andrew Lang, Sav-Heol, 2020.
DanevelloùAozañ
- Danevelloù troet diwar Guy de Maupassant, Raymond Carver, Gabriel García Márquez, Reinaldo Arenas, pe skiant-faltazi gant Fredric Brown, Lovecraft, Richard Matheson, Ray Bradbury, Stanislas Lem, Juan Rulfo, ha re all, embannet e-barzh Al Liamm ha Bremañ (bloavezhioù 1990).
- Dastumadoù danevelloù :
- Teod ar balafenned gant Manuel Rivas, troet diwar ar galizeg, embannet gant An Alarc'h, e 2009. Tapet gantañ Priz Frañs 3 2009 ar gwellañ troidigezh lennegel gant al labour-mañ.
- Istorioù Merc'hed, gant Guy de Maupassant, 2018
BarzhonegoùAozañ
Barzhonegoù gant Charles Baudelaire, Jules Laforgue, Manuel María, embannet er gelaouenn Al Liamm.
KanaouennoùAozañ
Azasaet en deus kanaouennoù diwar yezhoù all: Turn turn turn, Besame mucho, Javanaise ... Lod zo bet dastumet e levrioù
- Redek a rin keit ... ha kanaouennoù all, ennañ un 40 kanaouenn diembann.
- Parkadoù Sivi Da Viken
- Gwerz Fañch
Danvez kelennAozañ
- War-du ur bed unan hag unvan, TES, Du 2007, troidigezh a-ziwar ar Galleg
Skridoù allAozañ
Embannet en deus
- un nebeud danevelloù dindan e anv pe anvioù-pluennoù (Sacha Bounta, Joran ar Grug) e-barzh Al Liamm ha div zanevell en dastumad Kaoteriad, kenembannet gant Alan Botrel
- un nebeud kanaouennoù, evel Son ar studier el levr Kan an Drask, Ma c'hi ha ma c'hazh, kanet gant Roudot.
- levrioù bugale:
- Ar Mell Irvinenn, 2012
- Mammig zo droug enni, 2013
- Macha hag an arzh, 2015
Danvez-kelennAozañ
- Ni a gomz brezhoneg, TES 1997. Goude al levr e 1997 e oa bet embannet ur CD ROM e 2005.
- Tri levrig danevelloù aes evit deskarded.
- Erwan Lagadeg, embannet gant TES.
- Ur voutailh war an traezh, Sav-Heol. Div gontadenn el levrig zo bet savet gant Romuald Texier.
- Naoned Senegal. Sav-Heol.
- Le Guide du Bretonnant, An Amzer.
- Le breton en 5 minutes par jour, First Editions, 2016, ISBN 978-2-7540-7425-4
- La forme d'habitude. Sav-Heol, 2017.
- Pok din, Jozefin. Sav-Heol, 2018. Dastumad 1200 verb, penaos implij ar verb er frazenn eeun, taolennoù an displegadurioù.
- Trizek kant lavarenn. Levr yezhadur ha poelladennoù. Sav-Heol 2018. Bet anvet kent Unnek kant lavarenn, ha Daouzek kant lavarenn.
- Kemmadur ha Plijadur, yezhadur ha poelladennoù. Sav-Heol 2019.
- An anaforenniñ - Sav-Heol 2022.
GeriaouegoùAozañ
- Teurel Blaz war ar yezh, geriaoueg divyezhek an troioù-lavar brezhonek, Sav-Heol 2005; mouladur kentañ: 2012.
- Liv an amzer, geriaoueg an amzer, Sav-Heol
PennadoùAozañ
- Un téléspectateur écrit à FR3 West, Le Peuple Breton 438, 2000, p. 19.
Liammoù diavaezAozañ
- (fr) Communiqués de Mark Kerrain à l'Agence Bretagne Presse, ABP, 2005-2013.
- (fr) Prizioù 2010, Langue bretonne, 24/01/2010.
- (fr) Harry Potter e brezhoneg, Awenstudio, 07/10/2012.
- (fr) Un livre en breton à Diwan, une communication de Mark Kerrain au Congrès Diwan 2013, 20-21/04/2013.
- (br) YouTube, 15/11/2013.
- (br) (fr) Débat sur l'édition en langue bretonne, France Bleu, 24/02/2015.
- (br) Re zo re, eme Vark Kerrain war ABP.
- (fr) Fichenn diglok er bnf gall.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |