Manuel Rivas Barrós zo ur skrivagner, barzh, ha kazetenner galizat. E galizeg e skriv e oberennoù lennegel. Brudet eo en e vro, hag e Spagn penn-da-benn rak troet eo bet e oberennoù e spagnoleg, hag e kalz yezhoù all. Abaoe 2009 eo ezel eus ar RAG.

Manuel Rivas, 2022
Sinadur Manuel Rivas
Manuel Rivas o kinnig daou levr

Manolo Rivas a zo bet ganet d'ar 26 a viz Here 1957, e karter Montealto en A Coruña. Kregiñ a reas da labourat da 15 vloaz gant El Ideal Gallego. Mont a reas da studiañ da Vadrid.
Er bloavezhioù 70 e savas e bennadoù-skrid kentañ. Kenlabouret en deus gant meur a gazetenn, galizat pe spagnat: El País, El Ideal Gallego, La Voz de Galicia, ha bet eo eil-rener Diario de Galicia. Ouzhpenn-se en deus embannet skridoù e kelaouennoù evel Teima ha Man Común, bet o kas ur gronikenn er sizhunieg A Nosa Terra.

En 1977 e kenlabouras da sevel Loia, kelaouenn ur strollad barzhed.
Bet eo pennskridaozer ar sizhunieg berrbad El Globo, ha rener ar gelaouenn sevenadurel Luzes de Galiza. Bremañ e skriv ur pennad sizhuniek e-barzh El País, ar gazetenn spagnolek ma krogas da skrivañ evel kroniker en A Coruña.

Politikerezh

kemmañ

Unan eus kensaverien Greenpeace eo e Bro-Spagn, hag e-pad meur a vloaz eo bet e-touez ar renerien. Da vare peñse al lestr Prestige en 2003, en deus kenlabouret da sevel Nunca Máis. Evel kazetenner en deus skrivet kalz pennadoù a-enep gouarnamant galizat Manuel Fraga Iribarne, pennadoù dastumet en e levr Galicia, Galicia.

Lennegezh

kemmañ

E galizeg eo skrivet e oberennoù lennegel, ha troet int bet e spagnoleg, hag e kalz yezhoù all. Danvez e zanevelloù berr pe hir, eo pobl Galiza, an douar hag ar sevenadur, ar mor hag an huñvre, an divroañ, an drailh graet er vro hag er speredoù gant ar brezel diabarzh ha diktatorelezh ur jeneral Franco a oa ganet e Galiza.

Brudet eo en e vro, hag e Spagn penn-da-benn, ha meur a briz lennegel en deus bet.

En e zastumad ¿Que me queres, amor?, ez eus un danevell anvet "A lingua das bolboretas" ("La lengua de las mariposas" e kastilhaneg) a zo bet graet ur film anezhi en 1999 gant ar filmaozer spagnol José Luis Cuerda (embannet e galleg e miz Meurzh 2001). Skeudennet eo bet e proviñs Ourense, en Galiza. C'hoarvezout a ra en hañvezh 1936, e deroù ar brezel diabarzh. Un istor fromus eo diwar-benn an darempred etre ur skolaer hag ur skoliadig.

Ar romantig "O lapis do carpinteiro" (Kreion ar c'halvez) zo bet filmet ivez, gant Antón Reixa. Istor karantez ur medisin republikan dindan sell ur frankoour e-pad ar brezel diabarzh. Pennadoù zo bet filmet e Vigo, A Coruña, Santiago.

E galizeg eo skrivet e oberenn lennegel, ha kontet eo da vezañ bremañ ar skrivagner galizek brudetañ en estrenvro, pa'z eo bet troet e levrioù en un 20 yezh, adalek ar galleg betek ar c'hroateg[1].

E brezhoneg

kemmañ

Dindan anv 'Teod ar balafenned' ez eus bet embannet pemp eus e zanevelloù - Kentañ karantez, Bered La Habana, Teod ar balafenned, O'Mero ha Peroked ar Güaira - troet e brezhoneg diwar ar galizeg gant Mark Kerrain.

Filmoù

kemmañ

Daou film betek-hen zo bet graet diwar e oberenn:

Emañ o chom e Vimianzo. Dimezet eo da María Isabel López e Mariño, daou vugel o deus. E vab, Martiño Rivas, zo aktour.

Oberennoù

kemmañ

Barzhonegoù

kemmañ

Danevelliñ

kemmañ
 
Emdroadur niver ar pennoù chatal e Castela e León, Galicia, Cataluña ha Portugal. Gant an niver e Galiza eo bet awenet an oberenn Un millón de vacas (ur milion a saout).

C'hoariva

kemmañ

Pennadoù hag arnodskridoù

kemmañ

Dastumet en deus e bennadoù kazetennerezh e darn eus al levrioù-mañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. O lapis do carpinteiro (Kreion ar c'halvez) eo an oberenn a zo ar muiañ troet diwar ar galizeg, hervez ar Gran Enciclopedia Gallega, levrenn 38, pajenn 236, 237
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Páxina da Editorial Xerais das obras de Rivas