Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Ur vro etre ar Meurvor atlantel hag ar Mor Kreizdouar eo Spagn (pe Bro-Spagn), un anv a deu eus ar ger latin Hispania, e Ledenez Iberia.

Unaniezh Europa
(es) Reino de España
(ca) Regne d'Espanya
(eu) Espainiako Erresuma
(ga) Reino de España
Banniel Spagn Skoed-ardamez Spagn
Banniel Ardamezioù
Kan broadel
Marcha Real

Sturienn
Plus Ultra "Pelloc'h"

  • ██ Lec'hiadur en Europa

  • Ker-benn Madrid

    Yezhoù
    • ofisiel
    • kenofisiel

    Spagnoleg
    Katalaneg
    Euskareg
    Galisianeg
    Araneg

    Gorread
    • En holl
    • % dour

    504 782 km²
    1,04
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankder

    43 209 511 ann. (2005)
    85/km²

    Roue Felipe VI
    Kentañ ministr Pedro Sánchez
    Gouel broadel 12 a viz Here
    Moneiz Euro (€)
    Kod pellgomz 34
    Kenrouedad .es

    Douaroniezh kemmañ

    Spagn, pe Rouantelezh Spagn hervez hec’h anv ofisiel, zo ur stad eus mervent Europa, ha dezhi div englozadenn e Norzhafrika (Maroko). Un demokratelezh eo, hag aozet eo evel un unpenniezh daeliek. Ur vro ziorroet eo, a zo en navet renk evit a sell an armerzh er bed a-bezh. Ur vro all, Portugal hec’h anv, a gaver e Kornôg hag e Mervent Ledenez Iberia (diwar anv an Iberianed, ar bobl he doa graet hec’h annez eno er Ragistor).

    Er Su da Spagn emañ Jibraltar (un tiriad tramor a zo d'ar [[Rouantelezh-Unanet). Pelloc'hik er c'hreisteiz emañ Maroko, a zo enklozet enni div geoded spagnat : (Ceuta) ha (Melilla). Er biz da Spagn emañ ar Pireneoù, a zo ul lodenn anezho da Vro-C'hall, hag ivez Andorra, ur briñselezh vihan dizalc'h. E Spagn ivez emañ an inizi Balearez er Mor Kreizdouar, an inizi Kanariez er Meurvor Atlantel hag enezennoù didud niverus er Mor Kreizdouar eus tu strizh-mor Jibraltar, anavezet eo evel lec’hioù ar riegezh (Plazas de soberanía), evel an inizi Chafarinas, Enez Alborán, « reier » Vélez de la Gomera hag Alhucemas hag un enezenn vihan, Enez Perejil. Er biz da Spagn, er Pireneoù gall, ez eus un englozadenn vihan eus Katalonia, ur gêr zo Llívia hec'h anv hag hi gronnet gant an tiriad gall.

    Istor kemmañ

    Iberianed a oa anv ar poblañsoù emren a oa o vevañ e Ledenez Iberia. Da c’houde e oa deuet poblañsoù kelt avat, a veze graet ar Geltiberianed anezho, da vevañ ganto.

    Adalek an IXvet kantved a-raok Jezuz-Krist e stalias ar Fenikianed, ar C'hresianed ha Kartadiz kontoerioù war aodoù ar Mor kreizdouar.

    En IIvet kantved e voe aloubet al ledenez gant ar Romaned. Ar c’hastilhaneg, ar relijion hag al lezennoù a zeu evit darn eus ar mare ma oa bet ar Romaned enni.

    Pa'z eas an Impalaeriezh roman war an diskar er Vvet kantved e voe aloubet ar vro gant ar Sueved, ar Vandaled hag ar Wizigoted. Bet staliet evit ur mare e su al ledenez ez eas ar Vandaled buan d’ober o annez e Tunizia, tra ma voe renet ar vro gant ar Wizigoted betek aloubidigezh ar vro gant ar Vuzulmaned.

    Aloubiñ a reas an arabed-berbered, kaset gant Tariq ibn Ziyad, ar vro e 711. E 756 e teuas Spagn, anezhi ur vro vuzulman, da vezañ dizalc'h, dindan ren Omeyaded Spagn. E 929 e teuas ar vro da vezañ kalifiezh. En XIvet kantved ez eas ar galifelezh war an diskar hag e-se e voe savet meur a stad bihan, a veze anvet Taifaoù (betek 25).

    Neuze e krogas ar gristenien, a veze repuet e Norzh ar vro, en-dro d'aloubiñ Spagn ha da skarzhañ ar Vuzulmaned kuit diouzh ar vro. Padout a reas an adperc’hennigezh-se betek 1492, pa voe skarzhet ar Vuzulmaned ziwezhañ diouzh Rouantelezh Granada dindan ren ar roueed katolik, Isabel de Castilla ha Fernando de Aragón. E fin ar bloaz 1792 e voe dizoloet pe addizoloet Amerika gant Kristol Goulm. Peurunvanet e voe Spagn ent-ofisiel e 1512. Adalek ar mare-se e krogas ar Gonkistadored da sevel un impalaeriezh drevadennel divent evit Spagn en div Amerika .

    E 1492 e tivizas penntierned Spagn, broudet gant ar pezh a c’hoarveze er vro a-fet relijion gant an Adperc’hennidigezh, da lakaat ar Yuzevien da zibab etre treiñ ouzh Doue pe mont d'an harlu. An darn vrasañ eus ar Yuzevien a oa aet da repuiñ en impalaeriezh otoman ha chomet e oa ar vuzulmaned e Spagn war-lerc’h an Adperc’hennigezh-se, a veze graet ar Vorisked diouto, a voe lakaet da dreiñ ouzh Doue dre ret adalek deroù ar XVIvet kantved. Skarzhet e voent kuit diouzh ar vro e 1609, goude m’o doa kemeret perzh e meur a emsavadeg.

    Dont a reas Spagn da vezañ ur rouantelezh er XVIvet kantved, unan eus ar riezoù galloudusañ Europa abalamour ma oa bet aloubet-mat Amerika ganti hag abalamour ma tegase pinvidigezhioù a-leizh eus ar c'hevandir-se.

    Koulskoude e voe kaset galloudegezh ar Spagnoled tamm-ha-tamm da netra peogwir e rae brezel ouzh broioù all ha ker-ruz e kouste dezhi brezeliañ. A-hend-all e voe freuz ha reuz er vro gant an emsavadegoù a zirollas enni.

    E 1700 e teuas mab-bihan ar roue gall Loeiz XIV, bet e wreg kentañ merc’h yaouaer roue Spagn, da vezañ Roue Spagn, Fulup V e anv. Sevel ar reas tierniezh Bourboned Spagn. Un emglev a oa bet skoulmet etrezo ha roueed Bro-C'hall (Tiernezh ar re Vourbon). E XVIIIvet kantved e stourme an danvez roueed an eil ouzh egile hag e-se ez eas rouantelezh Spagn war wanaat.

    Da vare Napoleon Iañ, e deroù an XIXvet kantved, e voe aloubet Spagn gant Bro-C'hall hag abalamour da se e tirollas Brezel Spagn, ur brezel gwadek-kenañ er vro.

    Abalamour ma voe meur a wech er blegenn e kollas Spagn an darn vuiañ eus he zrevadennoù e XIXvet kantved, dreist-holl adalek ar bloavezhioù 1820.

    Lakaet e voe Republik kentañ Spagn war-sav e 1873 hag e 1874 met ne badas pell.

    Distaget e voe an trevadennoù diwezhañ (Kuba, Filipinez, Puerto Rico, Guam) diouzh ar rouantelezh e 1898, goude ar brezel a voe etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet.

    Spagn, n’he doa kalz a zarempredoù gant broioù all Europa, a voe warlerc’hiet evit a sell ouzh an armerzh hag ar politikerezh.

    Gant Eil Republik Spagn e voe skarzhet tiernezh ar re Vourbon diwar an tron e 1931. E 1936, goude trec'h Talbenn poblek Spagn, en em savas an tu dehoù pellañ, a oa ennañ Karlourien hag ar Falañsourien. E 1936 e tirollas ur brezel diabarzh, Brezel Spagn, goude an taol-stad c'hwitet hag e badas betek 1939. Goude ar brezel-se e voe renet Spagn gant ar Jeneral Franco. Divizout a reas an diktator Franco, a oa a-du gant ar roueelezh koulskoude, mirout ar galloud evitañ ha goulennet en doa adlakaat ar roueelezh war-sav war-lerc’h e varv hepken.

    Goude marv ar Jeneral Franco, e 1975, e voe adlakaet ar roueelezh war-sav evel m’en doa divizet an diktator. Met Juan Carlos I, ar roue nevez, a lakaas an demokratelezh buan war-sav hag e 1986 e teuas Spagn ezel eus Unvaniezh Europa. Gant ar Vonreizh nevez, anezhi ur Vonreizh frank-tre, e voe freuzet ar greizennelouriezh bet lakaet e plas gant Franco ha digreizennet-mat e voe ar vro. Kalz a strolladoù broadelourien lec'hel, bet difennet da vare Franco, a oa aotreet en-dro, dreist-holl er c'humuniezhoù, ma vez graet gant yezhoù disheñvel diouzh ar c’hastilhaneg, evel Euskadi ha Katalonia. E kumuniezhoù'zo e vez goulennet muioc’h a emrenerezh, lod anezho a c’houlenn bezañ dizalc’h (en Euskadi hag e Katalonia dreist-holl).

    Dindan dregont bloavezh eo deuet armerzh Spagn d’ober berzh kaer, ar pezh n’eo ket c'hoarvezet gant armerzh Portugal avat. Tud zo a lavar ez eus bet ur burzhud armerzhel e Spagn pa zeskrivont emdroadur an armerzh er vro.

    Douaroniezh kemmañ

     
    Kartenn Spagn

    Politikerezh kemmañ

     
    Palez ar Roueed e Madrid

    Pennad dre ar munud : Politikerezh Spagn

    Abaoe 1978 e vez meret aozadur politikel Spagn gant Bonreizh Spagn 1978. Gant ar Vonreizh eo deuet Spagn da vezañ war un dro ur vonarkiezh vonreizhel hag un demokratelezh. Liesseurt eo ar strolladoù politikel enni ivez.

    Galloudoù politikel hag arouezel en deus ar roue. Termenet eo ar galloudoù-se e mellad 612 ar Vonreizh : peurwiriekaat al lezennoù, divodañ ar parlamant (Las Cortes Generales), envel a ra Prezidant ar Gouarnamant, hag e penn an armeoù emañ. E penn diplomatiezh ar Stad emañ ivez (mellad niv. 63). Felipe VI eo ar roue er mare-mañ.

    E penn ar galloud erounit emañ Prezidant ar gouarnamant (Presidente del Gobierno) (ur garg zamheñvel diouzh hini ur C’hentañ ministr. Pevar bloavezh e pad e respet. Anvet eo da Brezidant ar gouarnamant gant ar roue, ur wech m’eo bet degemeret gant Congreso de los Diputados. E penn Kuzul ar Vinistred emañ. Mariano Rajoy zo e penn ar gouarnamant abaoe 2011, goude bezañ bet trec’h en dilennadeg kannaded. Dont a ra war-lerc'h José Luis Rodríguez Zapatero.

    Bodet eo ar galloud erounit e Palez ar Parlamant (Las Cortes Generales). Er palez-se ez eus ur gambr izel anvet Congreso de los Diputados (Kendalc'h ar Gannaded) hag ur gambr uhel a vez anvet ar "Senedo” (Sened). 300 dilennad zo e Kendalc’h ar Gannaded. Evit pevar bloavezh e vezont dilennet gant ar mouezhiañ eeun. 248 den a vez ezel eus ar Sened, en o zouez 208 den dilennet gant ar mouezhiañ eeun ha 40 den anvet gant ar rannvroioù.

    Bep 4 bloaz e vez aozet dilennadegoù e Spagn. E miz Du 2011 e voe aozet an dilennadegoù hollek diwezhañ.

    Ezel eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel hag eus Unaniezh Europa eo Spagn.

    Tiriadoù Spagn kemmañ

    Seitek "Kumuniezhioù emren" a zo e Spagn. Seurtoù stadoù kevreet int ha peuzdizalc’h int, ha pa vefe kalz a ziforc'h er galloudoù roet d’an eil pe eben gant ar stad kreiz. Ar c’humuniezhioù emren zo enno ur broviñs pe meur a hini. En holl ez eus 50 proviñs. Ouzhpenn da se ez eus div gêr dibar o statud, (Ceuta ha Melilla o anv.

    111 kumun zo e Spagn, en o zouez enklozenn Livia e Reter ar Pireneoù.

    Annezidi
    (2000)
    Annezidi
    (2005)
    Annezidi
    (2000)
    Annezidi
    (2005)
    Annezidi
    (2000)
    Annezidi
    (2005)
    Andalouzia 7 340 052 7 849 799 Castilla-La Mancha 1 734 261 1 894 667 Madrid 5 205 408 5 964 143
    Aragón 1 189 909 1 269 027 Castilla y León 2 479 118 2 510 849 Rannvro Murcia 1 149 329 1 335 792
    Asturiez 1 076 567 1 076 635 Katalonia 6 261 999 6 995 206 Navarra 543 757 593 472
    Inizi Balearez 845 630 983 131 Kumuniezh Valencia 4 120 729 4 692 449 Kumuniezh Emren Euskadi 2 098 596 2 124 846
    Kanariez 1 716 276 1 968 280 Extremadura 1 069 420 1 083 879 La Rioja 264 178 301 084
    Kantabria 531 159 562 309 Galiza 2 731 900 2 762 198
    Kêrioù emren
    Ceuta 75 241 75 276 Melilla 66 263 64 488
     
    Kartenn Spagn hag he rannvroioù

    Poblañs kemmañ

     
    Emdroadur ar boblañs etre 1900 ha 2005 (sifroù gant Institute Nationa d'Estadistique 2005 (Ensavadur Broadel ar Stadegoù)

    40 499 799 annezad a oa e Spagn d’ar 1añ a viz Genver [[2000] ha 46 005 127 annezad d’ar 1añ a viz Genver 2006. N’eo ket ken uhel stankted ar boblañs e Spagn (87,41 annezad/km2) hag en darn vuiañ eus ar broioù all e kornôg Europa. N'eo ket ingal-kenañ dasparzh an dud er vro a-bezh. Muioc'h a dud zo o chom war an aod pe en trowardroioù da Vadrid, tra ma'z eus nebeut-tre a dud o chom en diarbarzh.

    Kresket kalz eo poblañs Spagn abaoe dibenn ar bloavezhioù 1990, pa oa en em gavet en tu all da 3 milion a enbrodi d’ober o annez enni. Evit gwir, etre 2000 ha 2005, e voe ar feur uhelañ a enbroidi e Spagn evit a sell ar bed a-bezh. Eus Su Amerika, Reter Europa ha Maghreb e teue an dud-se dreist-holl. 8,47 % eus poblañs Spagn a oa eus an estrenvro e 2005.

    Kêrioù pennañ (2005) kemmañ

    1. Madrid 5 843 041
    2. Barcelona 4 686 701
    3. Valencia 1 694 970
    4. Sevilla 1 317 098
    5. Málaga 1 074 074
    6. Bilbao 947 581
    7. Asturiez (Gijón,Oviedo, Avalés ha Langreo) 855 199

    8. Zaragoza 833 455
    9. Alicante-Elche 711 215
    10. Bae Cádiz (Cádiz-Jerez) 638 076
    11. Las Palmas de Gran Canaria 616 903
    12. Murcia 563 272
    13. Valladolid 519 249

    Armerzh kemmañ

    E-pad pell e oa bet Spagn ur vro labour-douar anezhi dreist-holl met abaoe 1975 mui pe vui ez eus bet kemmoù sokioarmerzhel bras enni. Liesseurt eo an armerzh enni hiziv an deiz. Deuet eo al liesseursted-se diwar kresk buan ar greantelezh er bloavezhioù hanter-kant ha diwar diorren an touristerezh. Etre 1995 ha 2001 e oa kresket an implijoù er greanterezhioù a 38%. Adalek 1964 ez eus bet kaset da benn meur a rakres evit diorren armerzh ar vro. Diorroet e oa bet ar vetalouriezh, al lestrsaverezh hag gennad an ezteuler kailh. Dindan 20 vloaz eo deuet Spagn da vezañ ur Stad a bouez evit a sell ar greantelezh hag al labour-douar. Eus gennad an touristelezh avat e teu ar goundioù brasañ.

    Deuet eo Spagn da vezañ an navvet Stad er bed a-bezh hiziv an deiz.

    Sevenadur kemmañ

     
    Pont Kursaal, e San Sebastian - Donostia

    Hervez un enklask bet graet nevez zo gant Kreizenn foran an enklaskoù sokiologel (Le Monde, miz Gouere 2005), ez eus 82,4% eus Spagnoled a lavar ez int katoliked, en o zouez 47,7% anezho a lavar ez int katoliked wirion.

    Relijion kemmañ

     
    Dome, Proviñs Cuenca.
     
    Sagrada Familia, Proviñs Barcelona.
     
    Proviñs Segovia Segovia, akvedukto .
     
    Naranjo de Bulnes
     
    Alhambra, Proviñs Granada
    Gouelioù ha deizioù gouel
    Deiziad Anv brezhonek Anv kastilhanek Evezhiadennoù
    1 Genver Kalanna Año Nuevo
    16 a viz Genver Gouel ar Rouaned Epifanía
    19 a viz Meurzh Sant Jozeb San José Ne vez ket lidet en Andalouzia, Inizi Balearez, Inizi Kanariez, Katalonia hag e La Rioja
    5 a viz Ebrel Yaou-Gamblit Jueves Santo Ne vez ket lidet e Katalonia nag e Valencia
    6 a viz Ebrel Gwener-ar-Groaz Viernes Santo
    1 Mae Gouel al Labour Día del Trabajo
    25 a viz Gouere Sant Jakez Santiago Apóstol Ne vez ket lidet en Andalouzia nag e Katalonia, Ceuta, Melilla nag e Navarra.
    15 a viz Eost Gouel Maria Hanter-Eost Asunción
    12 a viz Here Gouel an Hispaniadelezh Día de la Hispanidad Gouel broadel Spagn
    1 Du Gouel an Hollsent Día de Todos los Santos
    16 a viz Kerzu Devezh ar Vonreizh Día de la Constitución
    8 a viz Kerzu Gouel ar Werc'hez Vari koñsevet dinamm Inmaculada Concepción
    25 a viz Kerzu Nedeleg Navidad

    Notennoù kemmañ

    Liammoù diavaez kemmañ


     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Sellit ouzh ar ger Spagn er
    wikeriadur, ar geriadur frank.

    Spagn en Open Directory Project

    Kumuniezhioù emren Spagn
      Andalouzia  Aragon  Asturiez  Inizi Balearez  Kanariez  Kantabria  Kastilha-La Mancha
      Kastilha ha León  Katalonia  Kumuniezh València  Euskadi  Extremadura  Galiza  La Rioja  Madrid
      Murcia  Navarra
    Kêrioù emren
      Ceuta  Melilla