Brezel Dizalc'hiezh Spagn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Brezel Dizalc'hted Spagn (1808-1814) (saozneg: Peninsular War; spagnoleg: Guerra de la Independencia Española; katalaneg: Guerra del Francès) a c'hoarvezas e Spagn, etre Spagn ha Bro-C'hall, renet gant Napoleone Buonaparte, an impalaer gall a felle dezhañ lakaat e vreur Giuseppe Buonaparte, lesanvet Pepe Botella (Job e Voutailhad), da roue er vro-se, evel José Iañ. Gwelet eo ar brezel-se evel unan eus ar brezelioù c'hwezhet gant Napoleone Buonaparte en Europa abalamour d'e c'hoant da lakaat broioù Europa dindan e dreid. E saozneg e vez laret The Peninsular War peogwir e c'hoarvezas ivez e Portugal, hag e krogas da vat pan eas armeoù Bro-C'hall ha Spagn da aloubiñ Portugal e 1807. Gwashaat a reas an abadenn e 1808 avat pa savas bec'h etre Bro-C'hall ha Spagn. Kregiñ ervat a reas ar Brezel Dizalc'hted gant emsavadeg an Dos de Mayo e 1808.
Padout a reas ar brezel-se ken na voe trec'h ar C'hwec'hvet Kenunaniezh war Napoleon e 1814. Alies e lavarer eo ar c'hentañ brezel-dieubiñ dre grogadoù bihan, pe guerrilla.
Distujet e voe ar velestradurezh spagnol gant ar C'hallaoued, ha rannet etre juntas er proviñsoù. En 1810 e voe adsavet ur gouarnamant broadel, Cortes Cádiz, a oa emharluet e kreñvlec'h Cádiz, met n'halle ket sevel arme ebet peogwir e oa gronnet gant un armead 70,000 soudard gall. Daou vloaz e padas Seziz Cádiz, eus 1810 da 1812.
Skarzhet e oa bet ar C'hallaoued eus Portugal gant an armeoù saoz ha portugalat, ha skoazellañ a raent ar re a veze o vrezelekaat ouzh soudarded Bro-C'hall ha ne oant ket evit derc'hel ur vro ken bras .
Deroù ar brezel
kemmañSkoulmet e oa bet un emglev etre Spagn ha Bro-C'hall gant Feur-emglev San Ildefonso (1796), sinet gant ar priñs Manuel Godoy en 1796. E 1805 avat e c'hoarvezas faezhadenn Trafalgar. Kollet ganti pep liamm ha darempred gant he zrevadennoù en Amerika ha prest e oa da lammat war hec'h amezeg, Portugal, gant skoazell Napoleon. Rak mignonez d'ar rouantelezh saoz e oa rouantelezh Portugal, ha ne felle ket dezhi seriiñ he ferzhier ouzh al listri saoz. Brezel an Orañjez a voe graet eus an abadenn-se, a echuas e 1801 gant Feur-emglev Badajoz (1801).
En 1807 e nac'has Portugal seveniñ ar Blokus kevandirel, ma c'hoantaas Napoleon kas un arme da aloubiñ Portugal . Gant feur-emglev Fontainebleau (1807) sinet gant Carlos IV, e voe aotreet da gas un arme, renet gant ar jeneral gall Jean-Andoche Junot, da dreuziñ Spagn, da vont da gastizañ Portugaliz. E 1807 eta e krogas ar c'hentañ arnod gall da aloubiñ Portugal.
Ne voe ket pell Napoleon neuze o lakaat e fri en aferioù Spagn. War zigarez kas un arme da skoazellañ Junot, e kasas da Spagn un arme renet gant Murat, hervez ma oa aotreet gant feur-emglev Fontainebleau.
Un taol-stad a voe aozet gant an infant Fernando, a ziskaras e dad roue, Carlos IV. Hag ar roue kozh da c'hervel Napoleon d'e sikour. Hag an impalaer gall da gouviañ an tad hag ar mab da Vaiona (Ebrel-Mae 1808). Met pa welas pegen toc'hor e oa erru an tiegezh roueel spagnol e klaskas teurel e graban war Spagn.
Kregiñ a reas ar brezel e 1808 pa en em savas kêr Madrid a-enep an arme c'hall a oa erruet e kêr-benn Spagn. Da-heul e voe tro ar proviñsoù goude deuet Napoleon a-benn da lakaat ar roue kozh Carlos IV da reiñ e zilez ha da leuskel ar gurunenn gant e vreur Giuseppe Buonaparte.
Bec'h he doe an arme c'hall gant ar brezel bihan aozet a-enep dezhi, ha gant an arme saoz deuet da sikour Portugal. E 1813 e rankas an arme c'hall tremen en hanternoz d'ar Pireneoù. War-nes aloubiñ kreisteiz Bro-C'hall edo ar Spagnoled, Saozon, Portugaliz, dindan Arthur Wellesley, dug Wellington.
Roll an emgannoù
kemmañ1808
kemmañ- 6 – 14 Mezheven : emgann El Bruch
- 15 Mezheven – 13 Eost : Seziz Zaragoza (1808)
- 14 Gouhere : emgann Medina de Rioseco
- adal an 19 betek an 22 Gouhere : emgann Bailén, ma kodianas ar jeneral gall Dupont, prizoniet evel 20000 soudard, a voe kaset da vervel war bontonioù Cádiz)
- 17 Eost : emgann Roliça, e Portugal
- 21 Eost : emgann Vimeiro
- 31 Here : emgann Durango, trec'h diechu
- 5 Du : emgann Balmaseda
- 7 Du : emgann Burgos
- 10 – 11 Du : emgann Espinosa
- 23 Du : emgann Tudela
- 30 Du : emgann Somosierra
- 20 Kerdu – 2 C'hwevrer 1809 : Seziz Zaragoza (1809)
- 21 Kerdu : krogad Sahagún
- 29 Kerdu : krogad Benavente
1809
kemmañ- 1añ a viz Genver : emgann Castelló d'Empúries
- 13 a viz Genver : emgann Uclès
- 16 a viz Genver : emgann A Coruña
- 25 a viz C'hwevrer : emgann Valls
- 17 a viz Meurzh : emgann Villafranca
- 20 a viz Meurzh : emgann Braga
- 27 a viz Meurzh : emgann Ciudad Real
- 28 a viz Meurzh : emgann Medellín
- 29 a viz Meurzh : Kentañ emgann Porto
- 6 a viz Mae – 12 a viz Kerzu : seziz Girona
- 27 a viz Gouhere : emgann Talavera
- 11 a viz Eost : emgann Almonacid
- 19 a viz Du : emgann Ocaña
- 28 a viz Du : emgann Alba de Tormes
1810
kemmañ- 26 a viz Ebrel – 10 a viz Gouhere : Seziz Ciudad Rodrigo (1810),
- 25 Gouhere – 27 a viz Eost : seziz Almeida,
- 27 Gwengolo : emgann Buçaco,
- Here : ehanet ar C'hallaoued dirak Torres Vedras.
1811
kemmañ- 19 C'hwevrer : emgann Gebora
- 5 Meurzh : emgann Barrosa
- 12 Meurzh : emgann Redinha
- 3 a viz Ebrel : emgann Sabugal
- 10 a viz Ebrel – 19 août : Seziz Figuières
- 5 mai : emgann Fuentes de Oñoro
- 16 mai : emgann Albuera
- 23 juin : emgann Benavides
- 25 octobre : emgann Sagonte
- 19 a viz Kerzu –5 Genver 1812 : seziz Tarifa
1812
kemmañ- 8 – 19 Genver : seziz Ciudad Rodrigo (1812)
- 16 Meurzh – 6 Ebrel : seziz Badajoz
- 22 Gouhere : emgann an Arapiles (pe emgann Salamanca)
- 18 Gwengolo – 22 Here : seziz Burgos.
1813
kemmañ- 6 a viz Ebrel : emgann Valencia (jeneral Boyer) ouzh ar Spagnoled.
- 1añ a viz Mezheven : emgann Barnes (jeneral Coureux) contre les Espagnols
- 21 Mezheven : emgann Vitoria (Jose Iañ hag ar marichal Jourdan) ouzh un armead a Saozon, Spagnoled ha
Portugaliz;
- 28 Gouhere – 1añ a viz Eost : emgann Sorauren
- 31 Eost : emgann San Marcial
- 13 Gwengolo : emgann col d'Ordal (marichal Suchet) ouzh un arme saoz ha spagnol;
- 13 Gwengolo : emgann Villefranca (marichal Suchet) ouzh un arme saoz ha spagnol;
- 4 Here : emgann Saint-Privé-d'Embas (général Petit) ouzh ar Spagnoled;
- 10 Du : emgann Nivelle;
- 10 Kerzu : emgann Bassussarry (maréchal Jean-de-Dieu Soult) ouzh un arme saoz ha spagnol;
- 9 – 12 Kerzu : emgann an Errobi .
1814
kemmañ- 1añ a viz Genver : emgann Molins de Rei
- 27 C'hwevrer : emgann Orthez (marichal Soult) a-enep ur armead saoz ha portugalat.
- 2 a viz Meurzh : emgann Aire-sur-l’Adour
- 12 a viz Meurzh : krogad Urella (marichal Soult) a-enep un armead spagnol ha saoz.
- 19 a viz Meurzh : emgann Vic-de-Bigorre
- 20 a viz Meurzh : emgann Tarbes
- 10 a viz Ebrel : emgann Toulouse (marichal Soult) a-enep un armead spagnol ha saoz.
Liammoù diavaez
kemmañ- Diwar-benn torfedoù an arme c'hall :[1]