10 Du
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1444 : emgann Varna etre Otomaned ar sultan Murat II hag armeoù Władysław III Jagellon, roue Polonia hag Hungaria.
- 1449 : dieubet eo Rouan diouzh ar Saozon.
- 1674 : dre feur-emglev Westminster e tremen an Izelvroioù Nevez, e Norzhamerika, etre daouarn ar Saozon.
- 1775 : krouidigezh Bagad Marines pe USMC Stadoù Unanet.
- 1871 : adkavet eo David Livingstone gant Henry Morton Stanley en Ujiji (Tanzania).
- 1918 : en Elzas e embanner Republik Elzas-Loren, a bad 12 devezh.
- 1928 : mont a ra Hirohito da 124re Impalaer Japan e Kyoto.
- 1956 : flastret an dispac'h e Hungaria gant al Lu Ruz.
- 1989 : roet lamm da Dodor Jivkov, penn komunour Republik Pobl Bulgaria.
- 1994 : anavezet eo Koweit gant Republik Irak.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1433 : Charlez an Her, dug Bourgogn.
- 1483 : Martin Luther, teologour, diazezer ar Brotestantiezh.
- 1668 : François Couperin, sonaozer gall.
- 1683 : George II, roue Breizh-Veur hag Iwerzhon ha priñs-dilenner Hannover.
- 1697 : William Hogarth, engravour ha livour saoz.
- 1759 : Friedrich von Schiller, skrivagner ha barzh alamanek.
- 1790 : Jean René Constant Quoy, evnoniour, korfadurour, loenoniour ha surjian-mor gall.
- 1879 : Pádraig Mac Piarais pe Patrick Pearse, skrivagner hag emsaver iwerzhonat.
- 1888 : Andrei Tupolev, savour kirri-nij rusian.
- 1925 : Richard Burton, aktour kembreat.
- 1928 : Ennio Morricone, sonaozour italian.
Marvioù
kemmañ- 461 : sant Leon Iañ pe Leon Veur, 45vet pab eus 440 betek e varv.
- 1549 : Paol III (bet ganet Alessandro Farnese), 220vet pab.
- 1753 : Bertrand-François Mahé de La Bourdonnais, merdeer gall.
- 1861 : Isidore Geoffroy Saint-Hilaire, loenoniour gall.
- 1891 : Arthur Rimbaud, barzh gall.
- 1938 : Mustafa Kemal Atatürk, kentañ prezidant Republik Turkia.
- 1968 : Victoriano Santos Iriarte, melldroader etrrebroadel uruguayat.
- 1981 : Abel Gance, filmaozer gall.
- 1982 : Leonid Brejnev, politikour ha den-Stad rusian.
- 1995 : Ken Saro-Wiwa, skrivagner eus Nigeria.
- 2008 : Miriam Makeba (lesanvet Mama Afrika), kanerez suafrikan.
- 2015 : Helmut Schmidt, kañseller Alamang ar C'hornôg.
Lidoù
kemmañSant an deiz : Sant Govrian
- sant Leon Veur, 45vet pab (440-461)
- Sant Just, eskob kentañ Kêr-Rochester (Bro-Saoz)
- Sant Gouvrian, eskob Gwened ha goude penitiour e Sant-Servan, enoret e Maezkêr ha Morieg.