Rouan

kumun Bro-C'hall
Rouan
Eus an nec'h d'an traoñ, a gleiz da zehou : Gwel meur eus Rouan Tour an dielloù, Gros-Horloge (an Horolaj Veur), ar Pont Gustave-Flaubert Ribloù ar Saena hag iliz-veur Itron-Varia.
Eus an nec'h d'an traoñ, a gleiz da zehou :
Gwel meur eus Rouan
Tour an dielloù, Gros-Horloge (an Horolaj Veur), ar Pont Gustave-Flaubert
Ribloù ar Saena hag iliz-veur Itron-Varia.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Rouen
Bro Normandi Normandi
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Banniel Normandi Normandi
Departamant Seine-Maritime (prefeti)
Arondisamant Rouan (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h seizh kanton
Kod kumun 76540
Kod post 76000, 76100
Maer
Amzer gefridi
Nicolas Mayer-Rossignol (PS)
2020-2026
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération Rouen-Elbeuf-Austreberthe (sez)
Lec'hienn web www.rouen.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 114 187 ann. (2020)[1]
Stankter 5 341 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°26′36″N 1°6′0″E
Uhelderioù bihanañ 2 m — brasañ 152 m
Gorread 21,38 km²

Rouan[2][3] (e galleg: Rouen, distaget (LFE) [ʁwɑ̃]) a zo ur gumun hag ur gêr eus Bro-C'hall, war lez ar stêr Saena. Pennlec'h departamant gall ar Seine-Maritime hag ar rannvro Normandi eo.

Douaroniezh

kemmañ

Stummoù skrivet

kemmañ

Henimpalaeriezh roman

kemmañ
  • Ratomagos (Ptolemaios, II, 8, 5)
  • Ratumagus (IT. Ant. Taolenn Peuntinger)

Impalaeriezh roman izel

kemmañ
  • Civitas Rotomagensium (Sened Iliz Arles, 314; lez-sened Iliz Cologn, 346; Inosant Iñ, Ep. 2; Not. Gall., II, 2)
  • Rotomagi (Ammianus, XV, 11, 6)
  • Rotomagensis Civitas (Victricius)
  • Rotomagum (Paulinus a Nola), Ep. 18; Not. Dign.)

Krenn-amzer uhel

kemmañ
  • Civitas Rotomagensis (Sened Iliz Tours, 461; Senedioù Orlañs 538, 541; Tours, adarre, 567; Mâcon, 585)
  • Rotomao (Sened-iliz Orleañs, 511)
  • Rhotomeginsis Urbs, Rodomaginsis Civitas, Rodomago (Gregor Teurgn, HF, IV, 51; V, 18; VIII, 31 & 41; V. 1 -2
  • Civitas Rodomagum (sened iliz Pariz, 614)
  • Rothomo, Rothomao (Fredegarius)
  • Rothomaginsis, Rothomacum Civitas (Liber Historiae Francorum)
  • Rotomo, Rotomo Civ(itas) (pezhioù moneiz)
  • Rodomos (lizher ar pab Zacharius da Bonifas a Mainz e 742)
  • Rodomo (skrid Karl-Veur, 27 Meurzh 779)
  • Civitas Rodomagensis, Rodomo (Vita S. Eligii, II, 2)
  • Rotomagensis Urbs

Gerdarzh

kemmañ
  • Dauzat & Rostaing ː diouzh galianek magos = lec'h ar marc'had, hag ur ger disanvet (marteze un anv den)

Ardamezioù

kemmañ

en gul, e oan-fask en argant, e benn ouzh kleiz rod-heoliek en aour, o zougen ur banniel en argant, karget gant ur groazigan en aour, ar fust ivez en aour; e gab gwriet en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour

Kêrbenn ar Veliokased e oa Rotomagus.

E-kerzh aozadur roman rannvroioù Galia e voe lakaet Rotomagus er rann-vro Lugdunensis, a oa [[Lugdunum] (Lyon) he c'hêrbenn.

E 287, e teuas Carausius eus Breizh-Veur da aloubiñ aodoù su Mor Breizh, adalek Rotomagus betek Gesoriacum (Boulogne). Embann a reas bout impalaer , ha lakaat moulañ moneiz gant e skeudenn e Rouan.

Rouan ha Boulogne a zo bet adkemeret er bloaz 293 gant ar c'hezar (eil-impalaer) Constantius Chlorus.

Goude darvoudoù Carausius, an impalaer Dioklesian e rannas ar rannvro Lugdunensis etre div rannvro ː Lugdunensis Prima, kêrbenn Lugdunum (Lyon), ha Lugdunensis Secunda, kêrbenn Rotomagus (Rouan).

D'ar rannvro nevez se e oa staget pobloù ː Caletes (Lillebonne), Veliocasses (Rouan), Lexovii (Lisieux), Viducasses (Vieux), Baiocasses (Bayeux), Unelli (Coutances), Aulerci Eburovices (Evreux), Abrincatui (Avranches), Curiosolitae (Kersaoud), Osismi (Karaez), Riedones (Roazhon), Veneti (Gwened), Namnetes (Naoned), Andes / Andecavi (Angers), Aulerci Cenomani (Le Mans), Turones (Tours), Diablintes (Jublains).

Ar stad se e badas betek Maximus (383-388)

Kêrbenn dugelezh Normandi e zegouezhas da vezhañ Rouan er bloaz 912.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Mirdioù

kemmañ

Ganedigezhioù

kemmañ
  • Pierre Corneille (1606-1684). Skrivagner
  • Le Bovier, pe Le Bouyier de Fontenelle (Rouan, 1657 / Paris, 1757). Skrivagner. Niz Corneille dre e vamm.
  • Pradon, barzh war trajediennoù, (Rouan, 1632 / Pariz, 1698). Enebour da Racine ha Boileau.
  • Daniel
  • Bochart
  • Basnage
  • Mme du Boccage
  • Mme Leprince de Beaumont
  • Édouard Philippe (1970-), kentañ maodiern Bro-C'hall.

Marvioù

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ
 


Levrlennadur

kemmañ

M.-N. Bouillet ː Dictionnaire universel d'histoire et de géographie. Hachette & Cie. Paris. 1863

  • Musées et Monuments départementaux de la Seine-Maritime. ː De la Gaule à la Normandie. 2000 ans d'histoire. 30 ans d'archéologie. Rouen. 1990. ISBN ː 2-902 093 - 17 - 9
  • Nancy Gauthier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. IX. Province ecclésiastique de Rouen (Lugdunensis Secunda). De Boccard. 1996

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Roüan e geriadur Rostren, p. 241/cygne.
  3. "Rouan" war KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)