Lyon
Lyon | ||
---|---|---|
![]() En nec'h : ar c'hreiz-kêr gwelet eus Fourvière. E kreiz : Pont Bonaparte diouzh an noz ha Pont Lafayette. En traoñ : Place Bellecour gant penn-iliz Itron-Varia hag an tour metalek war dorgenn Fourvière en dalenn diwezhañ. | ||
![]() | ||
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Auvergne-Rhône-Alpes (prefeti) | |
Departamant | Metropol Lyon (sez) | |
Arondisamant | Lyon (pennlec'h) | |
Kod kumun | 69123 | |
Kod post | eus 69001 betek 69009 | |
Maer Amzer gefridi | Grégory Doucet (EELV) 2020-2026 | |
Lec'hienn web | www.lyon.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 522 228 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 10 909 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 162 m — brasañ 305 m | |
Gorread | 47,87 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Lyon (Liyon en arpitaneg) zo ur gêr vras e reter Bro-C'hall, etre an Torosad Kreiz hag an Alpoù. Kêr-benn ar Galiaoù e oa e-pad an impalaeriezh roman. Pennlec'h Metropol Lyon eo (59 kumun), hag ivez hini ar rannvro c'hall hag ar prefedelezh Auvergne-Rhône-Alpes. Trede kêr vrasañ Bro-C'hall eo, war-lerc'h Pariz ha Marselha, gant 516 092 a annezidi e 2017.
Brudet e oa Lyon gant ar sidanerezh gwechall, ha bremañ gant ar gwiaderezh, ar c'himiezh hag industriezh ar skeudenn. Sez Interpol eo abaoe 1989.
DouaroniezhAozañ
Emañ Lyon e kember div stêr vras : ar Ron hag ar Saône. Etre daou dorosad bras emañ : er c'hôrnog e kaver Torosad Kreiz, hag er reter an Alpoù.
Un hinad hantergevandirel levezonet gant an hin greizdouarel he deus. Amzer tomm hag arnevus ez eus en hañv, amzer rip (yen ha sec'h) er goañv. Glav a ra muioc'h en hañv eget en goañv eta. Erc'h a zo 20 deiz ar bloaz well-wazh.
AnvAozañ
Staliet e oa eno ar Galianed abaoe pell. E 43 araok JK e oa savet un drevadenn roman, anvet Colonia Copia Felix Munatia Lugdunum ha goude Colonia Copia Claudia Lugdunensium[2]. Lugdunum e oa he anv galianroman goude se, en enor d'an doue keltiek Lug. Al lodenn all eus an anv a zeu eus dunos hag a dalv kreñvlec'h, torgenn e keltieg kozh.
Ardamezioù ha sturioùAozañ
En gul, e leon en argant ; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour. Dont a ra eus mare ar Grennamzer. Daskemmet e oa gant roueed Bro-C'hall, ha goude gant Nabulio Buonaparte ha pennoù all war e lerc'h a-hed an XIXvet kantved. Meur a sturiad a c'hall bezañ roet d'ar gêr, evel hemañ : Virtute duce, comite fortuna da lâret eo "Vertuz da heñcher (a dalv) berzh-mat da gompagnun". Anavezet eo ivez ar youc'h brezel en arpitaneg Avant ! Avant ! Lion le melhor ! (A-raok ! A-raok ! Lyon an hini gwellañ !) eus ar « rebeyne », ur gabaduilh e 1269.
Paeroniet eo ar gêr gant santez Blandina, merzourez ar Gristenien gentañ.
IstorAozañ
XXvet kantvedAozañ
Serret e oa Jean Moulin, penn ar Rezistañs C'hall, e Caluire, e bannlev Lyon. D'ar 26 a viz Mae 1944 e oa bombezet ar gêr gant kirri-nij ar Re Gevredet. Dieubet e oa d'an 3 a viz Gwengolo 1944.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- an ti-kêr,
- an opera,
- Penniliz Itron-Varia Fourvière war torgenn Fourvière, eus fin an XIXvet kantved,
- park an Penn Aour.
Emdroadur ar boblañs 1793-2009Aozañ

Mammennoù Cassini-EHESS hag EBSSA
500 715 a annezidi a oa e 2013, 516 092 hervez an niveradeg diwezhañ e 2017. En tolpad kumunioù zo en-dro dezhi e oa 1.648.216 a dud e 2013, ha 1 659 001 e 2017 (eil unvez kêrel Frañs eo). Eil tolead kêr ar vro eo ivez, gant 2 326 223 a annezidi e 2017.
Melestradurezh ha politikerezhAozañ
Edouard Herriot a oa maer ar gêr eus 1905 betek 1957 (war-bouez an eil Brezel Bed). 9 arondisamant he deus Lyon hiziv.
Gérard Collomb a oa ar maer eus 2001 betek 2020 (war-bouez etre 2017 ha 2018). E-barzh ar Strollad Sokialour Gall e oa araok mont e-barzh La République En Marche !, luskad ar prezidant Emmanuel Macron.
TudAozañ
An impalaer roman Klaod Iañ, mab Drusus Decimus Nero hag Antonia ar Yaouankañ, a oa ganet e Lugdunum d'ar 1añ a viz Eost 10 kent J.K.
Tud brudet all ganet eno :
- André-Marie Ampère, jedoniour ha fizikour gall, e 1775,
- Ar barzh Antoine de Saint-Exupéry e 1900,
- Maurice Jarre e 1924 hag e vab Jean-Michel Jarre e 1948,
- an aktour ha filmaozer Alexandre Astier e 1974.
GevelliñAozañ
Ar c'hêrioù gevellet gant Lyon :
|
Levrioù talvoudusAozañ
Liammoù diavaezAozañ
- (fr) Lec'hienn an ti-kêr
- (fr) Lec'hienn kumuniezh-kêr Lyon
- (fr) (en) Lec'hienn ofis an douristed Lyon
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Pierre Wuilleumier : Lyon, métropole des Gaules. Les Belles Lettres. 1953