Craiova
Craiova (distaget [kraˈjova] e roumaneg) zo ur gêr vras eus Roumania, ar c'hwec'hvet kêr vrasañ er vro. Kêr-benn distrig Dolj eo. E mervent ar vro emañ, hanter-hent etre su ar C'hapartoù hag an Danav, war lez ar stêr Jiu. Kreizenn bolitikel ha kenwerzhel mervent Roumania eo deuet da vezañ a-hed an istor, daoust da bep tra : distrujet e oa bet gant ur c'hren-douar e 1790, lazhet e oa bet e-leizh a dud gant ar vosenn e 1795 ha losket e oa bet kêr gant an Durked e 1802.
E 2011 e oa 269 506 a dud o chom e Craiova.
Kêrioù gevellet
kemmañGevellet eo Craiova gant ar c'hêrioù-mañ :
- Kuopio (Finland)
- Skopje (Republik Makedonia)
- Nanterre (Bro-C'hall)
- Vratsa (Bulgaria)
- Shiyan (Sina)
- Patras (Gres)
Liammoù keveliñ he deus ivez gant :
- Lyon (Bro-C'hall)
- Uppsala (Sveden)
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn Craiova (ro) (en) (fr)