Impalaeriezh otoman

(Adkaset eus Impalaeriezh Otoman)

An Impalaeriezh otoman (anvet دولت عليه عثمانيه - Devlet-i Âliye-yi Osmâniyye e turkeg otoman) a oa un impalaeriezh eus ar re vrasañ hag eus ar re c’halloudusañ zo bet en-dro d’ar Mor Kreizdouar. Padet eo eus 1299 da 1922. Anavezet eo bet ivez en Europa evel an Impalaeriezh turk. Pa oa e barr he brud e oa enni tammoù bras eus Azia-Vihanañ, eus ar Balkanoù, eus ar Reter-Nesañ hag eus Norzhafrika. War he lerc’h eo deuet ar Republik Turk, embannet e 1923 gant ar jeneral Mustafa Kemal Atatürk.

Impalaeriezh otoman
bro istorel
Rann eusGalloudoù kreiz Kemmañ
Deiziad krouiñ29 Gou 1299, 1300 Kemmañ
Anv er yezh a orinدولت عالیه عثمانیه Kemmañ
Anvet diwarOsman Gazi Kemmañ
Den e penn an aozadursultan an Impalaeriezh otoman Kemmañ
Yezh ofisielOttoman Turkish Kemmañ
Kan broadelImperial anthems of the Ottoman Empire Kemmañ
Testenn ar ger-sturدولت ابد مدت Kemmañ
KevandirAzia, Europa, Afrika Kemmañ
Kêr-bennKergustentin Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°0′0″N 29°0′0″E Kemmañ
Office held by head of statesultan an Impalaeriezh otoman Kemmañ
Korf lezenniñGeneral Assembly of the Ottoman Empire Kemmañ
Central bankOttoman Bank Kemmañ
Diplomatic relationPersia, Republik Poblel Ukrania Kemmañ
MoneizAkçe, kuruş, Ottoman lira, sultani Kemmañ
A zo stok ouzhRouantelezh Bulgaria, Aostria-Hungaria, Impalaeriezh Aostria, Kingdom of Hungary Kemmañ
Raklec'hiet gantImpalaeriezh roman ar Reter, Empire of Trebizond Kemmañ
Bet erlec'hiet gantGovernment of the Grand National Assembly, occupation of Smyrna Kemmañ
Yezh implijetOttoman Turkish, perseg, arabeg, gresianeg, galleg Kemmañ
Deiziad divodañ17 Du 1922 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flags of the Ottoman Empire Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of the Ottoman Empire Kemmañ
Istorhistory of the Ottoman Empire Kemmañ
Relijion ofisielIslam sunnit Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomic history of the Ottoman Empire Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of the Ottoman Empire Kemmañ
Map
Diorroadur ha diskar an Impalaeriezh otoman, 1300-1923

Anvioù all he deus bet an impalaeriezh-se, evel Âl-i Osman; Devlet-i Âliye, Devlet-i Ebed-Müddet ("Ar broioù gwarezet mat"), Memâlik-i Mahrûse-i Osmanî, "Ar Rouantelezh otoman hag uhelañ". Renet e oa gant ar Sultan (anv arabek an impalaer).

En em ledañ a rae kenkoulz war ar Bed kornôg ha war ar Bed reterat, hag e-pad 6 kantved eo bet kroashent sevenadurioù Eurazia ha lec'h meur a zarempred etre galloudoù Europa hag Azia. Diazezet e oa bet an impalaeriezh otoman gant an Durked otoman deuet da Anatolia war-dro ar bloavezh 1000. Hêred e oa an Durked otoman d'ur skourr eus ar pobloù turkek, an Durked oghouz a oa bet o ren war greiz Azia.

Er XVIvet hag er XVIIvet kantved e voe e barr he nerzh armerzhel ha milourel, oc’h en em astenn adalek Strizh-mor Jibraltar betek Mor Kaspia hag ar Pleg-mor pers hag arab, hag eus harzoù Aostria da bleg-mor Aden. Aloubet e oa bet ganti darn eus mervent Europa (Ledenez ar Balkanioù) betek kêr Vienna, kêr-benn Impalaeriezh Aostria (bet lakaet seziz warni e 1529 hag e 1683 en-dro), Hanternoz Afrika, betek strizh-mor Jibraltar (hag aod ar Meurvor Atlantel e 1553), hag ar Reter-Nesañ, betek Mor Kaspia.

War ziskar ez eas an impalaeriezh goustadik e-pad an XIXvet kantved betek kouezhañ en he foull e derou an XXvet kantved pa oa bet trec'het er Brezel-bed kentañ hag hi kevredet gant ar Galloudoù kreiz. Goude m’en doa pleget ar Sultan dirak an alouberien e oa bet rannet e zouaroù e meur a stad war atiz ar broioù trec'h (Feur-Emglev Sèvres e 1920). Diwar an douaroù-se e oa bet krouet 39 stad nevez en XXvet kantved. Disklêriet e oa bet ar Republik turk (Türkiye Cumhuriyeti) e 1923 hag ar Sultan, e familh hag e goskor a voe skarzhet eus Turkia.

Deroù

kemmañ

War-dro an Xvet kantved e krogas pobloù turkek kreiz Azia da skeiñ etrezek ar c'hornôg betek en em staliañ e Persia. Ar roue turk Toghrul-Beg a adlakaas Kalif Baghdad war e dron. Dindan an dierniezh seldjoukour e tizhas an Durked Armenia hag Reter Anatolia en XIvet kantved. Eno e krogas an Durked seldjoukour da dagañ Bizantiz a oa aet o galloud war zigreskiñ er mare-se. E 1071 e voe trec'h an Durked seljoukour en Emgann Mantzikert ha ne c'hellas ket mui ar Vizantiz mirout ouzh an Durked da staliañ o riegezh en Anatolia ha diazezañ ar rouantelezh seldjoukour, anvet Sultaniezh ar Roum (rouantelezh Roma, da lâret eo "staliet war douaroù Roma nevez").
Koulskoude e kollas ar Seldjoukourien tiriadoù arabek e Siria da-heul bount ar Groazidi hag hini an Durked danichmendour ken e voent rediet da glask repu e kreiz Anatolia. E 1101 e kreskas o nerzh ken e voe miret ganto ouzh ar Groazidi da dremen dre Anatolia. Masoud (1116-1155) a stalias e gêrbenn e Konya ha Kilij Arslan II (1155-1191) a oe trec'h war an Durked danichmendour.
E-pad an XIIvet kantved e c'hounezas an Durked tiriadoù all, hini Trabzon hag hini an Armenianed betek aloubiñ hogoz an holl Anatolia. Eskemmoù armerzhel bras a veze graet gant an Durked pa blavas ar Vongoled warne e 1243 (Emgann Kense Dağ). Dindan ar Vongoled e chomas bruzunet Sultaniezh Roum e meur a briñselezh turk (beylik). Unan anezho, ar beylik renet gant an Otomaned eus ar meuriad Kayı hag eus ar bobl turk oghouz a oa bet aotreet d'en em staliañ e Reter Anatolia dindan gwarez ar Seldjoukourien.

Tarzherezh

kemmañ
 
Mehmed II oc'h aloubiñ Kergustentin e 1453

Dont a ra "Otoman" eus anv mab Ertuğrul, Osman Iañ, (arabeg : Ousman, hag osmanlia dalv "hêr da Osman" e turkeg), ar c'hentañ a zisklêrias e oa dizalc'h diouzh ar Vongoled en ur sevel emglevioù gant pobloù kristen. Pa oa ar "veyed" all o vrezeliñ etrezo e talc'has da ledanaat e diriad hag e aloubas an takadoù nes da Gergustentin ken e c'hellas staliañ e gêrbenn e Bursa. Ken kalonek e oa Osman Iañ ken ez eus bet deuet betek hon amzer ar bomm-lavar turk : "ra vo eñ kenkoulz hag Osman". Ur gontadenn a zo bet savet, "Huñvre Osman", ma rakwel hemañ an impalaeriezh da zont.
Dindan e ren e voe staliet reolennoù pennañ ar gouarnamant otoman ha ne vo ket kemmet an darn vuiañ anezhe e-pad kantvedoù. Perzh pennañ ar sistem gouarnamant-se a zo bet mirout ar galloud roueel pell a-walc'h diouzh ar galloud milourel, un dra ne veze ket gwelet er broioù all. Staliet eo bet ivez ar "Millet", ar sistem emrenerezh evit ar minorelezhioù hag an dud o doa ur relijion all estroc'h evit an islam.

E-korf ar c'hantved goude marv Osman Iañ e c'hounezas ar gouarnamant otoman tiriadoù war ribl ar Mor Egaios hag er Balkanoù. Goude bezañ bet trec'het e Plocnik e voe trec'h an Durked war ar Serbed e Kosovo-Polie ("Kompezenn ar mouilc'hi"), e 1389. Daoust ma ne blegas ket ar Serbed diouzhtu, e c'hellas an Otomaned koulskoude kregiñ gant aloubadenn mervent Europa. Chom a ree dizalc'h Kergustentin hag e klaskas an Durked he c'hemer. D'an 29 a viz Mae 1453 e kemerjont ar Geoded veur dindan ren ar Sultan Mehmet II en doa adreizhet e riez a-raok kas da-benn seziz Kergustentin dre sevel kastellioù-kreñv bras-meurbet war glannoù ar Bosfor.
Kouezhañ a reas Impalaeriezh roman ar Reter ha Kergustentin a zeuas da vezañ kêrbenn an impalaeriezh otoman (Istanbul hiziv).

Kresk (1453-1566)

kemmañ
 
Impalaeriezh otoman, 1299–1683

Eus 1453 betek 1566 e c'heller komz eus "oad aour" an impalaeriezh otoman hag er maread da-heul e c'heller komz eus sac'hadur an diorroadur politikel ha milourel.

Da-heul aloubadeg lodennoù zo eus Europa ha Norzhafrika e kreskas an impalaeriezh goude 1453, dindan renerezh sultaned speredek hag efedus, en o zouez Suleiman Veurdezus, an hini illurañ. Gant efedusted ha kensentidigezh e c'hounezas an arme otoman tiriadoù nevez hag dre nerzh ar morlu e teuas an impalaeriezh da vezañ ur galloud kenwerzhel bras-kenañ pa gontrole an Otomaned an hentoù kenwerzh pennañ etre Europa hag Azia.

Pa varvas Suleiman Veurdezus e 1566 e krogas an impalaeriezh da goll lodennoù bihan eus e aloubadennoù. Digoret e oa bet hentoù kenwerzh nevez evit ar spisoù a dremene hebiou d'ar Bed nevez betek an Indez ken e savas kevezerezh ouzh an Otomaned. Ouzhpenn-se e wanaas efedusted ar melestradurezh hag al lu dindan ren sultaned dinerzh. Koulskoude e chomas kreñv a-walch ar galloud otoman betek e c'hwitadenn en Emgann Vienna, e 1529, ar wech kentañ ma oa bet trec'het war zouar Europa.

Astenn ha barr he galloudusted (1453-1566)

kemmañ

Dindan ar sultan Selim II (1512-1520), hêr Mec'hmet II, alouber Kergustentin, e oe aloubet kalon broioù an Arabed ha mervent Europa hag e oe lakaet un harz d'ar Bersed renet gant Ismail I, diazezer tierniezh ar Safiourien, en emgann Chaldiran. Aloubet e oa ivez Egipt ha ar morlu otoman a renas war ar Mor Ru. E 1521, an heuliad, Suleiman a aloubas Serbia ha he c'hêrbenn Belgrad hag Hungaria ivez pa oa trec'h e 1526 goude Emgann Mohacs. E 1529 e lakaas ar seziz dirak Vienna, met ne c'hellas ket e arme gouzañv ar goañv hag e voe ret dezhañ kilañ. E 1535 e kemeras Baghdad diwar-goust ar Bersed hag a aloubas Mezopotamia ken e c'hellas kaout un digor war ar Pleg-mor arabat-ha-persat.

Ar galloud milourel pennañ war vor e teuas da vezañ ar morlu otoman dindan renoù Selim II ha Suleiman Veurdezus pa oa dindan urzhioù amiraled veur evel Barv Ruz pe Varvarossa, C'heir ed Din Pacha e anv ofisiel. Aloubet e oa Tuniz (1518) hag Aljeria. Pa oa Skarzhet Yuzevien ha Muzulmaned Bro-Spagn dindan pouez ar Goulennataerezh Santel ez ejont da chom war zouaroù an impalaeriezh, dreist-holl e Tessaloniki, e Kiprenez hag e Kergustentin.
A-drugarez d'un emglev gant Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall, e kemeras Barv Ruz Nisa diwar-goust an Impalaeriezh Santel hag e lakaas e flodad e goudor porzh Toulon e 1543. A-drugarez d'an emglev e c'halle roue Bro-C'hall ober kenwerzh gant an Durked gant telloù izel ha klask a rae gwanaat aotrouniezh Charlez V Aostria war Europa. Dre bolontez Bro-C'hall, Bro-Saoz hag an Izelvroioù e veze lakaet an impalaeriezh otoman da aktour politikel bras ar c'hevandir.

E-korf ar XVIvet kantved e kejas mestroniezh ar morlu otoman war ar Mor Kreizdouarel hag ar Pleg-mor arabat-ha-persat gant an dae a save diwar gresk ar galloudoù nevez war ar morioù, hini Portugal da gentañ. Evit ober tro an douaroù turk e klaskas ar galloudoù europat kavout hentoù nevez, hini ar seiz (e kreiz Azia) pe hini ar spisoù (o tont eus Meurvor Indez) a veze kontrolet gant ar Sultan.
Koll a reas an impalaeriezh e nerzhioù pa oa rediet ober ar brezel war div dalbenn en Europa hag e Persia ha tamm ha tamm ne c'hellas mui mirout ouzh kenwerzherien Europa d'ober tro Afrika ha da sachañ pinvidigezhioù Azia dre ar verdeerezh.

 
Eil seiz hag emgann Vienna e 1683

Ouzhpenn o strivoù evit kavout hentoù kenwerzh hag a dremene hebiou d'an tiriad otoman e veze broudet ar galloudoù europat war atiz ar Stadoù morel italiat, (Venezia e penn anezho) da lakaat galloud an impalaeriezh da zigreskiñ pa voent trec'h warnañ en emgann war vor Lepanto, e 1571. Ne c'hellas ket Suleyman I kemer Enez Valta e 1535 kennebeut.
Adalek fin ar XVIvet kantved ne c'hounezas ket mui an Durked otoman tiriadoù nevez hag ez eas war wanaat o levezon en Europa. An harz gant tiriadoù an Hasbourged a chomas en e lec'h daoust d'un nebeud emgannoù evit kemer un nebeud kreñvlec'hioù. Ne c'helle ket mui al lu otoman astenn e linennoù pourvezerezh pa veze ret dezhañ bezañ prest d'ober brezel war div dalbenn, hini Aostria hag hini Persia.
Dre forzh bezañ re virour e chomas a-dreñv d'al luioù all e-keñver modernaat an armadurioù tra ma kolle marc'hegiezh ar Sipahi hec'h efedusted. Izeloc'h e teuas da vezañ live an tutañ soudarded pa greske korf ar "Yeni Djeri" (Bagad nevez), hemañ eus ar barrekañ, met techet d'en em sevel alies ha da zibab ar sultan nevez e-doug ar XVIIvet kantved.

Pa oa bet degaset kementadoù bras a vetaloù prizius eus ar Bed Nevez (arc'hant, dreist-holl) gant ar Spagnoled e oa bet didalvoudekaet ar moneiz otoman hag e tiwanas ur monc'hwez gorrek ha diehan. Diwar ar c'hudennoù armerzhel-se e anadas emzalc'hioù er-maez al lezenn, emsavadegoù en Anatolia ha taolioù-stad renet gant ar "Yeni djeri" e-korf ar XVIIvet kantved.

Koulskoude e kas ar riez otoman an nerzh evit lakaat he frammoù politikel ha milourel da azazaat. Ar sultan brezelour, Murat IV, a adkemeras Yerevan (1635) ha Baghdad (1639) diwar-goust ar Bersed. Hemañ, avat, eo ar sultan diwezhañ a zo bet e penn e lu.
Koll a reas e warlec'hidi o c'hontroll war ar gouarnamant hag al lu hag ez eas ar galloud gwirion da liveoù all eus ar framm politikel evel tud an Harem pe, e-pad ur pennad, ar Vizir. Penn ar gouarnamant a yeas da Mehmet Köprülü, ur c'hilstourmer anezhañ ha d'e vab, bervet e benn un tamm hag e c'hellas an impalaeriezh, daoust da bouez divent ar vurokratiezh, tapout tiriadoù nevez e Kreta, Su Ukraina ha Podolia.

Diwar drec'h an Aostrianed hag ar Boloniaiz en Emgann Vienna (1683) e voe gwanaet galloud ar Sultan ken e oa ret dezhañ sinañ Feur-emglev Karlowitz e 1699. Lezel a rae d'an Impalaeriezh Santel: Treuzsilvania, Morea (Su Bro-C'hres) ha da Bolonia e leze Podolia. Digempouezet e voe an impalaeriezh otoman pa oa rediet anavezout an Impalaeriezh santel evel ur gostezenn wir.

Diskar an impalaeriezh

kemmañ

E daou amzervezh e vezer boas da zeskrivañ ar mare ma'z eas an impalaeriezh war-ziribin : mare ar sac'hadur (1699-1827) pa oa kollet darn eus tiriadoù ar C'hornôg adkemeret gant Aostria, ha pa chomas start a-walc'h koulskoude e roll politikel en Europa ha mare an diskar (1827-1908) pa gollas ar Sultan tiriadoù war pep harz ha pa gouezhas ar gouarnamant kreiz dindan dorn pennoù ar proviñsoù.

Flakadur ar vro hag adreizhadennoù (1699-1827)

kemmañ

E-pad ar prantad flakadur e tapas Aostria diframmañ kalz eus he ziriadoù er Balkanioù digant an impalaeriezh ha Rusia a gemeras lodennoù eus he ziriad ivez. Lodennoù eus an impalaeriezh a oa pell diouzh kalon ar Stad a zeuas da vezañ dizalc'h a anv hag a gouezhas dindan levezon Bro-C'hall (Aljeria) ha Breizh-Veur (Egipt). En XVIIIvet kantved, ar galloud kreizennet a oa betek neuze a oa gwanaet hag ar proviñsoù a oa renet gant o gouarnourien gant a bep seurt liveoù emrenerezh.

Ar prantad flakadur hir eus an impalaeriezh zo gwelet gant an istorourien evel ur maread adreizhadennoù c'hwitet. E lodenn ziwezhañ ar prantad-se e oa adreizhadennoù war dachenn an deskadurezh hag an deknologiezh, en o mesk diazezidigezh ensavadurioù deskadurezh uhel nevez evel Skol-Veur teknik Istanbul. Brud vras he doa ar skiantoù hag an deknologiezh ottoman e-doug ar grennamzer, da-heul ar c'henlakadur kaset da benn gant ar ouizieien ottoman eus an oberennoù klasel gant ar brederouriezh islamek hag ar matematik, hag a-drugarez da anaoudegezh dizoloadennoù sinaat evel ar poultr pe ar nadoz-vor tredanwarellek. E-doug ar prantad nevez avat e oa deuet an aergelc'h ar Stad da vezañ kilstourmer ha mirour. gwild ar skriverien a embannas e oa ar moullerezh un "ijinadenn eus an diaoul", ha kiriek e oant bet eus un dale 43 vloaz etre e ijinadenn gant Johannes Gutenberg en Europa e 1450 hag e implij er gevredigezh ottoman a-drugarez d'ar voullerezh diazezet e Kergustentin gant ur yuzev a orin eus Bro-Spagn e 1493. Kalz Yuzevien o doa divroet en impalaeriezh goude bezañ achapet kuit a-dre krabanoù ar goulennataerezh santel goude 1492.

Marevezh an tulipez (pe Lâle Devri e turkeg), a oa badezet evel-henn abalamour da garantez ar sultan Ahmet III evit ar bokedoù-se, a vez graet eus ren ar sultan-se. Etre 1718 ha 1730 e renas ar peoc'h er vro goude trec'h an Otomaned war Rusia e brezel 1712 hag ar feur-emglev sinet e Passarowitz .
Kregiñ reas an impalaeriezh da greñvaat mogeriadurioù ar c'hêrioù tost d'ar balkanioù a-benn bezañ difennet gwelloc'h a-enep ar Stadoù european. Adreizhadennoù all a oa lakaet e plas. En diabarzh e voe izelaet an tailhoù, ha strivet e oa da wellat brud ar melestradurezh a oa adkempennet. Harpet e oa an embregerezhioù hag ar postañ arc'hant prevez.

Kregiñ a reas ar strivoù da adreizhañ an arme ottoman gant ar Sultan Selim III (1789-1807) a reas ar c'hentañ strivoù bras a-benn modernaat al lu otoman hervez pennaennoù an armeoù europat, met diharpet e oa ar strivoù-se gant ar c'hostezennoù kilstourmer, hini an oulemaed evit lod ha dreist-holl hini ar "Yeni Djeri" ivez (ar janisared), a zifenne groñs o dreistgwirioù hag a enebe start ouzh ar c'hemmoù. Strivoù Selim a goustas dezhañ e dron hag e vuhez met digollet e voe en un doare mantrus ha gwadek gant e hêr, Mac'hmoud II, a lazherias korf ar janisared e 1826.

An diskar hag an nevesaat (1828-1908)

kemmañ

Klask a reas ar sultan Mahmut II mirout ouzh an impalaeriezh a vont war ziskar oc'h embann firman (gourc'hemenn) an Tanzimat (tanzimat = adkempenn) e 1839. Urzhiañ a reas ma vo kemmet an dilhad hag an lifreoù. Adframmet e oa ar melestradurezh ha renad perc'henniezh an douaroù. Broudet e oa an Durked d'ober evel ma rae Europiz e-keñver ar savouriezh hag an teknikoù.
Dibosubl e oe evit ar galloud turk chom a-blom gant ar riezoù all pa kreske muioc'h-muiañ o galloudoù koulskoude. E mare an Tanzimat e oe arnevezet ar bankoù, savet ul lu modernoc'h gant an tenn soudarded hollek ha kemmet ar c'horfou-micher da embregerezhioù.
Diasterioù armerzhel a chome pa ne c'helle ket mui an Durked bezañ dizleet diouzh ar bankoù europat ha dre-se ne c'hellent ket mui herzel ouzh gwask o enebourien. Prestet e oe Kiprenez da Vreizh-Veur e 1878 evit kaout grasoù ar Saozon e Kendalc'h Berlin p'o doa bet trec'het an Otomaned gant Rusia er bloaz a-raok.
Ur politikerezh emglevioù graet tro-ha-tro gant ar riezoù all e oe rediet ar sultan sevel diouzh an amzer. E-giz-se e asantas an Durked en em unaniñ gant Bro-C'hall, Breizh-Veur hag an Izelvroioù evit brezeliñ ouzh Rusia e-pad Brezel Krimea (1854-1855).

En [[XIXvet kantved]] e teuas war wel luskad ar vroadelouriezh hag e tizhas tiriadoù europat an impalaeriezh er Balkanoù hag ar bet-priñselezhioù tro-dro d'an Danav. Gwasket e oa ar riez turk etre an dezev aloubiñ o doa e amezeien hag goulennoù broadel an diabarzh hag e veze soutenet an eil gant ar re gentañ peurvuiañ. Evit ar sujidi turk otoman e veze diaes kompren eus ar pezh a oa kiriek politikerezh ar galloud kreiz : ma ne yae ket mat en-dro ar vro, daoust hag eñ e teue eus an diabarzh pe eus an diavaez?

E 1875 ec'h embannas Serbia, Montenegro, Bosnia, Bulgaria, Valakia ha Moldova o dizalc'htedoù. Pa yeas Rusia da vrezel evit o difenn e oe trec'het al lu otoman hag e chomas dizalc'h Serbia, Roumania ha Montenegro diwar ar feurioù-emglev sinet e San Stefano hag e Berlin e 1878.

 
Digoridigezh an dael otoman kentañ, 1876

E 1876 e krogas Marevezh ar Bonreizh kentañ (Birinci Meşrûtiyet Devri e turkeg), met ne badas ket ar gournamant bonreizhel. Un taol-stad a oe graet e 1876 dindan levezon luskad an adkempennerien a veze graet an Otomaned yaouank eus outo. Rediet e voe Abdülaziz da lezel e dron d'e vreur Murat V, met hemañ, ur pennfoll anezhañ, ne renas nemet 3 miz.

Ul lusk a oa bet roet d'an otomanouriez, ideologiezh an Otomaned yaouank hag ne c'hellas ket ar sultan nevez, Abdülhamit II, nac'hañ ma vo staliet un unpenniezh bonreizhel. Embannet e vo ar bonreizh (Kanûn-ı Esâsî e turkeg), met ne badas ket ar pleustr muioc'h eget daou vloaz. Lesanvet e veze "Den klañv Europa" an impalaeriezh, met ne davee ket an dra d'ar stad armerzhel a veze gwelloc'h-gwellañ, met d'an distok sevenadurel ha frammadurel a chome.

Dispennadur

kemmañ
 
Manifestadeg e karter Sultanahmet e Istanbul, 1908

E 1908, emsavadegoù er Balkanoù a lakaas galloud ar sultan Abdulhamid II da wanaat ken e tleas adlakaat e pleustr bonreizh 1876 dindan gwask ul luskad politikel nevez ha ledan, an Durked yaouank (Jön Türkler e turkeg), ken ez eus bet un Eil Marevezh bonreizhel ('Ikiinci Meşrûtiyet Devri e turkeg). Renet e oe aferioù ar riez gant Kengor Unaniezh hag Araokadur ( İttihâd ve Terakkî Cemiyeti e turkeg).

E 1912 e tarzhas Brezelioù ar Balkanoù p'en doa aloubet Libia al lu italiat e 1911. E Mae 1912 e stalias ar riezoù dizalc'h nevez, Serbia, ha Bulgaria feurioù-emglev gant Bro-C'hres evit lakaat an arigrap war Albania, Makedonia ha Trakia.
Brezel kentañ ar Balkanoù a darzhas diwar ar feur-emglev etre Serbia ha Bulgaria a glaske rannañ Makedonia etrezo. Koll a reas tiriadoù zo an impalaeriezh, met e teuas sachoù-blev etre ar riezoù unanet ken e adtapas anezho e-pad Eil Vrezel ar Balkanoù.
Mont a reas da vrezeliñ ouzh Serbia ar gouarnamant otoman pa oa bet dismegañset ganti.
Ne veze ket an impalaeriezh otoman ezel "Unaniezh an Triad", met dre ma oa daeet gant Serbia goude Gwalldaol Sarajevo ez eas da vrezeliñ ouzh Rusia, diwaller Serbia hag e kemeras perzh er Brezel-bed kentañ. E derou ar brezel eo bet gouest bezañ trec'h war ar Rusianed, ar Vreizhveuriz ha ar C'hallaoued, al lu renet gant pennoù turk nevez hag ofiserien alaman en Dardanelloù (strizh-mor Çanakkale) hag e Kut, met ne c'helljod ket lakaat un harp d'ar Rusianed er C'haokaz ha diskaret an nerzh rusian goude Dispac'h 27 a viz Here 1917 ez eas da goll koulskoude ar veli durk e Mezopotamia hag Arabia diwar atiz an Emsavadeg arab skoazellet gant al lu breizhveuriat (Baghdad aloubet gantañ e 1917). Pa oe gouest an Durked aloubiñ Azerbaidjan e tlejod kannañ ouzh harzherezh an Armenianed o chom e Proviñs Van o doa krouet ur gouarnamant e miz Mae 1915. Rebechiñ a reas d'an Armenianed ar gouarnamant turk bezañ liammet gant an enebour rusian a aloube er mare-se reter Armenia. Bezen Armenia ha strolladoù soudarded armenian a-youl-vat a gemeras an armoù betek ma vo savet e dibenn 1917 Republik demokratel Armenia gouarnet gant Kevre dispac'hel Armenia.
D'ar 24 a viz Ebrel e embannas, ministr an Aferioù diabarzh, Talat Pacha, ma vo harzet pep ezel eus Kevre dispac'hel Armenia ha kaset o familhoù pelloc'h er Su, da lavaret eo e Siria. Jedet eo bet gant darnvuiañ an istorourien eo bet lazhet pe lakaet da vervel war-dro 1 milion hanter Armenianed e-korf ar brezel, nannsoudarded peurvuiañ. Termenet e vez gant meur a skolveuriad evel ur gouennlazhadeg hag an hini kentañ er XXvet kantved. Koulkskoude eo bet nac'het gant pep a gouarnamant ez eus bet ur gouennlazhadeg. Pouezañ a reont war ar perzh m'o dije kemeret e lazhadegoù Armenianed aozadurioù turk dilezenn pe ar Gurded. Ouzhpenn-se e vije marvet lod an Armenianed forbannet pa oa izel o stad diwar ar brezel ha e vije marvet miliadoù ha miliadoù muzulmaned e dirollerezh an emgannoù diabarzh.
Goude arsav-brezel Mudros hag feur-emglev Sèvres e tivizas kevredidi drec'hour Emglev an Triad ma vo lodennet an impalaeriezh otoman ken ne vije ket mui ur galloud turk. Bro-C'hres a veze da resev aod ar Mor Egaios, Italia aod ar Su war ar Mor Kreizdouarel, Breizh-Veur ha Bro-C'hall ur c'hefridi evit merañ an tiriadoù arabek hag e veze da staliañ un Armenia hag ur C'hurdistan bras awalc'h pa vije bet an daou strizh-mor hag Istanbul dindan ur veli vroadel.
E 1923, Feur-emglev Lausanne a gadarnaas kefridioù Breizh-Veur ha Bro-C'hall, met e oe nullet raktres lodenniñ Anatolia abalamour da vrezel Dizalc'hidigezh Turkia.

Diwar garventez an divizoù a-enep ar galloud turk e savas Luskad Broadel Turkia renet gant Mustafa Kemal Atatürk evit lakaat an Durked da skarzhañ ar Gevredidi. D'an 23 a viz Ebrel 1920, Ensavadur Luskad Broadel Turkia a vodas e Ankara evit sevel Bodadeg Broadel Bras (Büyük Millet Meclisi). Al lu nevez, Lu ar Bobl, a skarzhas an nerzhioù breizhveuriat, gall hag italiat kuit. Adkemer kontroll a reas ar strizhoù-mor an Durked ha pa 'z aloubjod Kergustentin e tisklêrjod ne oa ket mui a impalaerezh d'an 1 a viz Du 1922.
Dre Feur-Emglev Lausanne (29 a viz Here 1923) eo bet krouet Republik Turkia ez-ofisiel. Forbannet ha kaset en harlu e oe bet ar sultan diwezhañ, Mehmet VI Vahdettin (1918-1922) gant e familh hag e goskor nesañ. D'an 3 a viz Meurz 1924 e oe disklêriet ne oa ket mui a galifiezh (pennaen ar c'halif o ren ar feizidi muzulman). Hanter-kant bloaz goude e asantas Bodadeg Broadel bras Turkia ma vo roet keodedouriezh Turkia da Ertuğrul Osman V, diskennad ar sultan Mehmet V.

Aozadur ar Stad

kemmañ

Pa vez dave d'ar stad otoman e veze kaoz eus an "Nor gaerrañ" (Bâb-ı Âlî e turkeg hag arabeg). Houmañ a zo unan eus palez Topkapı, an hini nemeti a veze digoret d'an estrenien, ar gannadourien estren en o zouezh.

 
Burokratiezh otoman

Barregezhioù an holl a veze implijet gant melestradur ar riez otoman.

E kemm gant meur a riez e oa laouen an impalaeriezh otoman implijout er melestradurezh ar Gresianed (hag ar gristenien all), ar Yuzevien koulz hag ar Vuzulmaned. Pa kreskas buan-tre gorre an tiriadoù e oe ezhomm bras eus barregezhioù Gresianed ar Fanar (karter e kreiz Kergustentin), an Armenianed, ar Serbed, ar Vosnied hag an Hungariz ha meur a bobl all. Gwelet e vez sklaer dre ma oa ar gresianeg, yezh an diplomatiezh e derou an impalaeriezh.
Klasket e veze da gentañ kontrolliñ ar belegoù hag ar gloer evel e rae an impalaerien vizantat. Miret eo bet an dalc'helezh turk levezonet gant amzer ar c'hantreal. Gant hengounioù degaset eus Iran e veze staliet pennaennoù ar Justis. Da skouere veze al lezioù-barn kadoriet gant ur kadi gopret gant melestradurezh ar Sultan war eeun. Dre vras, un meskaj hengounioù ha pleustroù, niverus o orinoù, a veze implijet er melestradur otoman.

En derou, ne glaskas ket an Otomaned korvoiñ hervez ur program pinvidigezhioù armerzhel an impalaeriezh pa vezent kentoc'h melestrerien. Reolet e veze ar prizioù hag ar pourveziñ evit ma chom stabil ar gevredigezh ha sammad an tailhoù ouzhpenn. Biskoazh n'eo bet klasket kreskiñ ar produadur d'al live uhellañ hag e veze ar c'henwerzh e dornioù an nann-muzulmaned evit an darnvuiañ. Pal ar riez ne oa ket armerzhel, met relijiel, da lavaret eo difenn ha ledanaat douaroù ar Vuzulmaned en ur c'hlask kaout harzoù e peoc'h. War an holl e veze roet ar priz uhelañ da reizhded ar relijion Sunni ha da bri an dinastiez.

Tiegezh Osman

kemmañ

Ne oa nemet ur rener en impalaeriezh, ar Sultan, anvet ar Padichah (Aotrou ar roueed) ha pa ne vez ket an holl traou en e dorn. Arouez ha enkorfadur ar gouarnamant e oa.

Ur bennaen e oa evit dibab ar sultaned : e tlefe unan eus mibien ar Sultan aet d'an Anaon bezañ e warlec'hiad. Mibien ar sultanez a veze war ar renk kentañ ha e veze roet un deskadurezh a-zoare d'ar mab, en doa diskouzet e varregezhioù diwar goust ar re nebeut donezonet.

Koulskoude eo bet c'hoarvezet unneg gwech m'eo bet didronet ar Sultan, met kreñv eo chomet an tierniezh e-doug an hir a prantad m'eo bet o ren (9 kantved) pa n'eus ket bet nemet daou daol-arnod evit he diwriziennañ.

Harem ar Sultan

kemmañ

Unan eus ar galloudoù ma rene lodenn aferioù an impalaeriezh eo bet an Harem Impalaeriel Otoman, da lavaret eo gwragez ha lesgrwagez ar sultan hag ar re a rae war-dro. Penn an harem e oa ar sultanez "Valide", anvet ivez Baş Kadın (Penn Itron), mamm ar sultan o ren. Ur renk uhel a oa dezhañ e lez an impalaeriezh ha meur a wech e reas perzh gant politikerezh kreiz ar riez unan anezho Er XVIvet hag er XVIIvet kantved e c'hounezas mammoù ar sultaned ur c'hontroll ledan war an aferioù ken e vez anvet ar prantad "Sultanad ar vaouezed" (Kadınlar Saltanatı).

Un aozadur dibar e oa d'an Harem hag reolennoù diabarzh resis. Dindan ar sultanez Valide e oa ar sultanez Haseki, houmañ mamm da vab henañ ar Sultan pa oa hemañ ar warlec'hiad gwirheñvel. Ar peder wreg ofisiel all, anvet Haseki Kadın, a zeue goude. An eiz lezgwreg ofisiel (ikbâls pe hâs odalık) en doa ar renk izelloc'h gant al lezgwragez all (gözde).
Goude-se e teue lezgwragez pennoù bras al lez hag an deskardezed, ar merc'hed yaouank prest da vezañ dimezet en o zouezh.

Skolioù ar palezioù

kemmañ

E skolioù ar palezioù e veze stummet paotred yaouank kristen (Devşirme) kemeret evel un truaj er broioù kristen aloubet. Tri balez a oa gant ur skol enno, hini Edirne (bet kêr-benn a-raok 1453), hini Galata ("Galatasaray(ı)") e Kergustentin ha hini Ibrahim Pacha e Kergustentin ivez.
Goude seizh bloaz o studiañ e veze prest ar baotred bezañ sekretourien pennoù bras pe ofiserien er marc'hegezh pe e lu ar Yeni Ceri. Ar re wellañ a veze roet renkoù uhel e melestradurezh ar riez e Palez Topkapi (Topkapısarayı).

An Divan (Kuzul ar sultan) hag ar gouarnamant

kemmañ

Gouarnet e oa an impalaeriezh gant kuzul ar sultan, an Divan, hag e veze anvet ar gouarnamant evel-se. Aze e veze kemeret disentezioù pouezusañ (firmân-ioù) dindan dreistelezh ar Sultan. En Divan e veze daeloù war kondu an impalaeriezh hep ma oa ezvezant ar Sultan. Kaset eo keloù war alioù an Divan d'ar Sultan gant ar Pennvizir ha hennez ne oa ket rediet heuliañ alioù e guzulierien. Tri vizir a zo bet ezel ar Divan eus ar [[XIVvet kantved]] betek ar [[XVIIvet kantved]] ha goude-se unneg, met pevar, ar re-se Vizired ar Volz-to, a oa ar re bennañ asamblez gant ar Penn Vizir.

E derou ar riez otoman, pa ne oa nemet ur "beylik" en em vode en Divan tud koshañ ar meuriad, met tamm ha tamm e teuas pennoù bras politikel, relijiel ha milourel hag e vez graet eus ar guzulierien ar vizired. Goude 1320 e oa anvet ur Penn Vizir (pe "Sadrazam") karget seveniñ atebegezhioù ar Sultan e gwezhioù zo. Pa veze lavaret eus an "Nor dispar-kenañ" e veze kaoz eus dor palez ar Penn Vizir evit daveiñ d'ar gouarnamant en e bezh. Kannadourien ar broioù estren a veze degemeret er palez-se gant ar sultan.
C'hoarvezet eo bet m'eo bet aotrouniezh ar Penn Vizir ingal da hini ar sultan ha gwezhigoù zo kreñvoc'h.

Goude Dispac'h an Durked yaouank e 1908 ez eas an impalaeriezh otoman da vezañ un unpenniezh bonreizhel ha ne oa ket mui un organ-erounit. En Dael e veze dileuridi ar proviñsoù.

Pa oa an impalaeriezh e barr ar galloudegezh a oa 29 proviñs ennañ, mui div priñselezh truajer, Moldova, Treuzsilvania ha Valakia.

Kevredigezh

kemmañ

Mirout a unaniezh e-keñver ar galloud ha pa veze pobloù ken disheñvel dindan e veli a zo bet unan eus an taolioù-kaer graet gant an impalaer otoman. Dre e nerzh milourel evit abafiñ ha kontroll strizh an tiriadoù nevez aloubet eo bet kaset da benn ar c'hendelc'her.
Hervez pennaennoù an islam e-keñver gwarez an dud o doa ur relijion pe kristen pe yuzev e veze lezet lezet pobloù al Levr ((Ahl al-Kitâb) er C'horan) aozañ o buhez e peoc'h gant m'o doa paet o zailhoù ha asantet da renk kentañ roet d'ar vuzulmaned, ar re-se ar bihanniver.
Ken abret eget ren Mehmet II eo bet roet gwirioù a-bouez d'ar Gresianed hag e klaskas an Otomaned sachañ ar Yuzevien ma teuint da chom war o ziriadoù.

Keal ar vroad

kemmañ

Pep a gumuniezh relijiel en doa droad sevel e "millet" dezhi hag e c'helle mirout he hengounioù, he stuzegezhioù,h e yezhoù dindan gwaez hollek ar sultan. Pennoù ar "milletoù" a oa pennoù relijiel o doa ur roll politikel ivez ken e vezent prest da virout o galloudoù ha servijout an impalaeriezh evit-se. E-pad kantvedoù e chomas kreñv an impalaeriezh dre m'en doa diskouezet e oa prest da gouzañviñ an diforc'hioù broadel. Met, pa teuas ar vroadelouriezh da greskiñ, ne c'hellas ket sevel un harz outi hag ez eas da get ha p'en deus esaet en azazaat dre an unpenniezh bonnreizhel e dibenn an XIXvet kantved hag e penn an XXvet kantved.
Koll a reas buan perzhioù an Durked seldjoukour an d-tierniezh hag ar re-se a oe beuzet dre an euredoù gant pobloù all, met ur skouer istorel a-bouez eo p'en deus an Durked kantreer kavet ur sistem kevredigezhel a deuze energiezhioù an holl bobloù evit mad an impalaeriezh.

N'o doa ket an Durked kantreer sklaved pa oent e kreiz Azia. Hervez ar charia, lezenn relijiel ar Vuzulmaned, ne oa ket aotreet lakaat un den e sklavelezh pa oa heñvel an holl dud : un ene zo bet roet da bep den gant Allah - Koran 49 - 3). Ne asante ket an Otomaned d'ar sklavelezh, met lezet o deus ar pobloù o doa sklaved mirout anezho. Pa en em dro sklav pe sklav ouzh an islam e vez dishualet. Pa veze lavaret d'ur muzulman e oa ur mestr sklaved e c'helle bezañ fuloret.

Evit gwir e oa implijet ar sklaved e-barzh ar savadurioù hag e veze kemeret da geñver kerc'hadennoù en tu all d'an harzoù. Darn vuiañ ar sklaved a veze implijet ever galeourien o roeñvat war ar galeoù o deus degaset ar spont war riblennoù broioù kristen er Mor Kreizdouarel er XVIvet hag er XVIIvet kantved.

Pa oa sklaved er C'haokaz, sklaved o labourat er maezioù a veze kaset gant ar Girkasianed pa oa deuet tre an impalaeriezh goude 1864 e Roumania hag e Roumelia (Norzh Bro-C'hres). Pa savas bec'h etre ar Girkasianed hag an aotrouniezh otoman, hemañ a yeas da reiñ skoazell d'ar sklaved.

Sevenadur

kemmañ
 
Park e Istanbul

Pa oa liesseurt an dud a veve dindan beli an otomaned eo diaes termeniñ ur sevenadur otoman. Marteze e c'heller komz eus ur sevenadur turk-hag-otoman, ur sevenadur gresian-hag-otoman, ur sevenadur armenian-hag-otoman ha meur a re all, met ur seurt teuzadur a oa bet gant ar pennoù bras ha pa veze orinoù broadel ha relijiel liesseurt-tre dezho. An etredimez a zo bet o c'hoari ivez.

Pa dremenas an Durked oghouz a-dreuz Persia e voent levezonet gant meur a berzh eus ar sevenadur iranat. Goude kemeridigezh Kergustentin ez eas e-barzh buhez an impalaeriezh meur stuzegezh gresian da gentañ hag europat da-c'houde, keit ha m'en em ledane ar galloud otoman e kreiz Europa.

Dre vras e veze liessevenadurel savboent an Otomaned hag e c'heller soñjal eo bet ar perzh dibar-mañ a lakaas anezhañ da dreistvevañ e-touez broioù ar Grennamzer ne vezent evit gouzañviñ re a soñjoù disheñvel. Eus an amzer ma veze an Durked o kantreal eo deuet o spered tolerañs.
Diouzh ar spered-se eo bet savet ar sistem lezennel gant lezioù-barn evit pep kumuniezh hag ar gouarnerien kazi emren ivez.

Savouriezh

kemmañ
 
plan Hamam Bey e Thessaloniki, 1444

Savouriezh an Otomaned a zo bet levezoned gant savouriezh an Seldjoukourien, savouriezh ar Bersed, savouriezh ar Vizantiz savouriezh ar Gresianed ha savouriezh islamek, met e tapas perzhioù dezhi-he-unan. E-pad an amzervezh 1300-1453, ur c'hlask war mennozhioù nevez a zo bet hag ne c'hoarvezas an tarzh nemet pa yeas an impalaeriezh ga greskiñ ha da bindivikaat. Etre 1453 ha 1600 e tiorroas an arz otoman en e stumm klasel, met e kollas an awen-se e-pas Oad an Tulbennoù (1699-1827) pa levezon ar stiloù kinkladur troidellus europat (barocco, rococo), a dizhas an impalaeriezh asamblez gant meur a stil all.
Disemglevioù zo bet evit renkañ an arz turk en e blas en arz islamek. Hemañ n'eo ket diwanet eus netra pa zo bet e broioù m'eo bet diorroet arzoù koshoc'h e Siria ar Gristenien gozh ha Persia ar Sasanourien. Gant meskaj elfennoù arab, persat ha turk eo bet krouet ar pezh a zo anvet an arz islamek ha n'eus ket moian dispartiañ an Durked eus krouidigezh an arz-se p'o deus savet pe renet an holl riezoù m'eo bet o tiorreiñ enno.

Er c'hontrol eo bet levezonoù deuet a-bell, evel hini ar Voudaegezh war vez Ismael ar Samanour e Boukhara hag dreist-holl hini an arz sasanour pa save temploù evit azeuliñ an tan. Evit gwir, ar volz-toenn ha meur a elfenn savouriezh a zeu eus ar Sasanourien.

Strivoù bras a zo bet graet evit reiñ ur stumm savouriezhel ha kinkladurioù eus ar c'hoantañ d'ar moskeennnoù pa vezent-int kreiz ar vuhez lec'hel. Kavet e vez savadurioù eus ar priziusañ e-touezh ar merdersaed, an ospitalioù, an hamammoù hag ar bezioù.

Estreged brasañ kêrioù Turkia evel Edirne hag Istanbul ez eus skouerioù kaer-tre ar savouriezh otoman e Aljeria, Egipt, Tunizia, broioù ar Balkanoù ha Hungaria e-lec'h m'eo bet savet moskeennoù, pontoù, feunteunioù ha skolioù e-leizh.

Kêrioù-penn ar proviñsoù

kemmañ

Kêrioù-penn ar proviñsoù, kreizennoù ar galloud otoman, o deus bet stummet hervez levezon ar stuzegezh otoman. Drevezet e veze boazioù al lez otoman, met o ferzhioù a lakae war wel diforc'hioù en impalaeriezh.
Hiziv e chom roudoù ar stuzegezh otoman e metropolennoù evel Sarajevo, Skopje, Tessaloniki, Damask, Baghdad, Beirout, Yeruzalem ha Mekka.

Sell ivez ouzh Turkeg ha Turkeg otoman
Pa veze liesvroadek an impalaeriezh, liesyezhek e veze ivez ha diouzh e tenne barregezhioù dibar. Pep broad pe strollad sokial pe relijiel hag en doa e yezh dezhañ a veze rediet komz ur yezh all pe vuioc'h evit eskemm gant e amezeien. Er c'herioù e ouie an dud meur a yezh, o yezh hag ar yezhoù ar muiañ priziet e liveoù uhel ha lennek ar gevredigezh, an turkeg, ar perseg hag an arabeg (ar yezh-se gant ar vuzulmaned d'an aliesañ). Er skolioù evit ar pennoù bras e veze graet an deskadurezh e galleg hag ar saozneg ken en em ledane ar yezhoù-se er bobl e dibenn an impalaeriezh. Koulskoude er mare-se e kreske goustadig implij an turkeg pa chome ar perseg yezh al lennegezh hag an arabeg, yezh ar relijion muzulman.

Turkeg an Otomaned a veze levezonet bras gant an arabeg hag ar perseg, met ne vezent ket implijet kenstur, rak, e yezh ar burevioù melestradurel e veze silet meur a ger arabek pe bersek en ur framm yezhadurel turkek hag e veze digomprenus da nep n'en doa ket desket an div yezh. Rediet e oa turkegerien ar bobl implij jubennourien evit kas skridoù d'ar melestradurezh.

Deskiñ ar sonerezh a veze lod ar vegenn ha meur a sultan o deus bet sonerien ha sonaozourien eus an dibab, Selim II en o zouezh pa vez c'hoariet e sonaozadurioù c'hoazh. Un troc'h a zo bet koulskoude etre ar sonerezh klasel a vourre tud uhel ar c'hêr-benn hag ar sonerezh hengounel liesseurt a veze aozet ha c'hoariet e lec'h all.

Gant teir sonerezh, an hini vizantat, an hini bersat hag an hini arab eo bet levezonet ar sonerezh otoman klasel. hag e vez aozet war unanennoù ritm, usul o anv, heñvel a-walc'h ouzh metr ar sonerezh kornogel ha war unanennoù kerzenn, makam o anv, heñvel a-walc'h ouzh ar moz kornogel. Ar biñvioù-seniñ ar muiañ implijet a zo ar re hengoul e Anatolia ha kreiz Azia, da lavaret eo ar saz, ar baglama, ar "kemendje" (turkeg kemence) asamblez gant ar re a zo boutin er Reter-Nesañ evel an oud, an tanbur (ur seurt taboulin), ar C'hanunikanun hag an ney. Violoñs ha piano a zo deuet pelloc'h.

Er proviñsoù e veze meur a stil (pleusk) hervez ar broioù : Balkanoù ha Turkus Trakia, Turkus ar Biz (Laz), Turkus ar Mor Egaios, Turkus kreiz Anatolia, Turkus Reter Anatolia ha Turkus ar C'haokaz. Ne oa ket ket eus ar sonerezh hengounel e Istanbul, bro ar sonerezh klasel otoman.

Lez ar Sultan

kemmañ

E palez Topkapi e oa palez bras ar sultan (Topkapısarayı), ar pezh a veze anvet saray e turkeg ha fr:sérail e galleg hag aze e veze al lez. An harem a oa ul lodenn eus ar palez difennet d'ar wazed, nemet ar sultan hag an dizheion. E lez ar sultan en em tiorroas ar pezh a veze graet ar stuzegezh otoman eus outi. Evit pignat da enorioù uhelañ e tlefe al lesaourien pleustriñ warni ha bezañ gouest komz an teir yezh pennann an turkeg otoman, ar perseg hag an arabeg. Ret e vefe gouzout penaos ober en degouezhioù pennañ : tal ar sultan ha pa veze lidoù ofisiel pe relijiel.
Dre anr stuzegezh otoman e veze dispartiet an noblañs eus ar re all. Otomaned e veze graet eus an dudjentil pa veze graet an Durked, nemet eus an dud turkek o chom er maezioù.

Pa komzer eus ar c'heginerezh otoman e vez anv eus an hini a oa fardet e Istanbul. Gant keginerien ar Sultan hag an aotrouien en o falezioù e veze ijinet ha fardet meuzioù nevez, darn anezho graet gant danvezioù ha temzoù-boued degaset eus rannvroioù pell. Keginerezh ar palez impalaerel hag hini ar pachaed a c'hellfe bezañ anavezet gant ar bobl e degouezhioù'zo evel gouelioù ar Ramadan. E kêrioù-penn ar proviñsoù e veze graet ar c'heginerezh diwar an hengounioù lec'hel.
E palezioù bihan graet e prenn (yali ar bachaed = ti-prenn an aotrouien) war riblennoù ar Bosfor e veze servijet banvezioù e-lec'h e veze arnodet meur a rekipe nevez.

Relijion

kemmañ

Goude kemeridigezh Kergustentin, ne gredas ket ar Sultan Mehmet II diskar an Iliz reizhkredennour gresian, an uheldad ar muiañ enoret en he fenn. Er c'hontrol e lakaas anezhañ da "etnarkos" ar C'hresianed, da lavaret eo evel penn politikel ha relijiel "Millet ar Roum" ("broad pe gumuniezh ar Romaned") gant un truaj da baeañ evit ma vefe anavezet beli ar Sultan ganto. Er Millet-se e veze bodet an holl reizhkredennourien a anaveze aotrouniezh uheldad Kergustentin ha forzh peseurt orin etnikel a veze dezho. Sistem ar Millet a veze evit pep feizad nann-muzulman hag int ne vezent ket sujet d'al lezenn vuzulman. Lezennoù lakaet e pleustr evit ar reizhkredennourien a veze hini an impalaeriezh vizantat, da lavaret eo Kod Justinian ([[5vet kantved]]). Millet ar reizhkredennourien a oa bet roet dezhañ gwirioù ledanañ e tachennoù ar c'henwerzh hag ar politikerezh o vezañ ma oa an hini niverusañ. Koulskoude e paee an nann-vuzulmunaned tailhoù uhelañ.
Millet ar Yuzevien a oa dindan aotrouniezh an "Hac'ham bachi" pe "ar Rabbi otoman". Dindan aotrouniezh o eskibien e veze an Armenianed ha meur a gumuniezh relijiel. An holl a veze graet an Dhimmi eus outo.