Islam sunnit
An islam sunnit eo ar rann bennañ eus an islam, ar relijion vuzulman. Etre 87% ha 90% eus ar vuzulmaned a zo sunnited anezho. Laret e vez eus ar froud krediñ-se ez eo ur reizh kredenn eus an Islam.
An diforc'h pennañ a zo etre ar froudoù krediñ islamek a zo an doare da gompren ar relijion islamek met en ur implij ar memes mammennoù evit skrivañ ha lakaat da dalvezout ar gwir muzulman.
Graet e vez en arabeg eus kredourien ar red Sunnit gant ahl as-sunnah wa l-jamāʻah (arabeg: أهل السنة والجماعة) "Pobl hengoun Mohammed hag emglev an oumah", a-wechoù berraet en ahl as-sunnah (arabeg:أهل السنة).
Graet e vez Islam sunnit eus ar gredenn, sunnited pe muzulmaned sunnit eus ar gredourien. An islam sunnit a zo an eil ensavadur relijiel er bed goude ar gristeniezh hag ar red krediñ gant ar brasañ niver a gredourien dre ar bed a-bez.
Ar ger "sunni" a teufe eus ar ger Sunnah (arabeg: سنة) o tont eus komzoù hag oebrioù ar profed islamek Mohammed evel testenniet en hadith (arabeg: حديث).
Orin
kemmañSunnī (arabeg klasel: سُنِّي /ˈsunniː/) anvet a-boaz Sunnīism a teufe eus ar ger sunnah (سُنَّة /ˈsunna/, liester سُنَن sunan /ˈsunan/) o talvezout "boaz", "pleustr boaz", "kustum", "hengoun".
Ar vuzulmaned a implij ar ger-se evit ober menneg eus komzoù ha boazioù-bevañ ar profed Mahommed. Gant un doare klok ar skourr-se eus an Islam a vez anvet "Ahl al-Sunnah wal Jamaah" ("Pobl ar Sunnah hag ar gumuniezh").
Gouelioù dibar sunni
kemmañDaoù lid pe gouel relijiel dibar d'ar re sunni nemetken a zo:
- Aïd al-Ad'ha: Gouel an aberzh, e-pad devezhioù an Hadj (piric'hinaj e Meka hag e menez Arafat). Lidañ a ra ivez buhez hag aberzh Ibrahim (Abraham). Lidet ez eo d'an 10 miz Dhou al-hijja (miz diwezhañ an deiziataer muzulman).
- Aïd al-Fitr: Lid fin ar c'hoareiz islamek, gouel fin ar ramadan. Lidet ez eo kentañ devezh loar miz chawwal hervez hini ar ramadan.
Lidoù all a zo evel re:
Ar re-se a zegas tabut bras er gumuniezh sunni dre ma n'int ket liammet gant mammennoù diaz an islam. Ouzhpenn da-se e vez lakaet war-raok tra ma vijen digarezhioù d'ar fest ha n'eo ket mui d'ul lid relijiel.