Islam chiit
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An islam chiit pe chiitiezh (arabeg: شيعة; perseg: شیعه) a zo un doare berr evit Shī'at 'Ali ("kostezenn 'Ali"). Ar vuzulmaned chiit a gred e kelennadurezh familh ar profet Mohammed, a reont Ahl al-Bayt anezhi. Diskibien int eta da diegezh Muhammad hag Ali ibn Abi Talib (an Imam Ali). Soñjal a ra d'ar chiited n’o deus bet an tri c'halif sunnit kentañ pouez ebet evit bezañ kaset war-raok ar feiz vuzulman.
Evel an islam sunnit eo bet rannet an islam chiit e meur a duad, met tri skourr kalz dreist d'ar reoù all a zo bremañ. Ar re anavezetañ hag ar re niverusañ eo an daouzekveded (Ithnāˤashariyya) (war-dro 80%), ar reoù all eo an ismaelianed hag ar zaiddiyahed. Diouzh o zu, an alawited hag an druzed a lavar ez int chiited, met n'emañ ket a-du an darn vras eus ar chiited gant an dra-mañ.
Ar chiited er bed
kemmañWar-dro 15% eus ar vuzulmaned a zo chiited.
Broioù m'eo ar chiited ar muiañniver
kemmañ- Iran (89%) (relijion ofisiel)
- Azerbaidjan (85%)
- Bahrein (70%)
- Iraq (50%)
Broioù m'eo ar chiited an niverusañ eus ar vuzulmaned
kemmañ- Liban (35% a chiited ha 8% a zruzed; ar muiañ eus ar vuzulmaned ez int)
Broioù m'int ar bihanniver
kemmañ- Yemen (40%) (zaiddiyahed)
- Turkia (30%)
- Siria (22% a alawited ha druzed)
- Koweit (20%)
- Pakistan (20%)
- Afghanistan (16%)
- Emirelezhioù Arab Unanet (12%)
- Arabia Saoudat (6%)
- Qatar (5%)