Diplomatiezh (eus ar Gresianeg δίπλωμα "Restr ofisiel a ro un dreist-gwir") a vez graet eus an obererezhioù marc'hata etre kannaded Stadoù. Gwelet e vez evel un arz dre live uhel lod kannaded e-pad istor Mab-den a zeuas a-benn da marc'hata padal ar saviad a seblante diziskoulm.

An aliesañ diplomatiezh a ra anv a-live etrebroadel, kaoz a vez eus ur sturiañ kendarempred etrebroadel. Kaset e vez da benn an diplomatiezh dre eskemmoù etre tud arbenikaet d'an diplomatiezh war tachennoù lies evel: arsavioù-brezel, feur-emglevioù kenwerzh, brezel, sevenadurel, endro, ha Gwirioù Mab-den. Evit ar feur emglevioù etrebroadel darn an amzer e vez kevraouet anezho da gentañ gant kannaded an tuioù engouestlet ha goude-se e vezont sinet gant politkiourien ar vroioù. Gant ur sell pobl an diplomatiezh a vez ar fed da c'hounez traoù dre ur marc'hata kengrad d'an daou du.

Unan eus damkanadennoù koshañ an diplomatiezh a vez kavet er 6vet kantved gant levr ha soñjoù Sun Tzu, skrivagner Arz ar brezel. En ur vevañ e-pad mare ar rouantelezhioù brezelour o welet an dinastiezh Zhou o koll galloud war e sujidi hag a sav ar soñj eno da zont da vezañ mestr e-plas ar re Zouh, e savas ar soñj e Sun Tzu e oa erruet seurt darvoudoù dre ar vank a labour war an diplomatiezh. Hervezañ an hini a vez mailh war an dachenn-se a c'hell dont da vezañ mestr war ar vro ha da zerc'hel e blas. Evit Sun Tzu ur c'hannad a zo evel un arm brezel ha ma vez implijet gant aked e vez efedusoc'h evit emgannioù drastus.

 
Levr bambouz Arz ar brezel

An diplomatiezh a oa un arz evit Sun Tzu ha ne oa ket dre ret hini an honestiz. Ar pal a c'helle bezañ da c'hounez amzer nemetken a-benn trec'hiñ un enebour. Ar pal a c'helle bezañ ivez da vezañ frank da rishañ un enebour hep kaout un eil pe reoù all da vrezeliañ war ar memes-tro.

Impalaeriezh Bizantion

kemmañ

Evit an Impalaeriezh Bizantion e oa ur rediñ da gaout un diplomatiezh kreñv. Lies e oa ar vroioù pe pobladoù tro-dro d'an impalaeriezh: Jorjianed, Rouantelezh Iberia, meuriadoù german, Bulgariz, Slaved, Armenianed, ar re Huned, an Avared, ar Franked, al Lombardiz, hag an Arabed. An holl amezeien eus an Impalaeriezh n'o devoa ket un aozadur lezennel ha sklaer evit hini bizantion hêr an Impalaeriezh Roman. Evit ar skrivagnerien klasel e vez graet un diforc'h sklaer etre ar mareadoù peoc'h ha brezeliñ, met evit an impalaeriezh an diplomatiezh a oa ur c'hendalc'h eus ar brezel dre doareoù all. Lu ofisiel an impalaeriezh a oa etre 120 000 betek 140 000 soudard goude kolloù ar VIIvet kantved. Ne oa ket a-walc'h evit bezañ mailh war an dachenn vilourel ha war kement a dalbennoù. An diplomatiezh a oa an doare nemetiñ da lakaat an impalaeriezh e surentez.

Krouet e oa bet ur vurev anvet Scrinium barbarorum (Burev ar varbared) hag ar vurev-se a oa ar c'hentañ aozadur mennet gant an diplomatiezh nemetken. Ur servij spiañ e oa en gwirionez hag a glaske titouroù war enebourien an impalaeriezh dre nep doare posubl. A-dreñv ur skeudenn ur vurev protokolel, ar pal gwirion a oa hini surentez an impalaeriezh: spiañ; ober war-dro an eskemmoù dafarel etre an impalaeriezh hag e amezeien, ober war-dro an droerien ofisiel. Evit ar pezh a sell ar strategiezhoù, adalek ar VIvet kantved , kinnig a ra ar vurev alioù pa vez kannaded estren o tont: "ar gannaded a zo kaset etrezek ennomp a rank bezañ degemeret mat ha gant enorioù. Padal o servijourien a rank bezañ dalc'het dindan evezh strizh evit na vefe ket tapet ganto keloù dre eskemm gant hor boblañs[1]."

Breizh

kemmañ

Istor Breizh

kemmañ

Istor ar Vretoned ne laka ket kalz war-raok un arz d'an diplomatiezh. Etre klanioù ha familhioù noblañs e oa cheu pe brezel dibaouez ha gant ar re a felle dezho sujañ ar Vretoned e oa aliesoc'h brezel evit marc'hata. Morvan Lez-Breizh (750 ? - 822 ?) da skouer roue ar Vretoned a voe kaset dezhañ ar manac'h Witcar gant Loeiz an Deol da c'houlenn sujidigezh ar Vretoned d'ar Franked digant Murman « Lez-Breizh ». Met hemañ a respontas dezho krenn-ha-kras:

Kae 'ta da welet da vestr, ha klask adkontañ dezhañ va c'homzoù. Ne vevan ket war e zouar, ne fell ket din bezañ dindanañ, na gouzañv e lezennoù. Gallout a ra sujañ ar Franked evel ma plij dezhañ. Murman a reno war ar Vretoned. Ma fell d'ar Franked ober brezel dimp, ar brezel a vo graet dezho! Nerzh a zo en hon divrec'h ha gouzout a raimp implijout anezho. Hast afo da gas ar c'homzoù-mañ da'z roue, al labour a ran war va farkeier n'int ket dezhañ, ha ne fell ket din bezañ dindan e lezennoù. Murman eo sturier ar Vretoned hag a nac'h krenn pep sujidigezh a vefe. Ma'z eo kalonek a-walc'h ar Franked da zisklêriañ ar brezel e vin war an dachenn vrezel da huchal d'an emgann, hag e tiskouezin deoc'h-holl n'eo ket ken gwan-se va brec'h c'hoazh.»[2].

 
Ar roue Morvan, hervez an tresour gall Evariste-Vital Luminais (genidik eus Naoned)

Ret e voe gortoz mare an dugelezh evit gwelet an diplomatiezh a Vreizh o tont da vezañ efedus. E-pad mare Brezel ar C'hant Vloaz e voe implijet kalz an diplomatiezh gant Duged Breizh evit chom ar pellañ ar gwellañ diouzh ar brezel-se ha gellout kenderc'hel ar c'henwerzh gant an tuioù engouestlet.

Anna Vreizh a zo bet brudet mat evit bezañ mailh war an diplomatiezh ha difenn gwirioù Breizh [3].

D'an deiz-ha-hiziv

kemmañ

Daou zoare diplomatiezh a zo hiziv-an-deiz evit Breizh rak n'eo ket degemeret evel pobl hervez lezennoù ar Frañs. Lod diplomated leal d'ar Frañs evel Jean-Yves Le Drian o deus bet klasket brudañ Breizh evel rann-vro e-kerzh o mare e karg ha memes goude-se[4]. En Emsav, e kendalc'h ar stourmerien da glask lakaat Breizh da vezañ anzavet evel pobl gant un tiriad ha gwirioù disheñvel pe er framm gall pe gant enframmadurioù etrevroadel.

Diplomatiezh vodern

kemmañ
 
An diplomat Charles Maurice de Talleyrand-Périgord lakaet war-raok evel unan eus gwellañ diplomated istor Mab-Den.

Ar Stadoù bihan

kemmañ

Seul bihanoc'h ur vro seul pouezusoc'h eo dezhañ an diplomatiezh. Ur vro bihan en deus ur pouez izel da geñver an darempredoù etrevroadel. Evit bezañ bev war an dachenn etrevroadel ha difenn e wirioù paneveken kenderc'hel da vezañ e rank bezañ birvidik war tachenn an diplomatiezh.

Ur Stad bihan a vez suj da feur-emglevioù pe emglevioù ar stadoù brasoc'h da geñver ar surentez, an endro, an ekonomiezh... An diplomatiezh a zo an doare efedusañ hag evit lod nemetañ a benn tizhout palioù uhel, a-live etrevroadel. Setu perak e vez kreñv harp ar stadoù bihan d'an diplomatiezh ha d'al liammoù etrevroadel. Ar gudenn a chom dre ment ar vro, ar pouez etrevroadel a chom dister alies e vez ret dezho sevel ur c'hengevread gant broioù bihan all evit dont a-benn da gaout ur vouezh.

Doareoù diplomatiezh

kemmañ

Diplomatiezh diarbenniñ

kemmañ

An diplomatiezh diarbenniñ a vez graet eus an hollad obererezhioù sevenet evit talañ ouzh ur chikan etre tuioù. Ur gudenn a zo dija ha klasket e vez chom hep na vefe gwasoc'h an traoù. Ma vez dibosubl chom hep kaout ur brezel pe ur stourm e vez klasket e chomfe ar muiañ posubl ur gudenn lec'hel. Abaoe fin ar Brezel Yen, ar gumuniezh etrevroadel dre aozadurioù etrebroadel, a laka nerzh en diplomatiezh-se evit difenn ar peoc'h dre ar bed. An aozadurioù evel Aozadur ar Broadoù Unanet a zo sañset talañ ouzh ar riskloù stourmoù pe brezelioù met alies e vez rebechet dezho bezañ suj d'ar vroioù galloudusañ dre ar bed.

Diplomatiezh foran

kemmañ

An diplomatiezh foran a vez graet eus an eskemmoù diplomatel etre broioù, amañ ar pal a zo kendrec'hiñ ar bobl ha n'eo ket dre ret ar gouarnamant e-penn ar vro. An doare eskemm diplomatel-se a ya gant implij ar propaganda, pe dre doareoù siouloc'h evel an diplomatiezh keodedel, eskemmoù ha liammoù etre hiniennoù, keodedrouein etre eus div vro pe muioc'h. Dre ar gweladennoù teknikel lies a-fed eskemmoù ha kehentiñ, e vez kaoz eus diplomatiezh Facebook ha diplomatiezh Twitter. Implijet e vez muioc'h-mui ar rouedadoù sokial evit mont etrezek palioù an diplomatiezh froan.

Soft power

kemmañ

* Pennad spisoc'h: Soft Power

Ar Soft Power, anvet a-wechoù diplomatiezh ar Galon hag ar Spered (saozneg:hearts and minds diplomacy), termenet gant Joseph Nye, a zo ar fed da lakaat da ziwan ha da zioroiñ liammoù, doujañs, betek ar bam a-berzh ar vroioù all evit gounez nerzh. Ar pal hag an doare d'ober a zo sioul hag a implij dreist-holl ar sevenadur e-plas an diplomatiezh ofisiel. Dre sikour ar sonerezh, ar filmoù... e vez krouet un aergelc'h a zesach selloù mat war-zu an hini a implij ar soft power. Un doare propaganda sioul ez eo a glask krouiñ kerentiezh.

Diplomatiezh ekonomikel

kemmañ

An diplomatiezh ekonomikel a vez graet eus implij sikourioù estren pe n'eus forzh peseurt liamm ekonomikel implijet gant ur soñj diplomatel a-dreñv. Dre an diplomatiezh-se e c'hell ur vro sujañ ur vro all hep implij ar feulster. Stadoù-Unanet Amerika ha Sina a implij kalz an doare-se d'ober. An diplomatiezh ekonomikel dre lusk ar bedeladur a zo unan kreñv. Ar postañ arc'hant, prenañ embregerezhioù, plantañ dalc'hoù ekonomikel, kemmañ al lezennoù sevel produioù pe eskemmoù ekonomikel a zo doareoù diplomatiezh ekonomikel. Pa ya re bell an diplomatiezh ekonomikel e c'hell kregiñ ur brezel ekonomikel.

Diplomatiezh an envroañ

kemmañ

Gant luskoù an eskemmoù tud o vont war-gresk, e vez implijet al luskoù-se evit pouezhañ war etre stadoù. Evit Kelly Greenhill ez eo anat e vez implijet an envroidi gant lod broioù evel un arm 'weapons of mass migration' a-enep broioù all pe evit kaout liammoù gant broioù all. En diplomatiezh an envroañ e vez implijet ar repuidi, labourerien envroad, pe an diasporaoù evit reiñ pouezh da palioù diplomatel.

Kannaded brudet

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Dennis 1985, Anonymous, Byzantine Military Treatise on Strategy, para. 43, p. 125
  2. Barzhoneg Ermold Le Noir, trede kan, troet er blez 1824.
  3. https://www.persee.fr/doc/mefr_0223-4874_1916_num_36_1_7130
  4. https://www.letelegramme.fr/france/span-classamorcediplomatiespan-les-bretons-sillustrent-a-travers-le-monde-3510182.php