Impalaeriezh roman

(Adkaset eus Impalaeriezh Roman)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Impalaeriezh Roma (latin: Imperium Romanum [ɪmˈpɛri.ũː roːˈmaːnũː]; gresianeg: Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων, treuzlizherennadur. Basileía tôn Rhōmaíōn) eo an anv a reer eus ar Stad a gemeras lec'h ar Republik roman adalek ar bloaz 27 KJK.

Impalaeriezh roman
marevezh istorel, bro istorel
Rann eusHenroma Kemmañ
Anv er yezh a orinImperium Romanum, Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων Kemmañ
Relijionancient Roman religion, state church of the Roman Empire Kemmañ
Perzhiad emilitary history of ancient Rome Kemmañ
Anvet diwarRoma, proviñs Imperia Kemmañ
DiazezerAogust Kemmañ
Yezh ofisiellatin, henc'hresianeg Kemmañ
KevandirEuropa, Afrika, Azia, Afro-Eurasia Kemmañ
Kêr-bennRoma, Kergustentin, Ravenna, Milano, Roma Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°54′0″N 12°30′0″E Kemmañ
Renad politikelunveliezh, unpenniezh, Roman Tetrarchy, triumvirelezh, monarkiezh hollveliek Kemmañ
Office held by head of stateimpalaer roman Kemmañ
Penn an aotrouniezhtalvoud ebet Kemmañ
Korf lezenniñSenate of the Roman Empire Kemmañ
Diplomatic relationTierniezh Han, Germania, Hibernia Kemmañ
MoneizRoman currency Kemmañ
A zo stok ouzhPartia Kemmañ
Raklec'hiet gantMarevezh hellenadek Kemmañ
Bet erlec'hiet gantImpalaeriezh roman ar C'hornôg, Impalaeriezh roman ar Reter Kemmañ
Erlec'hiañ a raRepublik Roma Kemmañ
Yezh implijetlatin, henc'hresianeg Kemmañ
Deiziad kregiñ27 BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ395 Kemmañ
Prantadclassical antiquity Kemmañ
Deiziad divodañ17 Gen 395 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)vexillum Kemmañ
Ardamezioùvexillum, Lejion roman Kemmañ
Istorhistory of the Roman Empire Kemmañ
Relijion ofisielancient Roman religion, kristeniezh, Paganiezh, Arianegezh Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of the Roman Empire Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of the Roman Empire Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of the Roman Empire Kemmañ
Map
An impalaeriezh Roman en he barr pa oa marvet Trajan, e 117 goude Jezuz-krist
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter

Ledet e oa an Impaleriezh roman war tiriadoù ramzel tro-dro Mor Kreizdouarel, gant Norzh Afrika, Kornôg Azia. Renet e oa an implaeriezh gant impalaerien. Kalon an impalaeriezh roman a oa Italia ha kêr-benn a oa Roma. An impalaeriezh a zo bet renet goude-se gant meur a impalaerien war ar memes-tro, o vezañ rannet etre Impaleriezh roman Kôrnog hag Impaleriezh roma Reter. Goude freuzadenn Impaleriezh roma Kornôg e 476, ne chome nemet Impalaeriezh roman ar Reter gant Kergustentin evel kêrbenn.

An anv

kemmañ

Daou dra war un dro a roer da intent gant al lavarenn Impalaeriezh roman (latin : imperium rōmānum, gresianeg krennamzerel : Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων Vasileía tón Romaíon "Rouantelezh ar Romaned" , italianeg : Impero romano) :

Staliet e voe ar renad gant Caius Julius Caesar Octavianus (Aogust), gourniz hag advab Caius Julius Caesar, goude ar brezelioù diabarzh a c'hoarvezas er Republik roman e dibenn ar Iañ kantved kent JK. Peurvuiañ e lakaer ar bloaz 27 kent Jezuz-Krist da zeroù renad an impalaeriezh roman, ar bloaz ma voe roet da Octavius gant ar Sened roman an titl a Aogust gant ar galloudoù uhelañ.
Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel saviad ar riez abaoe Emgann Actium pevar bloaz a-raok, e 31 kent Jezuz-Krist, pa oa bet trec'h Octavius war armeoù Marcus Antonius ha Kleopatra. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an unpenniezh abaoe mare diktatouriezh Caius Julius Caesar.

Biskoazh n'eus bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell ec'h eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar Republik roman, rak aon bras o deveze ar Romaned ma vije renet ur c'hemm enep an henvoazioù hag enep youl an doueoù marteze.
Hervez an istor ofisiel, diwar o intrudu en em lakae ar Republik, ar Bobl hag o Sened etre daouarn un den hepken. Princeps senatus ("penn ar sened") e oa e ditl boutinañ, ha ne oa nemet hini ar senedour en doa aotre da gomz a-raok an holl. Ur wech c'hoazh e oa ur ster relijiel kuzh pa grede ar Romaned e oa an den kentañ o komz an hini awenet gant an doueoù hag e veze selaouet pizh outañ.
Abalamour d'an aon rak ar c'hemm e vezed kustum ivez er mareoù kentañ da reiñ d'ar princeps an titl a gonsul, a oa ar rezhaouer uhelañ er Republik.

Aogust, hag eñ an advab, en doa lakaet anv caezar ("impalaer") a-raok e anv-familh, ha diwar ar skouer-mañ ec'h eo bet graet heñvel gant an impalaerien a voe war e lerc'h. Un titl eo deuet da vezañ, ha tsar, pe c'hoazh ksar, zo anvioù a enor a veze roet da impalaerien Rusia, Bulgaria ha Serbia, ha kaiser evit an impalaerien alaman hag aostrian.

Ingal e veze roet titloù ouzhpenn d'ar princeps, hag imperator en o zouez ; eus ar ger imerator e teu impalaer. D'ur jeneral trec'hour e veze roet gant e soudarded a-raok ar boaz d'e reiñ d'ur senedour.

An Impalaeriezh roman e voe ar Stad galloudusañ a-fed armerzh, sevenadur, politikerezh hag arme en e vare. Chomet eo unan eus ar brasañ impalaeriezhoù a zo bet biskoazh. En e barr dindan ren an impalaer Trajan e oa ledet war 5 milion a gilometradoù karrez. En e zalc'h e oa e-tro 70 milion a dud, 21% eus poblañs ar bed er mare-se.
Dre ma padas pell ha war un tiriad bras ez eo chomet an impalaeriezh roman un diazez evit ar yezhoù gresian ha latin, a-fed sevenadur, relijion, ijinerezh, savouriezh, prederouriezh, Gwir ha stummoù gouarnamantoù evit kantvedoù goude ma oa aet da get. En Europa ar Grennamzer e voe klasket adsevel impalaeriezhioù par d'an hini roman : Impalaeriezh Latin ar Reter (1024-1261) goude ar pevare Kroaziadeg, hag an impalaeriezh roman Santel German. Dre nerzh trevadenniñ Europiz goude mare an azginivelezh, hag ar stadoù krouet goude, ar sevenadurezh c'hresian-goman ha yuzev-kristen a voe ledet dre ar bed, hag a yeas da ziazez ar bed a-vremañ.

Gwelet ivez

kemmañ