Republik Roma, pe ar Republik roman, a voe savet war-dro 509 kent Jezuz-Krist pa voe skarzhet ar roue etrusk Tarquin le Superbe, gant uhelidi Roma. Padout a reas betek -44, pa voe lazhet Julius Caesar, daoust ma ne voe flastret nemet e -31 gant emgann Actium, ha ne voe ofisiel ar fin anezhi nemet pa voe roet an titl a Augustus da Octavius e -27.

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter

Gerdarzh kemmañ

Ar res publica, ar republik, eo tra ar bobl, an holl.

Magistraded ha Sened kemmañ

Renet e oa Roma gant magistraded dilennet gant an holl geodediz, met evit ur bloavezh hepken. Votet e oa al lezennoù gant an holl geodediz ivez. Ur Sened, tri-c'hant henvagistraded ennañ, a veze i izili anvet gant ar sensored, an uhelañ magistraded. Ne rene ket ar Sened, met e roe alioù a-bouezh bras ha den ne grede chom hep heuliañ anezho dre aon e c'hoarvefe dezhañ darvoudoù fall. Embann a rae ar Sened Senatus-consultum ha ma veze ar republik en argoll e c'hell votiñ un urzh evit ar goñsuled : Caveant consules ne quid detrimenti res publica capiat (Ra ziwallo ar gonsuled na c'hoarvezfe d'ar republik digoll ebet). Ma oa un arvar milourel bras e c'hellfe ar Sened envel un diktator hag ur mestr ar varc'hegiezh evit kondui an armeoù.

Pobl Roma kemmañ

Ur seurt demokratelezh e oa e Kêr Roma pa veze votet an holl lezennoù gant bodadeg ar Bobl, ar C'homitia tributa (bodadeg ar meuriadoù) e veze graet eus outo. Koulskoude e oa un vodadeg bihan ha ne veze aotreet dibab an izili nemet d'ar re binvidik. Ar C'homitia centuriata-mañ a oa karget envel ar vagistraded uhel. Dre vras e rene aferioù Roma ar re binvidik.

Ar renk enorioù (cursus honorum) kemmañ

Gwerinidi ha patrisianed kemmañ