Azginivelezh
An Azginivelezh eo an anv roet d'ar marevezh eus an Istor, en Europa, a deu war-lerc'h ar Grennamzer, a-raok an Amzerioù modern, hag a glot, dre vras ha hervez ar broioù, gant dibenn ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved.
Ul lusk sevenadurel e oa hervez lod, a grogas e Firenze dreist-holl da gentañ, hag e kêrioù all en Italia, a-raok tizhout ar peurrest eus Europa.


Ar gerAozañ
Troet eo ar ger Azginivelezh diwar ar ger gallek Renaissance, a zo tremenet e saozneg, hag eus ar ger italianek Rinascita e teu an hini gallek. Ar ger "rinascita"-se a voe arveret er XVIvet kantved gant Giorgio Vasari en e arnodskrid Vite de' più eccellenti architetti, pittori, et scultori italiani ("Buhezskridoù an disavourien, livourien ha kizellerien italian wellañ"), anavezet ivez evel Le Vite ("Ar Buhezskridoù").
Diwezhatoc'h e voe troet ar ger gallek en italianeg en-dro, ha deuet da vout Rinascimento.
KemmoùAozañ
Ur marevezh kemmoù eo bet an Azginivelezh en anaoudegezh dre vras, er skiantoù hag en arzoù, dre ma veze skignet an anaoud nevez e-touez an dud uhel ha desket evel biskoazh kentoc'h. Er skridoù kozh avat, diazezet eo war studi ar skrivagnerien glasel, latin ha gresianek, e voe diorroadur an deskadurezh, ha dizoloadur ar pellwelad en arz.
E deroù an Azginivelezh europat emañ an Azginivelezh italian.
Tri frantad zo bet termenet e skignadur an Azginivelezh en Europa :
- ar XIVvet kantved, a anver Trecento en italianeg, a voe ur "Ragazginivelezh" a c'hoarvezas e meur a gêr italian ;
- ar XVvet kantved (Quattrocento), a vez graet Azginivelezh kentañ anezhañ, en em skignas en darn vrasañ eus Italia, e Spagn, e kornioù zo en hanternoz Europa hag en Alamagn ;
- ar XVIvet kantved (Cinquecento), ma tizhas al luskad kement bro a oa en Europa .
Er XVvet ha XVIvet kantved, gant al lusk war-zu an anaoud, e stagas broioù zo da gas listri da weladenniñ ha dizoloiñ ar bed. Kement-se a zo anavezet evel an Dizoloadennoù Meur.
Mare an dazkemmoù relijiel eo an Azginivelezh ivez. Hervez an istorour saoz John Hale eo en amzer-se e voe kroget da gomz eus Europa en un doare ordinal, gant kartennoù da ziazez, hag un hollad skeudennoù a gadarnae he bezoud sevenadurel, dre ar sellout.
Istor hag AzginivelezhAozañ
Dizemglev zo etre an istorourien hag an arzistorourien diwar-benn an doare da rannañ Istor ar marevezh-se, a zo evel ur stagell pe un nor etre ar Grennamzer hag an amzerioù modern. Darn a gomz eus Azginivelezh an XIIvet kantved.(Daveoù a vank)
E gwirionez, implij ar ger Azginivelezh a ziskouez un doare da gompren an Istor evel pa vije ur ster d'e red. Kement-se a glot gant an doare da welout a oa da lod prederourien alaman an XIXvet kantved, evel Georg Wilhelm Friedrich Hegel.
Ma voe un tamm Azginivelezh en XIIvet kantved en Europa n'eas ket pell, rak torret e voe gant bosenn ar XIVvet kantved a lazhas ouzhpenn un drederenn eus ar boblañs.(Daveoù a vank) A-hend-all, abalamour d'ar Brezel Kant Vloaz e c'haller kompren e krogas an Azginivelezh diwezhatoc'h e Bro-C'hall eget en Italia.
Klask termeniñAozañ
N'eo ket gwall aes termeniñ meizad an Azginivelezh. Hervez Jean Delumeau (en 1991), e teu ar ger eus Italia, ma veze kaoz eus Rinascita al lizhiri hag an arzoù adalek fin ar XIVvet kantved ; hiziv e lavar an Italianed Rinascimento.
Ar ger Azginivelezh zo bet adkemeret en 1860 gant an arzistorour suis Jacob Burckhardt (1818-1897) en e levr Die Kultur der Renaissance in Italien .
Kalz oberourien a ro un termenadur amzerel. Hervez darn avat e vo hir pe hiroc'h :
- hervez ar boaz gall e krog Istor an Azginivelezh goude fin ar Grennamzer, e 1453, pa gouezh Kergustentin, hag ez echu e 1558, da varv Karl V ;
- hervez istorourien all e krog e 1492, gant aloubadeg Rouantelezh Granada e Spagn, ha Kristol Goulm o vont da Amerika ;
- tud all a lavar e teraou gant Petrarca (1303-1374) hag ez echu gant marv William Shakespeare e 1616, pe hini Galileo Galilei 1642 ;
- re all a wel deroù an Azginivelezh e kentañ diazezidigezh Portugaliz en Afrika an hanternoz (1415) hag ar fin e deiz marv ar roue gall Herri IV e 1610 ;
- tud all a lavar e oa deuet war wel pa echuas ar Reconquista, d'an 2 a viz Genver 1492, p'edo Fernando II Aragon hag Izabel Kastilha o kas diwezhañ rouantelezh arab Spagn da get ;
- oberourien zo a lavar eo diboell reiñ ur vevenn en amzer, evel Paul Oskar Kristeller (1905-1999) ;
- re all c'hoazh a gred e oa kroget war-dro 1450 pa voe ijinet ar moullañ dre arouezennoù gant Gutenberg.
Hervez Jean Delumeau (1999) ez eus bet roet ur ster bras-oc'h-bras bepred d'ar ger. Abeg ha neuz an Azginivelezh eo a zo da anaout, ha kompren kenober ha kenlevezon ar broioù hervez pep tachenn.
Ur gerzhadeg vras war-raok eo en Europa er XVvet kantved hag er XVIvet kantved, eme Jean Delumeau.
René Rémond a lavar ez eus dezverkoù d'un azginivelezh :
- doareoù nevez da gas keloù ;
- un doare skiantel da lenn ar skridoù diazez ;
- dougen bri d'ar sevenadur kozh (lennegezh, arzoù, teknikoù) ;
- diorren ar c'henwerzh ;
- kemm en doare da welout ar bed.
Pa vez anv a nevezadur en arzoù, el lennegezh, er skiantoù, e komzer a-wechoù ivez eus azginivelezh (pe nevezadur) marevezh Karl Veur (en amzer-se e komzed eus renovatio), eus azginivelezh Cluny (920-1000) e marevezh Otton, pe eus azginivelezh an XIIvet kantved (1060-1200). A-wechoù ivez e komzer eus ragazginivelezh, gwelout ar pennad Azginivelezh en Istor.
Ganedigezh ar meizadAozañ
Pa gelenne an istorour gall Lucien Febvre er c'h-Collège de France e 1942-43 en doa diskouezet eo Jules Michelet an hini en devoa ijinet krak ar ger Renaissance war-dro 1840, gant abegoù personel[1]. En amzer-se edo Jules Michelet o labourat war-dro ar roue gall Loeiz XI, glac'haret e oa goude koll e wreg ha nec'het gant emdroadur gouarnamant an Unpenniezh c'hall (pe : Monarkiezh Gouere) dalc'het gant mirourien, ha c'hoant en doe da gaout neventi. E zoare da gompren an istor a rae dezhañ heñvelekaat ar pezh a veve hag ar pezh a studie ; ijinet en devije un Azginivelezh goude ren Loeiz XI, dre hanterouriezh brezelioù Italia.
Kement-se zo bet displeget gant Thomas Lepeltier en ur pennad er Revue des Livres e [[2000}}[2].
Lod istorourien n'int ket a-du gantañ avat, pa welont evel un troc'h etre ar Grennamzer hag an Azginivelezh. Ar pezh a zo sur, hervez an darn vrasañ, eo n'eo ket bet ken splann an tremen hag ar c'hemm etre an daou brantad ha ma veze kontet gwechall.
Ganidigezh EuropaAozañ
Skrivañ a ra an istorour saoz John Hale e ouie lenneien ar Grennamzer e oant o chom en ur c'hevandir anvet Europa gant an douaroniourien, disheñvel diouzh Azia hag Afrika. Koulskoude ne oa ket bet klevet anv eus Europa gwech ebet gant an darn vrasañ eus an dud, na lennet, dre na ouient ket lenn. Hervez an Iliz, ar galloud europat brasañ, e oa genidik ar gristenien eus broioù dibabet gant Doue da vezañ oaled ar gwir feiz war an Douar. Ne oa ket an dud emskiantek e oa eus ur sevenadur europat.
Ar moullerezhAozañ
Ar moullerezh an hini a levezonas ar muiañ buhez an dud e mare an Azginivelezh. Kent ma voe ijinet an doare-ober-se gant Johannes Gutenberg, war-dro 1450, e veze graet al levrioù gant an dorn : dornskridoù a veze lavaret anezhe. Kloer e oa an dud a rae al levrioù, int-i nemetken ar re a oa gouest da skrivañ, ha da skrivañ e latin, yezh an dornskridoù .
En XIvet ha XIIvet kantved e veze skrivet an dornskridoù gant ar venec'h e salioù-skrivañ anvet scriptoria, hag unan eus o c'hefridioù bras e oa. Goude-se e kaeraent o levrioù gant livioù hag aourlivadurioù.
Gant ar skolioù-meur e oa dalc'het an deskadurezh hag ar c'helaouiñ. Ne oa nemet Skol-veur Bologna, hini Pariz ha re Salamanca, Oxford ha Cambridge a oa aotreet da gelenn hervez doareoù ar skolastik.
Ar gwir a oa, gant an doueoniezh, unan eus penndanvezioù ar skolioù-meur.
Gant skridoù moullet ne oa ket heñvel an dalvoudegezh ken. E skol-veur Pariz e teuas an arzoù da vezañ brudetoc'h eget hini an doueoniezh.
Levraouegoù a veze savet e ti ar rouaned c'hall.
Lenn skiantel an oberennoù diazezAozañ
Kentañ embannadur ar Bibl moullet a voe graet e 1455 gant Johannes Gutenberg e Mainz. Lod skouerennoù a voe kinklet gant prenerien, evel ma veze graet en amzer gent gant an dornskridoù.
Adlenn oberennoù an HenamzerAozañ
Alies e vez lavaret e pledas an dud gant an Henamzer.
Notennoù =Aozañ
LevrlennadurAozañ
- E saozneg :
- The Hamlyn Historical Atlas, Hamlyn, Londrez. Oberenn renet gant R.I. Moore. E galleg : Atlas historique Nathan, Pariz, 1981. ISBN 2-09-290026-9
- Jean Delumeau :
- La Civilisation de la Renaissance, Arthaud, « Grandes civilisations », 1993
- Une histoire de la Renaissance, Perrin, 1999, ISBN 2-262-01288-1
- John Hale, The civilization of Europe in the Renaissance, Perrin, 1993, traduit de l'anglais par René Guyonnet (1998) 2-262-01471-X
- La France de la Renaissance, France Loisirs, re net gant Pierre Marchand ha Jean-Pierre Babelon, (1998), ISBN 2-7441-1743-9
- P. Burke, La Renaissance européenne, Seuil, « Points Histoire », 2002
- E. Garin, L'Homme de la Renaissance, Seuil, « Points Histoire », 2002
- Th. Wanegffelen ha 6 kenlabourer, « La Renaisance », Ellipses, Paris, 2002.
- J.-P. Poussou, C. Callard, O. Chaline, Y. Lignereux, A. Tallon, La Renaissance. Enjeux historiographiques, méthodologie, bibliographie commentée, Armand Colin, Paris, 2002
- Bertrand Gille, Les ingénieurs de la Renaissance, Thèse Histoire, Paris, 1960. Seuil, coll. « Points Sciences » 1978 (ISBN 2-02-004913-9);
- Jacob Burckhardt, La Civilisation de la Renaissance en Italie, t. I & II, Denoël, 1981
- Le grand livre des explorateurs et des explorations, France Loisirs, sous la direction de Michèle Gavet-Imbert et Perrine Cambournac. 1991
- Ernst Bloch : La Philosophie de la Renaissance, Payot poche, 1994, ISBN 2-228-88837-0.
- Bertrand Jestaz, L'art de la Renaissance, Citadelles & Mazenod, 1984 (réed. 2207), ISBN 978-2-85088-089-6
- Vieillir à la Renaissance. Textes réunis, présentés et édités par Colette H. Winn et Cathy Yandell. Éditions Honoré Champion, 2009. 1 vol., 416 p., relié, 15 x Patrom:Unité. ISBN 978-2-7453-1746-9.