Digeriñ al lañser pennañ
Emboltred, gant Raffaello Sanzio

Raffaello Sanzio, pe Raffaello Santi (pe Raffaello da Urbino, Raffaello Sanzio de Urbino), zo ul livour italian brudet, hag un tisavour, eus mare an Azginivelezh italian.

Ganet e oa d'ar 27 pe 28 a viz Meurzh 1483 en Urbino, ha marvet d'ar 6 a viz Ebrel 1520 e Roma.

Mab e oa da Giovanni Santi, livour ha barzh e lez Frédéric III Montefeltro, unan a briñsed anavezetañ e amzer, gwarezour an arzourien. Brudet e oa Urbino evel un oaled arzourien e penn kentañ ar XVIvet kantved.

E vuhezAozañ

 
La Fornarina, livet gant Raffaello
 
Raphaël, Donna Velata (wd. 1514-1515)

Emzivad e voe d'e unnek vloaz, hag advabet e voe gant e eontr Bartolomeo a oa beleg.

Tri frantad a c'haller gwelout en e vuhez:

  • Ar prantad kentañ eo hini e vloavezhioù deskiñ, en Urbino da gentañ, e Perugia goude, ma labouras e stal-labour brudetañ livour an amzer, Pietro Vannucci, anavezet evel Perugino.
    • E dad Giovanni Santi, a oa livour brudet e lez dug Urbino, a voe e gentañ kelenner. Mervel a eure e 1494, tri bloaz war-lerc'h e wreg, ma chomas emzivad ar mabig Raffaello d'e unnek vloaz. Goude deskiñ ar vicher ur pennadig gant livourien all Urbino ez eas da b-Perugia, davet ar Perugino. Goude ur pennad e teuas ar mestr da zreveziñ an diskibl, tre evel ma treveze an diskibl ar mestr en kelenne. En em glevout mat a rae an daou arzour, ha mignoned e chomjont.
    • Adalek 1500, d'e seitek vloaz eta, e voe « magister », da lavarout eo e oa mestr ivez, ha n'eo ket diskibl d'un arzour all. Gant se en devoa gwir da gaout ur stal-labour, eilerien, ha diskibien. Livañ a reas « kurinidigezh Nikolaz Tolentino » evit iliz Sant'Agostino de Città di Castello, un daolenn livet gant skoazell Evangelista di Pian di Meleto, a oa eiler gant e dad.
    • E 1504 eo e reas e bennoberenn gentañ — Eured ar Werc'hez — un daolenn graet a-raok dezhañ kuitaat Perugia, p'edo c'hoazh o labourat gant ar Perugino: dibabet e oa bet gante an hevelep danvez, abalamour dezho da welout perzhioù an eil hag egile.

Un toullad oberennoù diwar zorn RafaelloAozañ

Livadurioù relijielAozañ

PoltredoùAozañ

GwazedAozañ

MaouezedAozañ

Livadurioù awenet gant an HenamzerAozañ


Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.