Poltred un itron gant un unkorneg
Poltred un itron gant un unkorneg (Dama con liocorno) |
Raffaello Sanzio, 1506 |
Eoullivadur war goad |
65 × 51 cm |
Galleria Borghese |
Poltred un itron gant un unkorneg zo un eoullivadur war lien lakaet war goad (65x51 cm) ha graet gant Raffaello Sanzio e 1506 ma weler un itron gant un unkorneg bihan war he barlenn.
E Roma emañ an oberenn, er Galleria Borghese. Krediñ a reer eo poltred Giulia Farnese, pried-kleiz ar pab Alesant VI. Levezonet e vije bet gant poltred Mona Lisa, graet gant Leonardo da Vinci etre 1503 ha 1506.
Ster kuzh
kemmañN'ouzer ket petra zo da gompren en oberenn. Sur eo ez eus un arouez kuzh. Pe ez eo ar C'hrist an hini eo an unkorneg, evel alies e skeudennoù ar Grennamzer, pe ez eo un arouez erotek.
Lakaet e oa bet an oberenn war gont Perugino, ha goude Andrea del Sarto ha Ghirlandaio. Da gentañ e oa un itron gant ur rod hag a lavared santez Caterina d'Alessandria anezhi. N'eo nemet adalek 1935, pa voe graet ur c'hempenn d'an daolenn ha lamet al livaj a oa warni, eo e voe gwelet ar marc'h-kornek, ha lakaet Raffaello da oberour.
Ouzhpenn-se, dre skinsellout, ez eus bet kavet dindan an unkorneg, arouez ar c'hlanded, eo ur c'hi, arouez ar fealded, a oa da gentañ etre divvrec'h ar vaouez.