Unkorneg
Unkorneg[1] (a-wechoù marc'h-korneg pe likorn) a reer e brezhoneg eus ul loen mojennel skeudennet evel ur marc'h pe ur c'havr, gwenn peurliesañ, dezhañ bouchig ur bouc'h, karnioù faout, lost ul leon hag ur c'horn hir, sonn, troellennek ha begek, e kreiz e dal, hag a zo e arouezenn bennañ, met a-hed an Istor en deus cheñchet ar stumm anezhañ hervez ar broioù hag ar sevenadurioù, ar pep heverkañ eo e seblant bezañ graet a-dammoù eus loened all[2]. Er Grennamzer e oa al loen mojennel brudetañ, anezhañ ul loen gouez, arouez ar c'hlanded, ha ne c'halle bezañ tapet nemet gant ur werc'hez.
Istor
kemmañAnv zo eus an unkorneg, dindan an anv monoceros, abaoe an Henamzer e mojennoù Hellaz kozh.
Deuet e oa da vezañ al loen faltaziek pennañ er Grennamzer kenkoulz hag en Azginivelezh. Skeudennet e veze d'ar mare-se, e skeudennadurezh al loened, evel ul loen ferv hag a veve er c'hoadoù donañ, arouez ar c'hlanded hag ar c'hras, ha na c'halle bout tapet nemet gant ur werc'hez. En holloueziadurioù e veze skrivet e c'helle purañ an dour ha pareañ. Troket e veze traoù gwelet evel gwir « kerniel unkorneg » d'ar mare-se.
Tamm-ha-tamm e voe dizoloet ne oa ar c'herniel-se nemet stilhonoù narwal ha ne oa taolennadur an unkorneged marteze nemet deskrivadurioù disneuziet ar frikorneg hag an antilopenn. Neoazh e veze tabutet diwar-benn bezoud an unkorneg betek kreizig-kreiz an XIXvet kantved. Dedennet e veze ur bern tud gant an unkorneg : doueoniourion, mezeien, naturourien, barzhed, lennegourien, ezoterourion, alkimiourion, arouezelourion hag istorourion.
Hiziv an deiz eo an unkorneg unan eus ar c'hrouadurioù mojennel e-touesk ar re vrudetañ. Ur bochad studiadennoù hag oberennoù lennegel a zo gouestlet dezhañ. Gwelet e vez er skeudennerezh a-vremañ evel ur jav bras gwenn, ur c'horn nemetañ e-kreiz e dal, diwar-se marteze ar ger « marc'h-kornek » a gaver e geriadur R. Hemon.
Er skridoù brezhonek
kemmañMeur a stumm zo da anv al loen mojennel-se er skridoù brezhonek.
- Likorn
- E Catholicon Jehan Lagadeuc (1464)
- E geriadur F. Favereau[3].
- Marc'h-kornek
- E Traonienn skeud ar Maro, gant Roparz Hemon, Gwalarn 2, 1925, p. 21.
- E Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, adalek 1970.
- En droidigezh Ar marc'h kornek, gant Mark Kerrain, diwar A Unicorn in the Garden, danevellig gant James Thurber, er gelaouenn Al Liamm niv. 223, e 1984[4].
- En droidigezh Harry Potter ha Maen ar Furien, gant Mark Kerrain, diwar Harry Potter and the Philosopher's Stone gant J. K. Rowling, e 2012 ;[5]
- Unkorneg
- En ul levr bannoù-treset: Kevrin an Unkorneg, unan eus troioù-kaer Tintin, troet gant Divi Kervella, embannet gant An Here e 1993;
- Troidigezh Emil gant Tomi Ungerer, graet gant skolaerien skol Jules-Ferry Landerne (UGB)[6]
- Gant ar skrivagner Stefan Carpentier, en e levr Pa gavan hir ma amzer (Skrid, 2014, p. 36)
- Ar Plac'h yaouank hag an Unkorneg, doare brezhonek La Jeune Fille et la Licorne gant ar skrivagner Dan ar Wern, en e vlog[7]
- Er c'helaouennoù: Rouzig, pennadoù gant Gwenole Le Dors[8], ha Laurent Lefeuvre[9]; Bremaik[10].
- Er skolioù pe gant bugale: Oberennoù kaset da benn ar vugale[11]
- En anv ar steredeg Unkorneg[12].
- Afer an unkorneg glas, troet e brezhoneg gant Gwenael Emelyanoff diwar an danevell c'halizek O caso do unicornio azul gant Agustín Fernández Paz (e-barzh niverenn 409 Al Liamm, Meurzh - Ebrel 2015, pajennoù 46-52).
Skoedoù
kemmañWar ardamezioù Bro-Skos eo dalc'het ar skoed gant daou unkorneg.
-
Bro-Skos
-
Giengen
Alamagn
Arz
kemmañ- Chaseadeg ar Marc'h-Kornek, hollad a ballennoù-moger, tre e dibenn ar XVvet kantved
- Poltred un itron gant un unkorneg, gant Raffaello, tre e deroù ar XVIvet kantved.
Lennegezh
kemmañ- The Unicorn, romant gant Iris Murdoch (1963)
- Through the looking Glass, gant Lewis Carroll
Steredoniezh
kemmañPennadoù kar
kemmañLevlennadur
kemmañ- PASTOUREAU, Michel & DELAHAYE, Élisabeth : Les secrets de la licorne, Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 (ISBN 978-2-7118-6112-5)
Liammoù diavaez
kemmañDaveennoù
kemmañ- ↑ Unkorneg eo a gaver peurvuiañ er geriadurioù brezhoneg : unkorneg e Geriadur Vallée, 1931, hag e Geriadur brezhoneg An Here, Geriadur istorel ar brezhoneg, Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), geriadur Reun ar Glev, hini saozneg-brezhoneg Delaporte (1990), Mon premier dictionnaire breton-français gant Martial Ménard (2010), Geriadur kembraeg-brezhoneg Rita Williams, ha Geriadur kembraeg-brezhoneg Rhisiart Hincks (1997)... ; hag unkorn gant Vallée, Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh Yellen & Abennez (1965) (adkemeret ivez gant ar Glev).
Likorn, diwar ar galleg licorne – 1385, eus an italianeg alicorno un distummadur eus unicorne (XXI vet) — zo er C'hatolicon hag e Geriadur Favereau ; en hennezh e lenner : « & aerlin (Luzel) », ar pezh a zo fazius : gwelit Kontadennoù ar Bobl, levrenn 3, p. 119, l. 21 hag an notenn 11 p. 122.
Marc'h-kornek a gaver e Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, hogen nag en e C'heriadur istorel ar brezhoneg nag e tu galleg-brezhoneg e c'heriadurioù ; implijet eo bet ivez gant Mark Kerrain meur a wech, evel en e droidigezh evit Harry Potter ha Maen ar Furien (2012) - ↑ Michel Pastoureau, Élisabeth Delahaye, Les secrets de la licorne, Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 (ISBN 978-2-7118-6112-5)
- ↑ N'eus meneg ebet eus likorn e Kontadennoù ar Bobl Fañch an Uhel ; ul loen mojennel arall eo an aerlin meneget gant F. Favereau (cf. notenn 1).
- ↑ Al Liamm
- ↑ Estreget an daou skrid-se, gant un aozer hepken, n'eus roud ebet neblec'h eus march kornek pe c'hoazh marc'h-kornek en embann brezhonek, war-bouez e Geriadur Roparz Hemon, Al Liamm, 1978.
- ↑ A c'haller enkargañ dre Unvaniezh ar Gelennerion Brezhoneg (lakait Emil da c'her-alc'hwez evit digeriñ an droidigezh e stumm Word – war ar pajennoù 1 ha 4 emañ ar ger).
- ↑ Dan ar Wern
- ↑ (Niv. 59, 2006, p. 15-18.
- ↑ Niv. 90, 2009, p. 28.
- ↑ Kazetenn enlinenn, 2004
- ↑ "Ar vazh-hud" gant Skol Itron Varia ar Plasker a Logunec'h, "Un istor dedennus" War Dailymotion
- ↑ Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, Label LN, 2005, p. 71 (ISBN 2-915915-07-5)