Troioù-kaer Tintin

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Troioù-kaer Tintin zo ur rummad albomoù bannoù-treset krouet gant Hergé. Les Aventures de Tintin et Milou eo an anv orin gallek.

Delwennoùigoù eus ar c'habiten Haddock, Tintin hag ar c'helenner Klaskato en egorwisk, e Kreizenn velgiat ar Bannoù-treset

Troet hag embannet int bet e brezhoneg ivez. Daou albom brezhonek a voe embannet gant Casterman, anezhañ embanner orin an albomoù, hag ar peurrest gant An Here
Unan eus ar rummadoù bannoù-treset brudetañ er bed eo troioù-kaer Tintin ha Milou : ouzhpenn 230 milion a albomoù zo bet gwerzhet en ur 100 yezh bennak.

Ar penndudenn eo Tintin, ur c’hazetenner yaouank, reizh ha kalonek. E gi eo Milou, ur fox-terrier gwenn. A-hed an albomoù e teu tudennoù nevez evel ar c'habiten Haddock, ar c'helenner Klaskato hag ar boliserien Ar Bras hag Ar Braz.

Kroget e oa bet Troioù-kaer Tintin e 1929, er Petit vingtième, stagadenn evit ar re yaouank d’ar gazetenn velgiat Le Vingtième Siècle.

Kenderc'hel a rejont betek marv o oberour Hergé e 1983.

Albomoù

kemmañ

Gant Casterman e voe embannet hag adembannet an holl albomoù gallek. Divi gKervella (1957-2017) a savas an doareoù brezhonek, war-bouez pemp.

Titl orin Albomoù troet e brezhoneg An droerien
1 Tintin au pays des Soviets (1929), Casterman 1973, 2000[1], 2006[2], 2017[3]
2 Tintin au Congo (1931), Casterman 1946
3 Tintin en Amérique (1932) Tintin en Amerika, Casterman, Gwengolo 2017 Olier Biguet(ISBN 978-2-2031-5294-6)
4 Les Cigares du Pharaon (1934) Segalennoù ar Faraon, An Here, Mae 1989 Divi Kervella (1957-2017)
5 Le Lotus bleu (1936) Al Lotuz glas, An Here, Ebrel 1989 Divi Gervella
6 L'Oreille cassée (1937) Ar Skouarn dorr[4], An Here, Eost 1991 Martial Ménard (1951-2016)
7 L'Île Noire (1938) An Enez Du, An Here, Du 2002 Divi Gervella
8 Le Sceptre d'Ottokar (1939) Bazh-roue Ottokar, An Here, Gouhere 1989 Divi Kervella
9 Le Crabe aux pinces d'or (1941) Krank e veudoù aour, An Here, Mae 1989 Martial Ménard
10 L'Étoile mystérieuse (1942) Ar Steredenn gevrinus, An Here, C'hwevrer 1993 Divi Kervella
11 Le Secret de la Licorne (1943) Kevrin an Unkorneg, An Here, C'hwevrer 1993 Divi Kervella
12 Le Trésor de Rackham le Rouge (1944) Teñzor Rac'ham ar Ruz, An Here, C'hwevrer 1993 Divi Kervella
13 Les 7 Boules de cristal' (1948) Ar 7 Boullenn strink, Casterman 1979 Pêr-Gwendal Steven
14 Le Temple du Soleil (1949) Prizonidi an Heol, An Here, Ebrel 1989 Divi Kervella
15 Tintin au pays de l'or noir (1949) Tintin e bro an aour du, An Here, Kerzu 1994 Divi Kervella
16 Objectif Lune (1954) War-zu al Loar, An Here, C'hwevrer 1996 Divi Kervella
17 On a marché sur la Lune (1954) Kammedoù kentañ war al Loar, An Here, C'hwevrer 1996 Divi Kervella
18 L'Affaire Tournesol (1956) Afer Klaskato, An Here, Gwengolo 1997 Divi Kervella
19 Coke en stock (1958) Rinkined ar Mor Ruz, An Here, Meurzh 1998 Divi Kervella
20 Tintin au Tibet (1960) Tintin e Tibet[5], An Here, Ebrel 1994 Martial Ménard
21 Les Bijoux de la Castafiore (1963) Bravigoù ar Gastafiorenn, An Here, Ebrel 2001 Divi Kervella
22 Vol 714 pour Sydney (1968) Nij 714 da Sidney, An Here, Meurzh 2003 Divi Kervella
23 Tintin et les Picaros (1976)
24 Tintin et l'Alph-Art (diachu, 1986)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Les Aventures de Tintin, reporter du "Petit Vingtième", au pays des Soviets (ISBN 978-2-2030-0100-8)
  2. Mini-albom, (ISBN 978-2-2030-0303-3)
  3. Daou embannadur e miz Genver 2017 : Tintin au pays des Soviets, 140 p. (ISBN 978-2-2031-3680-9) ha Les Aventures de Tintin reporter chez les Soviets, 156 p. (ISBN 978-2-2031-3681-6)
  4. « Ar Skouarn door » zo bet moullet war kein an albom !
  5. « Tintin e Tibed » zo bet moullet war golo-kein Bravigoù ar Gastafiorenn ha war hini Nij 714 da Sydney.