Gwenael Emelyanoff
skrivagner brezhonek
Gwenael Emelyanoff, zo ganet e Angers, e Bro-Anjev. Spagnegour ha keltiegour. Kelenner agregad war ar spagnoleg e Klasoù Prientiñ ar Skolioù Uhel Liseoù Kemper (Kernev ha Brizeug)..
Bet eo kelenner brezhoneg e Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion, Liseoù Pariz (Voltaire ha Buffon), Kelennerien Brezhoneg en Deskadurezh Publik e Pariz, Skol Ober...
Labourioù
kemmañKenlabouret en deus da sevel Geriadur brezhoneg An Here. Savet e oa gantañ studiadennoù war ar brezhoneg hag an astureg ivez.
Troidigezhioù
kemmañTroet gantañ un nebeud skridoù diwar yezhoù Spagn (spagnoleg, katalaneg, astureg, galiseg), embannet gant Al Liamm, Al Lanv...
Levrioù bugale pe yaouankiz
kemmañTroet ez eus bet gantañ levrioù evit ar vugale (dastumadeg Ar Skafig, e ti an Here) :
- 1993 : Stal Pepa, gant Mariasun Landa ha Victoria Santesmases
- 1993 : Gwilhom Tell, gant M.Angels Gardella ha Valentina Cruz
- 1993 : Ar ran fin, gant Lauro Olmo ha Jesús Gabán
- 1996 : Ar waz aour, gant Jacob ha Wilhelm Grimm, Mercè Canela ha Montserrat Ginesta
- 1996 : Ar steredenn wer, gant Mariasun Landa ha Jesus Lucas
- 1996 : Dañvad du e bavioù melen, gant Roser Capdevila
- 2022: Tangwall en Dielldi Istorel, gant Josep Gòrriz