Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion
Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion (KEAV) zo ur gevredigezh hag a ra war-dro aozañ stajoù da zeskiñ ha da studial brezhoneg.
Istor
kemmañBoulc'het e oa bet KEAV d'an 3 a viz Eost 1948 e Kleder (Penn-ar-Bed) gant Ronan Huon, Vefa de Bellaing ha Zavier Langleiz. Paol Kalvez en devoa bet ur vras a levezon war r gevredigezh ivez. Da zigentañ e oa ur c'hamp evit familhoù an Emsav a felle dezhe tremen ur sizhunvezh vakañsoù e brezhoneg penn-da-benn. Lod kaer anezhe n'o deveze ket digarez da glevet kement-se a vrezhoneg a-hed ar bloaz, lod zoken pa ne oant ket o chom e Breizh. Sikour a reas KEAV ar familhoù-se da zerc'hel bev ar yezh a-hed d'ar bloaz.
Adalek ar penn-kentañ ez eus bet Kelted tramor (13 diwar 57 stajiad e 1948), Kembreiz peurvuiañ, o kemer perzh er c'hamp, diwar-se e raer "etrekeltiek" anezhañ. Hervez diazezourien KEAV, paneve sikour ar re-se ne vefent ket deuet a-benn da sevel tra pe dra diouzhtu goude an Eil Brezel-bed.
Er bloavezhioù kentañ e veze kentelioù war ar brezhoneg diouzh ar beure hepken, abalamour na oa ket c'hoazh eus ar brezhoneg er skolioù ; pourmenadennoù ha diduamantoù a veze graet goude lein.
Tamm-ha-tamm ez eus bet er c'hamp mui-oc'h-mui a dud ouzhpenn ar familhoù-se, evel ar re a oa o teskiñ gant Skol Ober a veze lakaet e-giz-se d'ober ur staj yezh komzet, ken ez eo deuet KEAV da vezañ ur gwir staj digor d'an holl, kentoc'h eget ur c'hamp vakañsoù e brezhoneg, daoust ma vez degemeret ar familhoù bepred.
Un dra zo ha n'eo ket kemmet avat : ne reer nemet gant ar brezhoneg e KEAV.
E-pad pell amzer e veze klasket kemmañ lec'h bep bloaz, met gant an diaes ma oa deuet kavout unan a-feson (abalamour ma oad krog da zihan a lojañ ar vugale er skolioù) e voe dibabet azalek 1977 chom e skolaj Sant-Alan e Skaer. E 1990 ez eas KEAV da skol Joliot-Curie, e Skaer bepred, betek 2007.
E 2008 e rankas KEAV kuitaat Skaer pa ne c'halle ket ar skol eno e zegemer ken, ha dalc'het e voe an div sizhunvezh staj e skol labour-douar an Nivod, e parrez Lopereg. Abaoe 2009 e vez graet e Kastellin, e-kreiz miz Gouhere.
Ar stajoù
kemmañAnavezet eo KEAV da gentañ-penn evit e staj div sizhunvezh a vez dalc'het e miz Gouhere ha ma ne vez komzet nemet brezhoneg. Ur staj "soubañ er yezh" an hini eo eta. Ouzhpenn ar c'hentelioù diwar-benn ar yezh e vez kinniget d'ar stajidi ober a bep sort traoù e brezhoneg : mont da vale, da welet brezhonegerien eus ar c'hornad m'emañ ar staj ha neuze da gontañ gante, sellet ouzh arvestoù (c'hoariva, kontadennoù ha kement zo). Kentelioù zo bremañ hag a vez kinniget evel stalioù-labour : c'hoariva, video, skrivañ hag all.
E-pad ar goañv, diouzh ar bloavezhioù, e vez aozet ur staj un devezh pe zaou evit ar gelennerien pe ar re a zo e-soñj da vont da gelenn.
A-youl-vat eo ar re a labour evit KEAV, na pa vefent kelennerien pe animatourien a bep sort.
Animatourien, kelennerien
kemmañSetu un toulladig eus an niver bras a dud o deus bet roet harp.
Tud nevez a vez bep bloaz, ha dibosubl eo menegiñ an holl abaoe 1948.
E deroù ar bloavezhioù 1960, pa veze darempredet KEAV gant izili SADED, a-raok ma voe savet o hini e 1968, e voe embannet kaieroù gant anv KEAV:.
- Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1964, (Kentelioù ar Rummad Uhel), Gwenael Maze, Ronan Ar Glew, Erwan Gwegen, Mari Elen Maze, Goulven Pennaod, Loeiz Lemoine, Ivona Konan, 1964.
- Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1965, Erwan Gwegen, Goulven Pennaod, Abennez, Olivier Loyer, 1965.
- Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1966 (Kentelioù ar Rummad Uhel), Abennez, Mari Elen Maze, Gab Cherel, Ronan Jolais, Gwernegan, Yeun Gourves, Tangi Louarn, 1966.
Pennadoù gant skolidi SADED e K.E.A.V. embannet gant Preder
kemmañ- Areizh 01 (K.E.A.V. 1967), Bernez An Nail, Pierrette Kermoal, Gireg Konan, Ivona Konan, Gi Kreac'h, Erwan Evenou, Yann-Fañch Furic.
- Areizh 02 (K.E.A.V. 1967), Gwernegan, Ronan Jolais, Line Bourdier, Yeun Gourves, Gwion Ar Menteg.