Ur skrivagner brezhonek eo Tudual Huon. Ganet eo bet e Brest d'an 20 a viz Genver 1953, mab da Ronan Huon ha da Elen ar Meliner, mab-bihan da Loeiz Herrieu. Kelenner brezhoneg ha saozneg eo en ur skol brevez e Plougastell. Pennskridaozer Al Liamm ha skrivagner eo Tudual Huon. Embanner eo ivez p'emañ e penn Embannadurioù Al Liamm. Treser eo ivez, hag ouzhpenn goloioù levrioù en deus lakaet embann levrioù treset gantañ.

Tudual Huon e miz Gouere 2009

Studioù Aozañ

Desket ha bevet en deus e brezhoneg abaoe e vugaleaj, hag e Brest ivez eo en deus graet e holl studioù, er skol kentañ-derez hag eil derez, hag er skol-veur goude-se. Graet en deus memes tra daou vloavezh en Aberteifi e Bro-Gembre evel skorer lec'h ma oa kroget da zeskiñ ar c'hembraeg. Kelenner eo bremañ war ar brezhoneg hag ar saozneg e Plougastell, nepell diouzh Brest, kêr e vugaleaj, ha diouzh Dirinonn, m'emañ o chom.

Oberoù Aozañ

Skrivañ a ra barzhonegoù, danevelloù... Aet eo war roudoù e dad p’emañ e penn kazetenn hag embannadurioù Al Liamm abaoe 2003.

E Bro-Gembre eo en deus skrivet e levr kentañ e brezhoneg. Eno eo ez eus dihunet ennañ un dedenn bras evit al lennegezh, ar saozneg hag ar c'hembraeg.

Bet eo bet e penn ar gelaouenn fentigellerezh Yod-Kerc'h.

Ar priz kentañ Xavier Langleiz e saozneg hag e lennegezh er bloavezh 1979 a zo bet roet dezhañ abalamour d'e levr Ar Chalboter hunvreoù.

Chin ha barzhoneg en em gemmesk e-barzh e vandennoù treset (Fri Korloko), un doare all da ziskouez displegerezh e zonezon, ar pezh en deus kalz a dalvoudegezh evitañ.

Levrioù Aozañ

Bannoù treset Aozañ

  • Fri Korloko, Al Liamm
  • Kure Brelevenez, Yod-Kerc'h
  • Kala-Mae, e kenlabour gant Erwan Kervella, embannadurioù Al Lanv, 1984.

Danevelloù Aozañ

  • Ar chalboter huñvreoù, Al Liamm, 1979. Seizh danevell enni.

Barzhonegoù Aozañ

Troidigezhioù Aozañ

Levrioù treset gantañ Aozañ

Pennadoù Aozañ

Amañ e vez kavet roll ar pennadoù skrivet gant Tudual Huon er gelaouenn Al Liamm .