Loeiz Herrieu
Loeiz Herrieu, Louis Henrio, ganet d'ar 27 a viz Genver 1879 e Lannarstêr (ul lodenn eus Kaodan er mare-se), Bro-Gwened, Mor-Bihan, marvet d'an 22 a viz Mae 1953, en Alre, Bro-Gwened, Mor-Bihan. Mab labourerion-douar, brezhonegour a-vihanik, derc'hel a reas an douar e Lannarstêr hag en Henbont. Labourer-douar, barzh, skrivagner ha kazetenner brezhonek, ha brogarour breizhat.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Loeiz |
Anv-familh | Henrio |
Deiziad ganedigezh | 27 Gen 1879 |
Lec'h ganedigezh | Lannarstêr |
Deiziad ar marv | 22 Mae 1953 |
Lec'h ar marv | An Alre |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg |
Yezh implijet dre skrid | brezhoneg |
Penalty | indignité nationale |
Micher | istorour, barzh, skrivagner |
Strollad politikel | Strollad Broadel Breizh (1931-1944) |
Relijion | Iliz katolik roman |
Oberenn heverk | Dihunamb |
Diellaouet gant | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek |
Ezel eus | Kevredigezh Vroadel Breizh, Unvaniez Arvor |
E vuhez
kemmañGanet e oa bet e Lannarstêr er Morbihan, d'ar 27 a viz Genver 1879 ha marvet d'an 22 a viz Mae e 1953 en Alre. E anv e marilh an ti-kêr a oa Louis Henrio. Herrieu a oa ur skrivagner gwenedek. Lesanvet e oa “Er Barh Labourer”, ar barzh labourer. Mab ul labourer-douar e oa. Ar gwenedeg a veze e yezh abaoe ma oa bihan. Anvet eo bet Skol Diwan An Oriant skol “Loeiz Herrieu” e 2003. Anvioù-pluenn en devoa : Ab Guenel, Er Barh Labourer, Er Boulom Uisant, Er Bugul Gunthiern, Estik er Goh-Ker, Fetekour, Louis du Cosquer, M.I ( evit Mab Izabel ), L. er Rouzig, pe c’hoazh Er Voualh Argant.
Embann a reas ar gazetenn Dihunamb evit ar wech kentañ e 1905 gant sikour Andrev Mellag. E Dihunamb e kaver pennadoù a bep seurt, rolloù gerioù brezhoneg mat, sonennoù kozh, krennlavarioù, sorbiennoù ha kuzulioù mat evit al labourerien-douar. E vignoned a oa Yann-Ber Kalloc'h, Roperzh ar Mason ha Zavier Langleiz.
Dimeziñ a reas d'an 11 a viz Genver 1910, gant ur plac’h yaouank eus Langedig, Loeiza er Meliner hec’h anv (« Vedig an Evel »).Bet o deus daou paotr unan anvet Meriadeg Herrieu hag a zo beleg ha skrivet gantañ ur geriadur, hag e eil mab a zo Armel Herrieu, labouret en deus evit gouel etrekeltiek an Oriant. Loeiz 'zo bet isofiser e-pad brezel bed 1914-1918. Kendalc'het en deus etre an daou vrezel bed d'ober e labour : un dastumadeg eus traoù Breizh, aozañ kenstrivadegoù e brezhoneg e-barzh ar skolioù, hag evel-just kendalc'het en deus gant e gazetenn “Dihunamb”. Aozañ a reas gant Yann Vari Frañsez Jakob hag André Mellac, gorsedd Lokmariaker.
Rebechoù
kemmañRebechet ez eus bet dezhañ gant souverenisted c'hall zo bezañ bet skrivet pennadoù a oa enep-yuzev e-kerzh ar brezel, ha gant gwir abeg. Evelkent e ranker lakaat ar soñjoù-se e-keñver ar soñjoù a rene d'ar c'houlz-se, o c'houzout e oa Loeiz Herrieu ul lenner reoliek eus ar gazetenn gatolik La Croix hag a vounte seurt siklezonoù enep-yuzev e pennoù an dud a-raok ar brezel, da goulz Afer Dreyfus, koulz hag e-pad ar brezel diwezhañ. Ne rae Herrieu ken nemet restañ e bater war-lerc'h unan all. Ar gazetenn-se, hag a zo bet tremenet da genlabourerez stad Vichy, a zo anezhi c'hoazh en deiz a hiziv ha ne rebecher ket kalz a dra dezhi. Kazetenn an Iliz Katolik gall e oa, hag ez eo c'hoazh. Kaset e veze ar mennozhioù-se en-dro dre hengoun an Iliz abaoe sened-iliz Latran e 1215 (Daoust ha ne oa ket ar bobl yuzev an hini he devoa lazhet ar C'hrist ? a lavarent). Daoust d'ar skridoù divalav-se, n'heller ket renkañ Loeiz Herrieu e-touez an nazied. An 31 pennad a vez rebechet dezhañ a ranker lakaat keñver-ha-keñver gant e oberenn war he led. Pa reer se, e taoler pled ez eo bet hemañ un den a-bouez evit ar vro en e amzer. Rankout a reer kaout doujañs ouzh e oberenn hollek a voe ur gaer a hini, a roas c'hoant da veur a Wenedour da virout ha da labourat rannyezh Gwened.
Oberennoù skrivet
kemmañEr bloaz 1905 e voe moulet niverenn gentañ Dihunamb, ur gelc’hgelaouenn viziek a zo deuet er-maez betek miz Eost 1944. Savet eo bet ar gazetenn-mañ a-benn dihuniñ brezhonegerien Bro Gwened evit diorroiñ muioc’h al lennegezh vrezhonek.
- Dihunamb, kazetenn vrezhonek bet krouet en Oriant gant Loeiz Herrieu, embannet etre 1905 ha 1914, hag adalek 1921 betek 1944.
Levrioù
kemmañ- Kentan Fesken (Première gerbe)... Er flip, Ur fest ; Men Dous. An Oriant. Ti-moulañ A. Cathrine, 1902. 16 p.
- Istoér Breih, pe Hanes ar Vretoned, a-gevred gant skrivagnerion arall; An Oriant, Dihunamb, 1910. 377 p.
- Tud brudet hor bro-ni; embannadurioù Dihunamb, An Oriant, 1931.
- Chansons populaires du pays de Vannes, Guerzenneu ha sonenneu Bro-Guéned, dastumet hag embannet an testennoù e brezhoneg ha lakaet un droidigezh vrezhonek. Skrivet an tonioù gant Maurice Duhamel. Pariz, Rouart, Lerolle et Cie, 1911, 1912, 1930. 3 levrenn — Adembannet gant Festival interceltique de Lorient, 1997. 1 levrenn (185 p.) + 1 bladenn-arc'hant.
- Kammdro en Ankeu : karnedigoù Loeiz Herrieu a-hed pevar bloaz hanter ar brezel 14 ; bet embannet a-dammoù er gelaouenn Dihunamb etre 1933 ha 1942 ; adembannet e doare-skrivañ peurunvan aozet get François Louis e-giz Kammdro an Ankou (Brest: Al Liamm, 1994. 317 p., tresadennoù gant L. Herrieu) — Troidigezhioù e galleg: Le Tournant de la Mort, gant Gabriel Le Mer, Frédéric Le Personnic, Julien Prigent; Plesala : Association "Bretagne 14-18", 2002. 250 p. ; Le Tournant de la Mort, ha notennoù, gant Daniel Carré, Travaux d'Investigation et de Recherche, Roazhon, 2014. Lizheroù skrivet e-pad ar brezel bed kentañ. Embannet goude e varv.
- Nag ar gwenan : lizheroù skrivet gant Loeiz Herrieu d'e wreg a-hed ar brezel, un embann aozet gant Daniel Carré, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2016 ; Daniel Carré ha Travaux d'Investigation et de Recherche a ginnig ivez un embann eus an dastumad e galleg.
- De hortoz Kreiznoz, filajad en nédeleg, skeudennet get Xavier Haas, Xavier de Langlais, Perrin hag en Oberour, An Oriant, "Dihunamb", 1942 (danevelloù);
- Le Breton usuel vannetais (dornlevr deskiñ); Ul levr da zeskiñ brezhoneg gant ur yezhadur, rolloù gerioù renket hervez al lizherenneg, kaozioù. An Oriant. Dihunamb, 1912. — Eil embannadur klokaet e 1934. 386 p.
- La Littérature bretonne depuis les origines jusqu'au XVIIIe siècle. Ur brezegenn graet dirak Kelc'h breizhat An Oriant, d'ar 26 a viz Meurzh 1938. An Oriant, Dihunamb. 1938. 32 p. [Kentañ skrid ul levr a vo embannet e 1943.]
- Dasson ur galon, gwerzenneu. Skeudennet get Padrig Guérin. Résonances d'un cœur, poèmes bretons. Kinniget gant Pier Tual. Pondivi. Dihunamb, 1957. XVI-255 p. — Embannadur all gant Brud Nevez, 1983. 144 p.
- Buguléz Kerdored (e Meheuen 1792). Péh hoari e ter loden ar amzér en Dispeah é Lanngedig. An Oriant. E. Le Bayon, 1913. 48 p.
- De hortoz kreiznoz, filajad en Nédeleg skeudennet get Xavier Haas, Xavier de Langlais, Perrin hag en oberour. An Oriant. Dihunamb, 1942. XL-305 p.
Pennadoù all
kemmañUr bern pennadoù en deus skrivet e kelaouennoù all. Sellit ouzh Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien savet gant Lukian Raoul, Al Liamm, 1992.
Liammoù
kemmañ- [1],"Mem bro", skrivet gant Loeiz Herrieu ha distaget gant Albert Bocher, barzhoneg brudet Loeiz Herrieu klevet e Kan ar Bobl 2008 e Pondi.
- (fr) Lec'hienn diwar-benn Loeiz Herrieu