Albert Boché

(Adkaset eus Albert Bocher)

Albert Boché, bet ganet e 1927 e Pleurdud (Bro-Wened), ha marvet d'an 30 a viz Kerzu 2012, a oa ur skolaer breizhat, aet da gelenner saozneg ha brezhoneg.

Kelennet en deus saozneg er skolajoù, e hini Baod peurgetket.

Er bloavezhioù 1980 ec'h aozas stajoù evit kevredigezh ar Skolaerien ha Kelennerien Publik Breizhat. Dreist e oa e anaoudegezh eus brezhoneg Gwened.

Kemer a reas perzh e 1979 e kentañ hentenn brezhonek Assimil, savet gant Fañch Morvannou (el lodenn wenedek). Aozañ a reas kentelioù brezhoneg dre lizher. Kemer a reas perzh en abadennoù radio war Radio Kimerc'h ha goude war Radio Bro Gwened.

E 2006 e oa bet anvet e "Kuzul ar re fur" evit TES (Ti Embann ar Skolioù).

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2012.

Pennadoù

kemmañ
  • Des dialectes à la langue écrite, Skol Vreizh niv. 31

Liammoù diavaez

kemmañ