Pleurdud

kumun ar Mor-Bihan

Pleurdud a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.

Pleurdud
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Ploërdut
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56163
Kod post 56160
Maer
Amzer gefridi
Jean-Luc Guilloux (Strollad Sokialour Gall)
2014-2026
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz-Breizh
Lec'hienn web (fr)www.ploerdut.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 228 ann. (2020)[1]
Stankter 16 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 05′ 19″ Norzh
3° 17′ 14″ Kornôg
/ 48.0886111111, -3.28722222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 212 m
bihanañ 114 m — brasañ 285 m
Gorread 75,83 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pleurdud

Douaroniezh kemmañ

War lez ar Skorf emañ Pleurdud.

Anv kemmañ

  • Erwan Vallerie ː Ploerdut, 1285; Plouiredut, 1387; Pluerdut, 1407; Ploeretut, 1453; Ploerduc, 1516; Pleurdut, 14553; Pleurduz, 1630; Plouerdut, 1779

Gerdarzh

  • Diwar « plou » hag Ildud, manac'h brezhon[2].

Ardamezioù kemmañ

En gul e dreustell en argant karget gant ul las-karantez en sabel loc'hant diouzh al lezioù, heuliet ouzh kab gant div mailhenn en aour, hag ouzh beg gant ur pennzelwenn rod-heoliek Sant Ildud ivez en aour; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel

Istor kemmañ

Henamzer kemmañ

XVIIvet kantved kemmañ

  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Pleurdud, François Roüan e anv, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3] .

Dispac'h Gall kemmañ

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Pleurdud e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pleurdud da benn ur c'hanton, hini Pleurdud; div c'humun a oa ennañ: Lanwelan ha Pleurdud; e Bann ar Faoued e oa. Diskaret e voe Kanton Pleurdud gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Pleurdud e Kanton ar Gemene bet miret ha brasaet e 1801 gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800[4],[5].

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 162 waz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,50 % eus he foblañs e 1911[6].

Eil brezel-bed kemmañ

  • Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 357 repuad e Pleurdud; 8 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940(fr)[7].
  • 1944:
    • d'ar 15 a viz Mae e voe tapet 53 180 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs, 25 950 Lur d'ar 6 a viz Even ha 4 000 Lur d'an 29 a viz Gouere, ar re-mañ a voe rentet d'ar 5 a viz Gwengolo[8];
    • e miz Even 1944, daou zen eus ar Rezistañs a voe bet lazhet gant an Alamaned; ur paotr all a voe lazhet p'edo o klask tec'hout;
    • fuzuilhet e voe ur gwaz ag ar gumun e Landordu e Berne, d'ar 6 a viz Gouhere abalamour d'e berzh er Rezistañs; barnet e oa bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued[9];
    • d'an 31 a viz Gouere e teuas kantadoù a vilourion alaman da dagañ paotred ar strouezheg e Moustoer-Riallan; daou zen eus ar Rezistañs a voe lazhet, met an Alamaned a gollas tregont soudard, lod anezhe lazhet, ar re all gloazet hepken[10].
  • Mervel a reas 14 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[11].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Iliz katolik Sant Pêr.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik.

Emdroadur ar boblañs aboe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

  de Barac'h,

Aotrounez al lec'h se e Pleurdud

En aour e ziv dreustell skoulmet en sabel
  Barisy,

Aotrounez Kermaria ha Keraudren

En argant e deir joskenn diframmet en sabel
  de Beaucours

Aotrounez Kermarker ha Kerourhin

En gul e zri sparfel en argant, pigoset, iziliet ha grizilhonnet en aour
  Guiller

Aotrounez Fontaineper

En aour e sourd en sabel o tislonkañ flammoù en gul

Gevelliñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 21
  3. (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  4. (fr)Cassini - EHESS - Pleurdud - Fichenn ar gumun
  5. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 262
  6. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  7. (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 119
  8. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 263
  9. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
  10. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 53-55
  11. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv