Berne
kumun ar Mor-Bihan


Berne | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Berné | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Gourin | |
Kod kumun | 56014 | |
Kod post | 56240 | |
Maer Amzer gefridi | David Guilloux 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Roue Morvan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | www.berne-morbihan.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 545 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 44 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 120 m bihanañ 36 m — brasañ 166 m | |
Gorread | 34,77 km² | |
kemmañ ![]() |
Berne (ne vez skrivet Berné nemet e galleg) zo ur gumun eus Breizh, e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.
DouaroniezhAozañ
War lez ar Skorf emañ Berne.
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
- Dauzat & Rostaing ː Berrené, 1387[2]
- Erwan Vallerie : "Berrené, 1319; Berené, 1332; Berrené, 1360; Berrené, 1387; Beronne, 1516; Berevez, 1553"[3]
- Hervé Abalain : "Berrene en 1387, < Bernac / Brennac dre metatezenn
- Daniel Delattre : "Berrenne, Beprene au XVè"
GerdarzhAozañ
- Dauzat et Rostaing ː anv den galian ha roman Brennius (eus galianeg Brennus) ha lostger -acum".
- Emb. Flohic : e c'hellfe dont eus bern,
- Hervé Abalain : marteze domani Brennos / Brennus; marteze 'bre' ha 'nec'h' , dre ma Berne en em gav war un uhel. Derc'hel sonj ivez hag e oa ar barrez dindan anv Brevin, arc'heskob Canterbury
ArdamezioùAozañ
IstorAozañ
HenamzerAozañ
- An hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ) a dreuze ar Skorf e Pontuler e Berne; e Ziñseg, war lez an hent, e oa bet savet ur c'hamp gant ar Romaned[4].
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Berne gant teir c'humun ennañ: An Ignol, Berne ha Sant-Karadeg-Tregonvael; e Bann ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Berne e 1801 ha lakaet Berne e Kanton ar Faoued bet miret ha brasaet ivez gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Berne en Arondisamant Pondi e 1800[5],[6].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 78 gwaz hervez marilhoù ar gumun, 83 hervez monumant Santez-Anna-Wened ha hervez monumant ar re varv (d.le. 4,09 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911)[7] eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[8].
Eil Brezel-bedAozañ
Repuidi-brezelAozañ
- D'an 1 a viz Even 1940 e oa 192 repuad e Berne; 12 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[9].
1944Aozañ
- Miz Even: un den ag ar Rezistañs a voe lazhet gant an Alamaned e Kergaer;
- Miz Gouere: d'ar 6, 16 den ag ar Rezistañs a voe fuzuilhet e Landordu; d'an 18, tri ezel arall ag ar Rezistañs a zo bet fuzuilhet e Kernevez-Ziñzeg[10].
Tud marvetAozañ
- Mervel a reas 21 den abalamour d'ar brezel[11].
Brezelioù didrevadennañAozañ
- Daou waz a varvas e Brezel Indez-Sina ha pevar e Brezel Aljeria[12].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Maner Pontkalleg
- An iliz-parrez Sant Breven
- Monumant ar re varv
- Chapel Sant Albaod
- Chapel ar Galon Sakr
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- Paul Ihuel (2 a viz Du 1903 e Pondi-22 a viz Here 1974 e Pariz, Bro-C'hall), maer ar gumun, kuzulier Kanton ar Faoued (1945-1974), kannad ar Mor-Bihan e 1936-1940 hag e 1945-1974, kadoriad kuzul-departamant ar Mor-Bihan, Is-sekretour-stad ha Sekretour-stad al Labour-Douar[13].
Ardamezeg ar familhoùAozañ
de Malestroit
Aotrounez Pontkallek |
En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3. | |
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Centre généalogique et historique du Poher. Kaier ar Poher. n° 66. Miz Here 2019
- Job Jaffre : Seigneurs et Seigneuries du Kemenet-Héboé, Éditions Dalc'homp Soñj, 1986
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Albert Dauzat et Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 16
- ↑ Cassini - EHESS - Berne - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 46, 173 ha 342
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 94
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 20 da 23
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993