Kanton Berne (1790)
- Arabat droukveskañ gant kanton Bern, e Suis.
Krouet e voe Kanton Berne e 1790[1] Ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro dilenn eus Bann ar Faoued e departamant ar Mor-Bihan e oa. Teir c'humun a oa ennañ:
- An Ignol[2],
- Berne (pennlec'h),
- Sant-Karadeg-Tregonvael[3].
Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-Ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[1].