An Ignol

kumun ar Mor-Bihan
Arabat droukveskañ gant an Ignel.

An Ignol zo ur gumun e Breizh e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.

An Ignol
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Lignol
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56110
Kod post 56160
Maer
Amzer gefridi
Carole Le Yaouanq
2020-2026
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz Breizh
Poblañsouriezh
Poblañs 844 ann. (2020)[1]
Stankter 22 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 02′ 18″ Norzh
3° 16′ 10″ Kornôg
/ 48.0383333333, -3.26944444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 117 m
bihanañ 93 m — brasañ 187 m
Gorread 38,43 km²
Lec'hiañ ar gêr
An Ignol

Douaroniezh

kemmañ
  • War lez ar Skorf emañ an Ignol.

Dezougen

kemmañ
  • Erwan Vallerie ː Lignol, 1304; Lingnol, 1327; Lignol, 1345; Lignoll, 1387, 1418; Minor lege Ninior, 1630

Ardamezioù

kemmañ

En glazur, e eizh kanochenn en aour, 3, 2, 2 et 1; e c'hrenngonk en gul karget gant ur c'hleze en argant, beg ouzh kab.

Sturienn : Qui désire n’a repos

  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Berne; e Bann ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Berne e 1801 ha lakaet An Ignol e Kanton ar Gemene bet miret ha brasaet ivez gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe An Ignol en Arondisamant Pondi e 1800[2],[3].
  • Mervel a reas 100 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 4,92 % eus he foblañs e 1911[4].
  • Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 341 repuad en Ignol; 13 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[5].
  • D'ar 14 a viz Ebrel 1944 e voe kemeret 41 803,20 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs, ha 97 000 Lur d'ar 7 a viz Even 1944[6].
  • Mervel a reas 22 zen ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
  • E miz Even 1944, un den eus ar Rezistañs a voe lazhet gant an Alamaned; ur paotr all eus ar Rezistañs hag ur c'houer a voe serret d'an Alamaned: n'int ket bet adkavet; e miz Gouere, un ezel eus ar Rezistañs a voe fuzuilhet goude bout bet boureviet er Faoued[8].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Maner Kerouallan.
  • Maner ar C'hoskro.
  • Chapel Sant Iwan.
  • Chapel Sant Herwezhen.
  • Chapel Sant Melan.

Emdroadur ar boblañs

kemmañ

• Mammennoù : (fr)Cassini hag (fr)INSEE

Melestradurezh

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  Baellec,

Aotrounez Kerouallan

en argant e erez dispak en glazur
  Baillet,

Aotrounez Kerouallan

en argant e deir askolenn geotet bleuniet en gul
  Barisy,

Aotrounez Kergariou

en argant e deir joskenn diframmet en sabel
  de Beaucours

Aotrounez Cosquer

En gul e zri sparfel en argant, pigoset, iziliet ha grizilhonnet en aour

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Cassini - EHESS - An Ignol - Fichenn ar gumun
  3. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 173
  4. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  5. (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 119
  6. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.174
  7. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  8. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 50-51