Maner Pontkalleg
Maner Pontkalleg zo ur maner e kumun Berne.
Savet e voe ar maner kentañ e dibenn an XIIIvet kantved. Da zuged Breizh e voe an dalc'h betek 1332[1]. Goude se e tremenas etre daouarn meur a diegezh nobl eus Breizh, an tiegezh Derval, an tiegezh Malastreg hag an tiegezh Gwern diwezhatoc'h c'hoazh. Ur varkizelezh e voe graet eus an douar-se e 1657, gant Loeiz XIV. Clément-Chrysogone de Guer, trede markiz Pontkalleg, dibennet e Naoned e 1720, a voe perc'henn d'an douar-se war-lerc'h e dad-kozh hag e dad.
E-pad brezelioù ar C'hevre e voe kemeret ar maner meur a wech gant an eil tu pe egile. Ur pennad amzer goude eo bet koad Pontkalleg un toull-kuzh d'ar Chouaned. Ken ne grede ket ar re c'hlas monet a-barzh nemeur.
Goude an tiegezh Gwern e tremenas ar maner, pe ar pezh a chome anezhañ, rak an tan a oa bet ennañ e 1795, d'an tiegezh Cossé-Brissac, eus Anjou. Adsavet e voe ganto e 1882.
Abaoe 1955 ez eus ur gumuniezh leanezed, Dominikanezed, o chom eno.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Revue de Bretagne et de Vendée, Volume 12, Arthur Le Moyne de La Borderie, Les sires du Quémenet-Heboi et du Pontcallec, p. 223