Pondi
Pondi | ||
---|---|---|
![]() Fozioù Kastell ar Roc'haned | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pontivy | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi (isprefeti) | |
Kanton | Pondi (pennlec'h) | |
Kod kumun | 56178 | |
Kod post | 56300 | |
Maer Amzer gefridi | Christine Le Strat 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Pondi Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Bondi | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 15 092 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 607 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 60 m bihanañ 48 m — brasañ 192 m | |
Gorread | 24,85 km² | |
kemmañ ![]() |
Pondi zo ur gumun hag ur gêr e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.
ArdamezioùAozañ
En gul, a nav mailhenn en aour, 3, 3, 3 Tiegezh Roc'han, 1222 Andon : d'Hozier, 26.03.1698 |
IstorAozañ
VIIvet kantvedAozañ
Hervez ar richenn e oa bet krouet Pondivi gant ar manac'h sant Ivi er VIIvet kantved.
XIXvet kantvedAozañ
Trubuilhoù a voe e kêr d'an 21 ha d'an 22 a viz Gouere 1675[2]; taget e voe ti ur bourc'hiz hag evet ar gwin a oa eno. Aloubet e oa bet kêr Bondivi d'an 21 « gant 2000 peizant a lonk pe skuilh 400 muid eus feurm an deverioù » ; dieubet eo bet gant « e vourc'hizien » d'an 21 a viz Even[3].
Digolloù a voe paeet gant parrezioù Noal-Pondivi (8 000 lur), Malgeneg (1 500 lur), Stival (500 lur) ha Bizhui-an-Dour (400 lur) d'an aotrou de la Pierre ha da tud all eus Pondivi goude an distrujoù bet graet e kêr e-pad an emsavadeg[4].
Dispac'h GallAozañ
Krouet e voe ar gumun e 1790 e departamant ar Mor-Bihan. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h ur c'hanton, hini Pondivi, gant kumun Pondivi ennañ hepken, ha da benn ur bann, seizh kanton ennañ : Baod, ar Gemene, Klegereg, Logunec'h, Noal-Pondivi, Pluniav ha hini Pondivi. E 1795 e voe dilamet ar bann. E 1800 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h arondisamant Pondivi bet krouet gant al lezenn eus ar 17 a viz C'hwevrer 1800. Brasaet e voe kanton Pondivi dindan anv Kanton Pondivi ivez gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[5],[6],[7].
NapoléonvilleAozañ
Adalek an 9 a viz Du 1804 betek ar 14 a viz Ebrel 1814 e oa anvet Pondivi "Napoléonville" war urzh an diktatour ha danvez-impalaer Napoleone Buonaparte. Evel La Roche-sur-Yon, Napoléonville e Vendée, e oa bet soñjet gant Napoleon e vefe ur gêr pouezus evit derc'hel kornôg Frañs ha Breizh. C'hoant en devoa da sevel adal ar gêr 3 000 annezad enni « er peoc'h, ur greizenn-genwerzh veur, hag er brezel, ur greizenn vilourel bouezus ».
Napoleon a soñje gantañ e oa Pondivi ur gêr a c'hellje bezañ pouezus-tre ma vije kleuzet kanolioù evit al listri-brezel a c'hellfe treuziñ Breizh pell diouzh re ar Saozon a oa mistri war ar mor : kanol ar Blavezh ha kanol Naoned-Brest.
Krouet e oa bet diouzhtu ur c'harter nevez gant ur blasenn-armoù, un isprefeti, ur c'hazarn hag ul lise.
XIXvet kantvedAozañ
D'an 29 a viz Genver 1806 e voe staget kumun Stival ouzh kumun Pondivi[8].
1864: tizhet e voe Pondivi gant an hent-houarn.
Krouet e voe kumun Ar Sorn d'ar 1añ a viz Meurzh 1869 diwar lodennoù eus tiriadoù kumunioù Bizhui, Gwern, Malgeneg, Pondivi ha Stival[9],[10].
Brezel 1870-1871 : pevar gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel.
XXvet kantvedAozañ
316 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,35 % eus he foblañs e 1911[11].
Tremen 3 000 repuad deuet eus hanternoz Bro-C'hall a oa e Pondivi e miz Even 1940[12].
D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Pondivi[13].
E miz Here 1940 e voe harzet ar gantreidi er Mor-Bihan ; bac'het e voent e kamp Toulboubou e Pondivi, 18 tiegezh hag eizh den o-unan, da lavaret eo 32 waz, 28 maouez ha 56 bugel ; war urzh an Alamaned e voent kaset gant un tren betek kamp-bac'h Maezon-ar-Stêr e miz Du 1940[14].
E miz Gouere 1944 e voe kemeret 150 000 lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[15].
D'ar 4 a viz Eost 1944 e voe dieubet Pondivi[16].
D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant ; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[17].
Mervel a reas 96 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[11].
- Trevadennoù
- Mervel a reas 16 milour e Brezel Indez-Sina ha pemp arall en Aljeria.[11]
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'ar 4 a viz Eost 2004 e oa bet votet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 21 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label « Ya d'ar brezhoneg » live 2.
DeskadurezhAozañ
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1984.
- E distro-skol 2022 e oa 132 skoliad enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (9,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Redadeg 2010Aozañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Ar Gwenn-ha-Du
dirak ar c'hastell
- Kastell ar Gêr nevez
- Iliz katolik Intron Varia ar Joa, XVIvet kantved,
- Iliz katolik Sant Meriadeg, e kêriadenn Stival, XVIvet kantved,
- Chapel ar Gelenneg,
- Chapel Santez Trefin
- Karterioù kozh gant tiez XVvet-XVIvet-XVIIvet kantvedoù,
- Porzh.
Tud brudetAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- Ferdinand Le Drogo, marc'hhouarnour breizhat, kampion Bro-C'hall e 1927 ha 1928, 10 a viz Here 1903
- Paul Ihuel (2 a viz Du 1903-22 a viz Here 1974 e Pariz, Bro-C'hall), maer Berne, kuzulier Kanton ar Faoued (1945-1974), kannad ar Mor-Bihan e 1936-1940 hag e 1945-1974, kadoriad kuzul-departamant ar Mor-Bihan, Is-sekretour-stad ha Sekretour-stad al Labour-Douar[14]
- Jef Le Penven, sonaozour breizhat, 3 a viz Du 1919.
- 1969 : Yannig Audran, skolaer, soner ha skrivagner brezhonek.
DouaroniezhAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

- Mammennoù : Cassini hag EBSSA.
MelestradurezhAozañ
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
- (br) (fr) Lec'hienn ofisiel Ti-Kêr Pondivi
- (fr) Pontivy Cité Internationale
- (br) Geobreizh
- (fr) 27 kevarzhe e Pondi
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975, p. 113
- ↑ Auguste Dupouy, Histoire de Bretagne, p. 265, Embannadurioù Boivin, 1932, adembannet gant an embannadur Calligrammes, Kemper, hag embannadurioù Ar Morenn, Ar Gelveneg, 1983.
- ↑ Les Révoltes bretonnes de 1675, pp. 159-160.
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p. 290.
- ↑ Cassini - EHESS - Pondivi - Fichenn ar gumun
- ↑ Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 378.
- ↑ Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 14
- ↑ Cassini-EHESS
- ↑ 11,0 11,1 ha11,2 Monumant ar re varv
- ↑ "Le Télégramme", 18 a viz Even 2010
- ↑ Le Morbihan en guerre 1939-1945, Archives départementales du Morbihan, 2009, p. 23
- ↑ 14,0 ha14,1 Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 297
- ↑ Le Morbihan en guerre 1939-1945, p. 130.
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pp. 315-316.