Devon
Evit implijoù all, gwelet Devon (disheñvelout).
Devon | |
---|---|
Banniel Devon |
|
Kêr-benn | Exeter |
Gorread | 6707 km² |
Poblañs | 1 122 100 |
Stankted ar boblañs | 170 annezad/km² |
Distrigoù | |
![]() |
Devon (hervez an anv ofisiel saoznek, ral eo an anv Devonshire, Dewnens hervez an anv kerneveurek pe Dyfnaint e kembraeg, pe Devnent e brezhoneg un nebeudig tud), a zo ur gontelezh saoz, e mervent Bro-Saoz, hag a oa Dumnonia hec'h anv latin.
Kontelezhioù amezekAozañ
Kernev-Veur an hini a zo er c'hornôg dezhi. Dorset ha Somerset (Gwlad yr Haf e kembraeg, Bro an Hañv en brezhoneg) eo anv an div gontelezh er reter dezhi.
IstorAozañ
Dont a ra an anv "Devnent" eus meuriad an Dumnonii, Brezhoned a oa oc'h ober o annez eno da vare an aloubadeg roman. Talvezout a ra kement hag "Annezidi an traoñ don."
Kontelezh lidel ha kontelezh amaezhelAozañ
Abaoe ar 1añ Ebrel 1998 ez eo disrannet Plymouth (9) ha Torbay (10) diouzh kontelezh amaezhel Devon, deuet ma 'z int da vezañ Amezherioù unvan. Chom a reont e kontelezh lidel Devon avat.
- Devon