Plymouth (Bro-Saoz)
Plymouth (distaget [ˈplɪməθ] e saozneg ; distaget Plimout alies gant ar Joniged) (Aberplymm e kerneveureg), zo ur porzh bras e Bro-Saoz e kontelezh Devon, er reter da g-Kerne-Veur. Brudet eo evel porzh-brezel dreist-holl dre m'eo an hini brasañ en Europa ar c'hornôg.

GerdarzhAozañ
Dont a rafe anv kêr eus anv ar stêr Plym mouth, genoù e saozneg. Savet eo an anv kerneveurek gant aber ha Plym, skrivet Plymm gant lod.
DouaroniezhAozañ
Emañ kêr Plymouth etre ar stêr Tamer er c'hornôg, hag ar stêr Plym er reter, en ur pleg-mor a ra anezhi unan eus brasañ perzhier naturel er bed. Se zo kaoz e oa ur goudor eus ar c'hentañ evit ar morlu saoz.
IstorAozañ
Eus Plymouth e tivroas an dud anvet pilgrims da Amerika en 1620 war al lestr Mayflower, hag eno e voe savet trevadenn Plymouth gante ha kêr Plymouth, e Massachusetts.
StatudAozañ
Abaoe ar 1añ Ebrel 1998 ez eo un Amaezherezh unvan disrannet diouzh kontelezh amaezel Devon, daoust dezhi chom en he c'hontelezh lidel, e Bro-Saoz,
Kêrioù gevelletAozañ
Dimezet pe gevellet eo ar c'hêrioù-mañ gant Plymouth:
- Brest, Breizh abaoe 1963
- Gdynia, Polonia abaoe 1976
- Novorossiysk, Rusia abaoe 1990
- Donostia, Euskal Herria , abaoe 1990
- Plymouth, Massachusetts, SUA abaoe 2001.
Darempred zo ivez gant :
Da VreizhAozañ
Ul lestr-treizh a zo da vont a-dreuz Mor Breizh eus Plymouth da Rosko.