Dumnonia a oa ur rouantelezh vrezhon e mervent Preden. Enni e oa an douaroù hag a zo aet da ober kontelezh Devon hiziv, un darn eus Somerset ha marteze un darn vihan eus Dorset. Diasur eo hec'h harzoù war-du ar reter ha n'eo ket sklaer hag-eñ e oa Kernev-Veur un darn anezhi pe ne oa ket.

Dumnonia
Rouantelezh Dumnonia

410 – 710 Flag
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Pa oa aet kuit ar Romaned 410
 - aloubet gant Wessex 710

Dont a ra anv Dumnonia eus anv meuriad an Dumnonii, ur bobl geltiek hag a veve er vro kent aloubadeg ar Romaned. N'eo ket sklaer hag-eñ e oa ur rouantelezh unvan pe ur strollad adrouantelezhioù. War a seblant e oa damzieub Kernev-Veur d'an nebeutañ, marteze peogwir e klote gant meuriad kozh ar g-Cornovii.

Dumnonia eo anv latin ar vro met anavezout a reer eilstummoù evel Damnonia ha Domnonia. West Wales e oa anvet gant tud Wessex hag e kembraeg e veze graet Dyfneint anezhi, ur stumm hag a adkaver en anv a-vremañ e kembraeg hag e kerneveureg (Dewnens).

Rouaned Dumnonia

kemmañ

N'anavezer ket mat roll rouaned Dumnonia. Meur a anv a gaver er c'hronikoù pe el lignezioù kembreat.

Fin ar rouantelezh

kemmañ

Niverusoc'h e teue an emgannoù da vezañ etre Dumnonia ha Saozon Wessex er VIIvet kantved. Kollet e voe ganti e 658 an darn eus Somerset a oa er reter hag en norzh d'ar stêr Parett ha kouezhañ a reas ar peurrest eus ar gontelezh a-vremañ e 710. Aloubet e voe Devon e fin ar VIIIvet kantved war a seblant. Ar Vrezhoned a oa o vevañ en tu arall d'an Tamar a viras o frankiz betek an XIvet kantved.

Daveoù

kemmañ