Preden
Preden zo un anv brezhonek, deuet eus an henvrezhoneg, hag a vez graet eus Enez Vreizh, dreist-holl a-raok krouidigezh Bro-Saoz, er Grennamzer. Diwar an anv Preden eo bet savet ar gerioù predeneg ha predenek.
Lec'hanvadurezhAozañ
An anv Preden, a gaver en anvioù-lec'h Rosporden ha Trebeurden, a zo kar da anv kembraek Prydain, anv Breizh-Veur e kembraeg.
TestenioùAozañ
Kavout a reer an anv preden e brezhoneg adalek 1930, meneget eo :
- e Gwalarn, niverenn 23, embannet e 1930 [1];
- e Geriadur Vallée[2], embannet e 1931 ;
- gant Abeozen e-barzh Yezadur berr ar c'hembraeg, Gwalarn, niverenn 51, embannet e 1933, ma kaver ar ger deveret predenek [3];
- gant Roparz Hemon e-barzh Istor burzudus hon tadou, Gwalarn, niverenn 94, embannet e 1936, ma kaver ar ger deveret predeneg [4];
- gant Arzel Even e-barzh Istor ar Yezhoù keltiek, embannet e 1962;
- e Grand choix de prénoms bretons, Coop Breizh, 1985[5]