9 Du
deiziad
(Adkaset eus 9 a viz Du)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1729 : Feur-emglev Sevilla etre Bro-C'hall, Bro-Saoz ha Spagn ; asantiñ a ra Spagn ez eo saoz Jibraltar.
- 1799 : Taol-stad 18 a viz al latar gant Napoléon Bonaparte.
- 1804 : Pondi a zeu da vezañ "Napoléonville.
- 1918 : roet e zilez gant Gwilherm II (Alamagn), trede ha diwezhañ Impalaer alaman, navet ha divezhañ Roue Prusia.
- 1938 : Nozvezh ar strink a-enep Yuzevien an Trede Reich en Alamagn.
- 1965 : sac'hadenn dredan vras er biz d'ar Stadoù Unanet.
- 1981 : embannet eo ul lezenn hag a aotre ar radioioù dieub da skignañ.
- 1989 : diskaret Moger Berlin.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1719 : Domenico Ponziani, mestrchoarier ha saver studiadennoù echedoù italian.
- 1787 : Johann Natterer, dastumer, loenoniour ha naturour aostrian.
- 1789 : Thomas Ignatius Maria Forster, naturour ha steredoniour saoz.
- 1818 : Ivan Tourgeniev, skrivagner rusianek.
- 1824 : Arthur Hay, evnoniour skosat hag ofiser er British Army.
- 1841 : Edouarzh VII, roue ar Rouantelezh-Unanet eus 1901 betek e varv.
- 1864 : Paul Sérusier, livour gall.
- 1865 : Édouard Nignon, keginour breizhat.
- 1893 : Liam Lynch, jeneral e Lu Republikan Iwerzhon.
- 1906 : Camille Le Tallec, priour breizhat.
- 1922 : Raymond Devos, aktour ha fentigellour belgiat.
- 1926 : Vicente Aranda, filmaozer spagnol.
- 1929 : Imre Kertész, skrivagner hungarek, Priz Nobel al Lennegezh e 2002.
- 1934 : Carl Sagan, steredoniour ha skrivagner stadunanat.
- 1936 :
- Mikhail Tal, mestrc'hoarier echedoù latviat ha soviedat.
- Mary Travers, kaner-sonaozerez, unan eus izili an triad kanerien stadunanat Peter, Paul and Mary.
- 1948 : Luiz Felipe Scolari, melldroader ha gourdoner brazilian.
- 1973 : Vladislav Tkachiev, mestrc'hoarier echedoù rusian broadet gall.
Marvioù
kemmañ- 1399 : Yann IV (dug Breizh), Dug Breizh, eus 1364 betek e varv.
- 1918 : Guillaume Apollinaire, barzh gall.
- 1944 : Frank Marshall, mestrc’hoarier echedoù stadunanat.
- 1970 : Charles de Gaulle, jeneral ha Prezidant ar Republik C'hall eus 1959 betek 1969.
- 1991 : Yves Montand, kanour hag aktour gallek.
Lidoù
kemmañ- Iliz katolik roman
- Sant an deiz : Sant Kadvalaer
- Dedi Penn-iliz al Laterano e Roma savet diwar urzh an impalaer Kustentin añ e-lec'h m'eo bet dalc'het 5 sened-meur an Iliz katolik roman