Paul Sérusier

livour galleg

Paul Sérusier, livour gall, bet ganet e Pariz e 1864, marvet e Montroulez e 1927. Livour post-impresionist eo bet a-raok sevel ha kas en dro an emsav anvet an "Nabied" (ar pezh a dalvez kement hag "ar Brofeded" en hebraeg).

Paul Sérusier

E Breizh eo ma kav e hent ha ma ya ar pellañ evit kavout e dro-livañ : e Pont-Aven da gentañ e-lec'h ma tarempred arzourien all, evel Gauguin, ha da c'houde e Kastell-Nevez-ar-Faou hag en Uhelgoad.

E oberennoù Aozañ

  • Ar gouren, 1890-1891, Mirdi Orsay, Pariz
  • Natur divuhez ar c'horz-dour, 1904, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, an Havr-Nevez
  • An Degemenn, 1905, Ti-kêr Gwengamp
  • Moizez hag ar bod loskidik, 1905, Ti-kêr Gwengamp
  • Adorasion an Tri Roue hag ar Vesaerien, 1905, Ti-kêr Gwengamp
  • Menez ar Pupli, 1907, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, an Havr-Nevez
  • Ar Mesaer Corydon, 1913, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, an Havr-Nevez
  • Eva vrezhon pe Melkoni, 1914, Mirdi Orsay, Pariz
  • Badeziant ar C'hrist, 1915, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
  • Krist ouzh ar groaz, 1916, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
  • An Dasorc'hidigezh, 1917, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
  • Diorroidigezh ar Werc'hez, 1918, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou

Levrlennadur Aozañ

Liammoù diavaez Aozañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.