An Uhelgoad
kumun Penn-ar-Bed
(Adkaset eus Uhelgoad)
An Uhelgoad | ||
---|---|---|
Al lenn hag ar bourk | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Huelgoat | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | an Uhelgoad (betek 2015) Karaez (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 29081 | |
Kod post | 29690 | |
Maer Amzer gefridi | Benoît Michel 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Menez Are Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 409 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 95 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 175 m bihanañ 92 m — brasañ 267 m | |
Gorread | 14,87 km² | |
kemmañ ![]() |
An Uhelgoad a zo ur gumun eus Bro-Gerne, e Menez Are, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.
ArdamezioùAozañ
IstorAozañ
HenamzerAozañ
- Ne gaver ket pikol tra a denn d'an Henamzer en Uhelgoad, diwar ziouer a furchadennoù hag a enklaskoù moarvat. Koulskoude, dre ma n'emaer ket pell diouzh an hentoù pouezus a voe savet da vare ar Romaned ez eur techet da grediñ e veze darempredet an dachenn a ya d'ober parrez an Uhelgoad hiziv gant soudarded Roman. Soñjal a reer e oa bet Romaned o chom er c'hamp a vez graet « kamp Artus » anezhañ.
XVIIvet kantvedAozañ
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: anavezet eo ar barrez evit fedoù liammet gant dispac'h ar bonedoù ruz e 1675. Un digoll a 800 lur a voe paeet gant ar barrez d'an aotrou Le Moyne de Trevigny goude tagadenn e gastell e Sant-Hern d'an 11 a viz Gouere 1675 e-pad an emsavadeg[2].
XXvet kantvedAozañ
- d'an 20 a viz Even 1940 e tegouezh al lu alaman en Uhelgoad;
- dieubet e voe an Uhelgoad gant lu ar Stadoù-Unanet ha stourmerion ar Rezistañs goude emgannoù ouzh an Alamaned d'ar 5 ha d'ar 6 a viz Eost 1944.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Un tamm-mat a reier iskis ha brudet a gaver en dro d'an Uhelgoad. En o zouez...
DouaroniezhAozañ
- War lez ar Stêr Arc'hant emañ an Uhelgoad.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
Tud brudetAozañ
Tud bet marvet enoAozañ
- 1919 : Victor Segalen, skrivagner
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109.