Brezel Korea ( e koreaneg: 한국 전쟁) a oa ur brezel a zegouezhas etre 1950 ha 1953, e ledenez Korea, etre armeoù Norzhkorea, harpet gant URSS ha Sina, en un tu, ha re Korea ar Su, skoaziet gant SUA ha riezoù ar c’hornôg skoret gant ar Broadoù Unanet, en tu arall. Ouzhpenn daou milion a Goreaned a varvas e-korf ar brezel-mañ.

Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn
Brezel Korea
brezel
Rann eusBrezel Yen Kemmañ
StadKorea Kemmañ
Lec'hStrizh-mor Korea, Mor Japan, Ledenez Korea Kemmañ
Lec'hiadurLedenez Korea, Mor Melen, Mor Japan, Strizh-mor Korea, China–North Korea border Kemmañ
Deiziad27 Gou 1953 Kemmañ
Deiziad kregiñ25 Mez 1950 Kemmañ
Deiziad echuiñ27 Gou 1953 Kemmañ
Abeg pennañKim Il-sung Kemmañ
Order of battleU.S. Seventh Fleet Korean War order of battle, U.S. Eighth Army Korean War order of battle Kemmañ
Luc'hskeudennoù a vrezel Korea (ag al lein d'an niaz, ag an tu kleiz d'an tu dehou): kiladeg soudarded an US Marines e fin miz Du 1950; nijerez hemolc'h amerikan F-86 Sabre; nerzhioù an ABU o tilestrañ en Incheon (emgann Incheon); soudarded amerikan o tilestrañ en Incheon; repuidi gorean dirak ur c'harr arsailh amerikan M-26 Pershing.
E deroù ar brezel e oa cheñch-dicheñch an talbenn, met monet a reas war stabilaat e 1951.

Nerzhioù norzhkorean, sinat ha komunour dre-vras
Nerzhioù Sukorean, stadunanat ha broadunanat

Ez-ofisiel emañ c’hoazh an div Gorea e brezel dre ma kav da Republik Poblel ha Demokratel Korea n’eo ket mui endalc’het gant arsav-brezel 1953. Bout ec’h eus c’hoazh tennderioù politikel ha krogadoù war harzoù an div vro, dreist-holl abalamour da brogramm nukleel Norzhkorea. Bagadoù amerikan zo c’hoazh e Republik Korea evit na vo ket aloubet Sukorea gant armeoù Norzhkorea arre (gouez da SUA a-c’hwael).

Dispartiet eo an div vro gant an 38vet ledenn, evel a-raok ar brezel.

Abegoù

kemmañ

Rannadur al ledenez

kemmañ

Da geñver Kendalc'h Yalta e voe divizet gant ar Re Gevredet e tisklêrfe an URSS brezel da Japan tri miz war-lerc’h kodianidigezh Alamagn hag en em zaskorfe ar bagadoù japanat lec’hiet a-us d’an 38vet ledenn d’ar Sovieded; ar pezh a dalveze e spered ar re-mañ diwezhañ edo an takadoù-se dindan o beli pe o levezon a-c'hwael. Hogen, nag ar Sovieded, nag an Amerikaned, nag ar Goreaned kent a-se, ne soñje dezhe e vefe da viken ar rannadur de facto-se.

D'an 8 a viz Eost e tisklerias URSS brezel ouzh Japan. D'an 9 e teuas ar Soviediz tre e Korea. D'ar 6 a viz Gwengolo e voue krouet ur Republik demokratel berr-bad e Seoul gant ar strolladoù politikel eus an tu-kleiz (ar brasañ niver enne gant ar gomunourion), bet oberiant en harzherezh a-enep da Japaniz.

Monet a rae avat an traoù war drenkaat etre an daou vloc’had (soviedel ha kornôgat) ha divizet gant an ABU aozañ dilennadegoù er vro en he fezh evit kaout un diskoulm. Hogen, ne voent ket degemeret gant an URSS hag ar gomunourion ha ne voe bet anezhe nemet e Su ar vro (dindan gouzalc’herezh an arme amerikan). D’o heul e voe bonnet Republik Korea, dezhi Seoul da gêrbenn. Ar gomunourion a aozas-int dilennadegoù arall e hanternoz al ledenez (dindan gouzalc’herezh an Arme Ruz) ha, dre guzh, e Su ar vro. Disklêriet e voe Republik Poblel ha Demokratel Korea. Evel Republik Korea e lavare derc’houezañ Korea en he fezh.

Pennden Norzhkorea a oa Kim Il-sung, sekretour meur Strollad Labourerion Korea (cf. Juche) hag ez-stourmer enepjapanat (adalek 1930) bet stummet en URSS etre 1941 ha 1945. Syngman Rhee, ur politikour enepkomunour a rene war Sukorea.

Kalz kreñvoc’h e oa an arme norzhkorean, harpet mat gant an URSS, ha gwanoc’h e teuas Sukorea da vout abaoe dilec’h ar bagadoù amerikan (etre miz Du 1948 ha miz Mezheven 1949). Diaes eo soñjal e voe ar Sukoreaned kiriek da zigeriñ brezel (pas en un doare eeun a-c’hwael). Hervez lod ag an istorourion ec’h ergeinas Stalin raktresoù aloubiñ Kim Il-Sung e miz Ebrel 1950 dre ma soñje dezhañ ne faotfe ket d’an Amerikaned brezeliñ evit Korea (ha dreist-holl dre ma n’o doa ket mui a soudarded war an dachenn). Lavaret a reas Kim Il-sung da Stalin ne badfe ket an argadenn (dindan tri devezh) dre mard en em savfe komunourion Sukorea evit rein harp d’an arme poblel norzhkorean ha ma n’o defe ket bet an Amerikaned amzer a-walc’h da emellout.

Dibunadur

kemmañ

An argadenn norzhkorean

kemmañ

D’ar 25 a viz Mezheven 1950 e treuzas an arme boblel an 38vet ledenn hag ez eas war-du aodoù ar Su o tamalliñ da Sukorea bout klasket tagañ Norzhkorea. Kiladegañ a reas arme Korea ar Su betek porzh Busan e gevred ar vro. Seoul a voe kemeret d’an 28. Ne chome d’an arme sukorean (ha d’ar soudarded amerikan) nemet un takad dister er gevred (Sankenn Busan).

Gwall souezhet e voe riezoù ar C’hornôg gant an dagadenn norzhkorean.

Enebargad sukorean ha broadunanat

kemmañ

Gant an disentezioù kemeret e Kuzul surentez ar Broadoù Unanet e voe kondaonet Norzhkorea ha fiziet e Stadoù-Unanet Amerika gourc’hemennerezh un nerzh milourel etrebroadel, 16 bro ennañ, evit skoazellañ Republik Korea.

Gober a reas e soñj ar jeneral Douglas MacArthur, penngomandant an arme vroadunanat, da lakaat loc’h en un enebargad. D’ar 15 a viz Gwengolo 1950 e tilestras ar Marines amerikan en Incheon, ur porzh a zo e 50 km diouzh Seoul (Emgann Incheon), hep gortoz ar braz ag an nerzhioù etrebroadel, hag e voe adkemeret Seoul d’ar 26.

D’ar 7 a viz Here e treuzas nerzhioù an ABU d’o zro an 38vet ledenn hag unvezioù stourm zo a dizhas ar stêr Yalu a vevenn Sina ha Norzhkorea.

Emelladenn vilourel ar “youlidi” sinat

kemmañ

Gant aon da goll ur vro amezek komunour e savas Sina un arme a youlidi evit talañ douzh an nerzhioù kornôgat ha sukorean. 54 rannlu sinat, gant 270 000 den enne, a dreuzas ar Yalu (IVe Lu Poblel). Ha d’ar 26 a viz Du ec’h emellas ouzhpenn un hanter milion a soudarded eus Arme Dieubidigezh Pobl Sina (an Arme Ruz sinat) harpet gant an aerlu soviedel. Dav e voe d’ar soudarded kornôgat ha d’an drevourion norzhkorean a glaske tec’hel diouzh ar gomunouriezh treuziñ an 38vet ledenn en-dro. Adaloubet e voe Seoul d’ar 4 a viz Genver 1951.

Distro d’ar statu quo ante bellum

kemmañ

Kinnig a reas en aner MacArthur e vefe taget Manchouria gant bombezennoù nukleel evit adkempouezañ ar blegenn vilourel. Adkemeret e voe Seoul d’ar 14 a viz Meurzh 1951. Kaset e voe war-giz en tu arall ag an 38vet ledenn an nerzhioù norzhkorean-ha-sinat ha tamm-ha-tamm e stabilas an talbenn war an harzoù a-vremañ (tost d’an 38vet ledenn).

An arsav-brezel

kemmañ

Neoazh, n’eo nemet d’ar 27 a viz Gouere 1953, goude marv Stalin, ma voe sinet an arsav-brezel etre ar vellourion e Panmunjeom ur gêriadenn war an “DMZ” (Tachad divilourekaet etre an div Stad).

Brezel Korea a voe kiriek d’ur milion a dud varv gouez da vroioù ar c’hornôg ha da zaou milion anezhe hervez an Norzhkoreaned.