Douglas MacArthur
Douglas MacArthur (26 a viz Genver 1880 – 5 a viz Ebrel 1964) a oa ur jeneral pemp steredenn stadunanat hag ur Field Marshal a orin skosat dre e dad. E penn Kuzul-meur al lu amerikan e voe e-pad ar bloavezhioù 1930, hag hollbouezus e voe e berzh e tachenn ar Meurvor Habask e-pad an Eil Brezel-bed[1]
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Lealded | Stadoù-Unanet, Filipinez |
Anv e yezh-vamm an den | Douglas MacArthur |
Anv-bihan | Douglas |
Anv-familh | MacArthur |
Deiziad ganedigezh | 26 Gen 1880 |
Lec'h ganedigezh | Little Rock |
Deiziad ar marv | 5 Ebr 1964 |
Lec'h ar marv | Washington D.C. |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | kidney failure |
Lec'h douaridigezh | MacArthur Memorial |
Tad | Arthur MacArthur, Jr. |
Mamm | Mary Pinckney Hardy |
Breur pe c'hoar | Arthur MacArthur III |
Pried | Jean MacArthur, Louise Cromwell |
Bugel | Arthur McArthur IV |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, Dothraki |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | ofiser, army officer |
Karg | Chief of Staff of the United States Army |
Bet war ar studi e | United States Army Command and General Staff College, United States Military Academy, Milwaukee High School of the Arts |
Deroù ar prantad labour | 1903 |
Strollad politikel | Strollad Republikan |
A wisk | corncob pipe |
Perzhiad e | Brezel-bed kentañ |
Grad milourel | General of the Army |
Skour lu | Philippine Army, United States Army |
Unvez milourel | United States Army Forces, Pacific |
Darvoud-alc'hwez | Douglas MacArthur's escape from the Philippines |
Enoret e voe gant ar Vedalenn a Enor (Medal of Honor) evit e servij e-pad kampagn Filipinez, evel e dad Arthur MacArthur, Jr. ; an tad ha mab kentañ o vezañ enoret gant ar vedalenn-se e voent.
Douglas MacArthur e voe unan eus ar pemp den nemeto o vezañ bet tizhet ar renk a General of the Army el lu stadunanat, hag an hini nemetañ bet Field Marshal e lu Filipinez.
Yaouankiz ha studioù
kemmañEzel eus ur familh milourien, Douglas MacArthur a zo bet ganet d'ar 26 a viz Genver 1880, e Little Rock Barracks, Little Rock, Arkansas, an tad a zo Arthur MacArthur Jr., ur c'habiten en US Army. Ar vamm Mary Pinkney Hardy MacArthur (lesanvet "Pinky"). Arthur Jr. a zo mab ar gwirour ha politikour skosat anvet Arthur MacArthur Sr..
Hêrezh sevenadurel
kemmañ- Filmoù
- Joseph Sargent, MacArthur, MacArthur c'hoariet gant Gregory Peck, embanner Universal Pictures, 15 a viz Gouhere 1977, 130 munutenn
- Peter Webber, The Emperor (an impalaer), MacArthur c'hoariet gant Tommy Lee Jones, embannerien Roadside Attractions ha Lionsgate ha Shochiku Company (Japan), embannet d'ar 14 a viz Gwengolo 2012, 105 munutenn
- Lee Jae-han, Memories of War, Douglas MacArthur c'hoariet gant Liam Neeson, embanner CJ Entertainment, 27 a viz Gouhere 2016, 115 munutenn
Levrlennadur
kemmañ- Eil Brezel-bed
- John Gordon, Fighting for MacArthur: The Navy and Marine Corps' Desperate Defense of the Philippines , embannadur Naval Institute Press (416 pajenn), 15 a viz Here 2011 (ISBN 978-1612510576) (en)
- Douglas MacArthur, Batailles du Pacifique 1941-1945, embanner Laville Editions (152 pajenn), dastumadenn Batailles essentielles : mémoire des peuples, 22 a viz Du 2012 (ISBN 979-1090134256) (en)