Strollad Republikan (Stadoù-Unanet)

Ar Strollad Republikan (Republican Party), anvet ivez GOP (evit Grand Old Party, Strollad meur kozh), a zo unan eus an daou strollad politikel brasañ a zo e Stadoù-Unanet Amerika e-kichen ar Strollad Demokratel. Frankizour e oa ar strollad en XIXvetkantved met eus ar gostezenn "mirour" eo bremañ. E arouez eo an olifant hag e liv ar ruz.

Logo ar Strollad Republikan stadunanat.
Arouez ar Strollad Republikan eo an olifant.

Diazez ar voterienAozañ

Ar gartenn-mañ a ziskouez, kontelezh ha kontelezh, disoc'hoù ar votadeg evit ar prezidant e 2004. Gwelet a reer mat eo ruz (republikan) an darn vrasañ eus ar gartenn. Kement-se a ziskouez eo diazezet ar vot republikan war ar maez dreist-holl, pa'z eo glas (demokratel) ar c'hêrioù bras. N'eo ket gwir avat evit Bro-Saoz Nevez hag aod ar Meurvor Habask, ar "Black Belt" — e-lec'h ma'z eus kalz a Afroamerikaned o chom –, al lec'hioù ma'z eus kalz a Amerindianed o vevañ, hag al lec'hioù eus ar mervent gant tud a orin eus Amerika Latin.


Ar brezidanted republikanAozañ

Gwelet ivez ar pennad Prezidant Stadoù-Unanet Amerika

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.