Abraham Lincoln (12 a viz C'hwevrer 180915 a viz Ebrel 1865), lesanvet a-wechoù Abe Lincoln e saozneg, a voe 16vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika (etre 1861 ha 1865). Eñ an hini a oa prezidant da vare Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika ha dibenn ar sklaverezh er vro. Muntret e voe e 1865, pa ne oa nemet 56 vloaz.

Abraham Lincoln
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, San Marino Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAbraham Lincoln Kemmañ
Anv-bihanAbraham Kemmañ
Anv-familhLincoln Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 C'hwe 1809 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSinking Spring Farm Kemmañ
Deiziad ar marv15 Ebr 1865 Kemmañ
Lec'h ar marvPetersen House Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvshot to the head Kemmañ
Killed byJohn Wilkes Booth Kemmañ
Lec'h douaridigezhLincoln Tomb Kemmañ
TadThomas Lincoln Kemmañ
MammNancy Hanks Lincoln Kemmañ
Breur pe c'hoarSarah Lincoln Grigsby, Thomas Lincoln, Jr. Kemmañ
PriedMary Todd Lincoln Kemmañ
BugelEdward Baker Lincoln, Tad Lincoln, Robert Todd Lincoln, William Wallace Lincoln Kemmañ
FamilhLincoln family Kemmañ
Yezh vammsaozneg SUA Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Kargmember of the United States House of Representatives, Prezidant ar Stadoù-Unanet, member of the Illinois House of Representatives, President-elect of the United States Kemmañ
Lec'h annezSpringfield, Washington D.C., Perry County, Hodgenville, Lincoln's New Salem Kemmañ
Lec'h labourSpringfield, Washington D.C. Kemmañ
Strollad politikelStrollad Republikan, Whig Party, National Union Party Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1860 United States presidential election, 1864 United States presidential election, 1846 United States House of Representatives elections Kemmañ
RelijionBadezouriezh, ietsism Kemmañ
A wisktop hat Kemmañ
Grad milourelcaptain Kemmañ
BrezelBlack Hawk War, Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Skour luIllinois National Guard Kemmañ
Oberenn heverkGettysburg Address Kemmañ
Diellaouet gantAbraham Lincoln Presidential Library and Museum, Beinecke Rare Book & Manuscript Library Kemmañ
Perc'henn warLincoln Bible, Fido, Abraham Lincoln's patent Kemmañ
Levezonet gantBibl, Sufferings in Africa, The Pilgrim's Progress Kemmañ
Darvoud-alc'hwezfuneral and burial of Abraham Lincoln, first inauguration of Abraham Lincoln, assassination of Abraham Lincoln, second inauguration of Abraham Lincoln Kemmañ
Present in workWho's Who in Star Trek 1 Kemmañ
Deskrivet dreLincoln, Evil Con Carne Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Facial hairchin curtain Kemmañ
Teuliad arzour eSmithsonian American Art and Portrait Gallery Library Kemmañ
Abraham Lincoln, 16vet prezidant ar Stadoù Unanet, poltred gant Alexander Gardner

Deroù e vuhez

kemmañ

Ganet e voe Abraham Lincoln e 1809 e Hardin County, e Kentucky. Mab e oa da Thomas Lincoln ha Nancy Hanks. Pa oa seizh vloaz ez eas ar familh da vevañ da Indiana, ha goude se da Illinois e 1830.

Moarvat ne dremenas ket Abraham Lincoln ouzhpenn 18 miz er skol, met anezhañ e-unan en em lakaas da lenn kalzik. Kontañ a reer e oa gouest d’ober meur a gilometr war droad evit mont da amprestañ levrioù, dre ma oa re baour e dud evit prenañ anezho. Bloaz war-lerc’h erruout en Indiana, pa ne felle ket dezhañ labourat an douar evel e dad, ez eas kuit war ur vag war ar stêr Mississippi, betek New Orleans, ha Yann e vil vicher e voe goude se. Da 23 bloaz e voe dilennet e Bodadeg Illinois. Pa ne rae ket kalz a verzh en e vicherioù e krogas da studiañ ar gwir, en ur lenn levrioù, ha dont a reas da vezañ alvokad e 1837, e Springfield, en Illinois. Dilennet e voe peder gwech e Bodadeg Illinois, hag eno e reas e brezegenn gentañ a-enep ar sklaverezh e 1837. E 1841 e timezas gant Mary Todd, merc’h da blanterien binvidik. Pevar mab o devoe : Robert Todd Lincoln, Edward Baker Lincoln, William Wallace Lincoln ha Thomas "Tad" Lincoln. An tri diwezhañ a varvas pa ne oant nemet bugale vihan met Robert a vevas betek 1926.

Prezidant ar Stadoù Unanet

kemmañ

E 1846 e voe dilennet Abraham Lincoln da Di an Dileuridi (House of Representatives). Komz a reas ennañ a-enep ar brezel gant Mec'hiko hag e 1848 e roas harp da Zachary Taylor a oa o klask mont da brezidant ar Stadoù Unanet.. E dibenn e respet dileuriad ez eas Lincoln da Springfield en-dro, da labourat evel alvokad. Un tamm brud a dapas en e vicher.

Distreiñ a reas war an dachenn bolitikel e 1854, goude ul lezenn anvet Kansas-Nebraska Act, a groue Kansas ha Nebraska hag a roe aotre d’ar blanterien er broioù nevez-se da implijout sklaved, pa ne oa ket sklaved enno a-raok. Harp a roas Lincoln da grouiñ ar Strollad Republikan a oa enebet ouzh astenn ar sklaverezh e tiriadoù nevez. E 1858 e voe un heuliad divizoù entanet etre Stephen A. Douglas, ur Senedour eus Illinois eus ar Strollad Demokratel ha Lincoln, ha dre ma oa dilennet Douglas er Sened e c’hounezas Lincoln brud er Stadoù Unanet a-bezh.

 
An engroez o tegemer Abraham Lincoln aet da Brezidant e Washington d’ar 4 a viz Meurzh 1861

Dibabet e voe Abraham Lincoln da vont war ar renk en anv ar Strollad Republikan e 1860 ha d’ar 6 a viz Du e voe dilennet da 16vet prezidant Stadoù Unanet Amerika, gant trec’hiñ Douglas a oa war ar renk en anv an Demokrated, ha daou zen all, John Cabell Breckinridge ha John Bell. Dre ma oa brudet Lincoln dija da vezañ enebet ouzh ar sklaverezh, o doa gourdrouzet tud stadoù ar c’hreisteiz en em zistagfe ar stadoù-se diouzh an Unaniezh ma’z afe ar maout gantañ. Ha setu ar pezh a c’hoarvezas : d’an 20 a viz Kerzu 1860 e tisklêrias stad South Carolina en em zistage diouzh an Unaniezh. Heuliet e voe he skouer gant stadoù all eus ar c’hreisteiz e mizioù kentañ 1861 hag embannet e voe ganto e savent ur vro nevez anvet « Stadoù Kengevreet Amerika » (Confederate States of America).

Nac’h a reas Lincoln anavezout ar vro nevez-se, evel ma reas ivez an hini a oa prezidant c’hoazh, James Buchanan . Ur pennad goude ma oa aet ar prezidant Lincoln en e garg, e voe tennet war soudarded eus an Unaniezh a oa e Fort Sumter gant soudarded ar C’hengevread, d’an 12 a viz Ebrel 1861. Digor e oa ar brezel etre an Unaniezh hag ar C’hengevread, etre an Norzh hag ar Su, a reer anezhañ Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

E 1862 e voe embannet gant Lincoln ul lezenn da reiñ o frankiz da sklaved an dud a-du gant emsavadeg ar C’hengevread (Emancipation Proclamation). E-pad ur pennad, o welet nag a dud o doa kollet o buhez e-mesk arme an Norzh renet gant ar jeneral Ulysses S. Grant, lazhet gant soudarded Robert E. Lee, jeneral arme ar Su, e oa brud fall gant Lincoln. Kavout a rae dezhañ e vije bet koll er vouezhiadeg a oa da vezañ e 1864. Dre chañs evitañ ez eas ar maout gant arme an Norzh, meur a wech, er mizioù a-raok ar votadeg, evel en Emgann Gettysburg da skouer, e miz Gouere 1863. Ur pennadig goude an emgann-se e tistagas Lincoln e brezegenn vrudetañ, anvet Prezegenn Gettysburg, da-geñver ul lid er vered ma oa beziet ar soudarded lazhet eno. Trec’h e voe Abraham Lincoln er vouezhiadeg da vont da brezidant e-pad pevar bloavezh all.

D’an 9 a viz Ebrel 1865 e kodianas Robert E. Lee hag e arme goude Emgann Appomattox Court House e Virginia. Echu e oa ar brezel-diabarzh ha gallout a rae Lincoln kregiñ da soñjal e doareoù da adunvaniñ ar vroad goude an emgannoù.

Muntret

kemmañ
 
Abraham Lincoln muntret gant an aktour John Wilkes Booth.

D’ar 14 a viz Ebrel 1865 ez eas Lincoln hag e wreg da welet ur pezh-c’hoari anvet Our American Cousins er Ford's Theatre, e Washington. Dont a reas John Wilkes Booth, un aktour a oa a-du gant ar C’hengevread hag a-enep dieubidigezh ar sklaved, a-dreñv dezhañ ha tennañ ur boled en e benn. Mervel a reas Lincoln un nebeud eurvezhioù diwezhatoc’h. Kaset e voe e gorf en-dro en Illinois en un tren ispisial, ha miliadoù a dud a voe war an hent o sellet ouzh an tren-se. Beziet e voe Lincoln e Springfield. Eñ eo ar prezidant kentañ o vezañ bet drouklazhet er Stadoù Unanet.

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


En e raok:
James Buchanan
Prezidant Stadoù-Unanet Amerika
4 a viz Meurzh 1861 – 15 a viz Ebrel 1865
War e lerc'h:
Andrew Johnson



  Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789  
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)