Joe Biden
Joe Biden (Joseph Robinette "Joe" Biden, Jr. , distaget [ˈdʒoʊzɨf rɒbɨˈnɛt ˈbaɪdən]), zo ur politikour stadunanat ganet d'an 20 a viz Du 1942 e Scranton (Pennsylvania). Un demokrat eo, bet senedour evit Delaware etre 1973 ha 2009. Ar c'hatolik kentañ besprezidant en istor ar Stadoù-Unanet eo.
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar c'heodederezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Joseph Robinette Biden Jr. ![]() |
Anv-bihan | Joe ![]() |
Anv-familh | Biden ![]() |
Deiziad ganedigezh | 20 Du 1942 ![]() |
Lec'h ganedigezh | St. Mary's Hospital ![]() |
Tad | Joseph Robinette Biden Sr. ![]() |
Mamm | Jean Biden ![]() |
Breur pe c'hoar | Valerie Biden Owens, James Biden, Francis Biden ![]() |
Pried | Neilia Hunter, Jill Biden ![]() |
Bugel | Beau Biden, Naomi Biden, Hunter Biden, Ashley Biden ![]() |
Familh | familh Biden ![]() |
Yezh vamm | Saozneg SUA ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Langues d'écriture (pour les auteurs publiés seulement) | Saozneg SUA ![]() |
Micher | politiker, alvokad, kelenner skol-veur ![]() |
Tachenn labour | Gwir ![]() |
Implijer | université de Pennsylvanie, université Widener ![]() |
Karg | Prezidant ar Stadoù-Unanet ![]() |
Surnom | Joe ![]() |
Anv berr | Joe Biden ![]() |
Deskadurezh | université de Syracuse, université du Delaware, Archmere Academy, Archmere Academy ![]() |
Diplom skol-veur | Juris Doctor, baccalauréat universitaire en lettres ![]() |
Lec'h annez | Ti Gwenn ![]() |
Lec'h labour | Washington D.C., Wilmington ![]() |
Strollad politikel | Strollad Demokratel ![]() |
Candidat à l'élection | Dilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika 2020, 1972 United States Senate election in Delaware ![]() |
C'hoarier er skipailh sport | Delaware Fightin' Blue Hens football ![]() |
Relijion | Katoligiezh ![]() |
Liv an daoulagad | glas ![]() |
Liv ar blev | cheveux blancs, cheveux gris ![]() |
Klañvadur mezegel | gagerezh ![]() |
Sport | mell-droad Amerika ![]() |
Latéralisation | droitier ![]() |
Perzhiad e | commencement at the Syracuse University ![]() |
Oberenn heverk | Promises to Keep ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Joe Biden presidential campaign, 2008, Joe Biden presidential campaign, 1988, campagne présidentielle de Joe Biden de 2020 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://joebiden.com/, https://joebiden.com/es/inicio/ ![]() |
Deskrivet dre | Joe Biden ![]() |
Décrit à l'URL | https://www.biography.com/political-figure/joe-biden ![]() |
Tag Stack Exchange | https://politics.stackexchange.com/tags/joe-biden ![]() |
Pronom d'usage | L485 ![]() |
War ar renk e oa evit an dilennadegoù prezidant e caucus 1988 ha 2008, ha deuet eo da vezañ besprezidant ar Stadoù-Unanet pa oa bet dilennet Barack Obama da brezidant d'an 8 a viz Du 2008. D'ar 6 a viz Du 2012 e oa bet addilennet da vesprezidant da heul Barack Obama. Danvez prezidant eo bet a-enep Donald Trump e dilennadegoù miz Du 2020. D'ar 7 a viz Du eo bet embannet gant an ajañs Associated Press, ha war he lec'h ar mediaioù bras stadunanat, e oa trec'h war Donald Trump. Kamala Harris eo e vesprezidantez. D'an 20 a viz Genver 2021 eo bet lakaet en e garg evel 46vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
SoñjoùAozañ
Gwelet a oa evel ur politikour mirour awalac'h er Strollad Demokrat da gentañ, bremañ eo gwelet evel ur c'hreizour. War meur a zachenn en deus cheñchet e ali etre penn-kentañ e resped ha bremañ :
- a-du eo gant an diforc'h. A-enep e oa e vefe paeet gant arc'hant ar C'hevread, disklêriet en deus e-pad koulzad dilenadegoù ar prezidant 2020 ne oa ket ken.
- ne oa ket tuet gant an dimezioù etre paotred pe etre maouezed hag e miz Mae 2012 en deus disklêriet ne oa ket a-enep ken
- a-du eo evit defoulañ ar boan a varv er C'hevread a-bezh abaoe 2019.
- fellout a ra dezhañ e vefe kreñvaet ar c'hontrol war an armoù-tan, ha difennet an armoù-arsailh.
- a-du e oa gant kinnig ar prezidant George W. Bush e 2007 e vefe kentreolaet dindan divizoù zo saviad an enbroidi dilezenn.
- a-du eo evit serriñ kamp Guantanamo.
Disklêriañ a ra e miz Ebrel 2020 e talc'ho kannati ar Stadoù-Unanet en Israel e Jeruzalem evel oa bet divizet gant Donald Trump.
Pleustrer an iliz katolik eo.