Barack Obama
Barack Hussein Obama II (distaget /bəˈɹɑːk oʊˈbɑːmə/), bet ganet d'ar 4 a viz Eost 1961 e Honolulu, zo ur politikour eus ar Stadoù-Unanet, a voe 44vet prezidant ar vro-se.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Kenya |
Anv e yezh-vamm an den | Barack Obama |
Anv ganedigezh | Barack Hussein Obama II |
Anv-bihan | Barack |
Anv-familh | Obama |
Moranv | Barry |
Deiziad ganedigezh | 4 Eos 1961 |
Lec'h ganedigezh | Kapiolani Medical Center for Women and Children |
Tad | Barack Obama Sr. |
Mamm | Stanley Ann Dunham |
Leztud | Lolo Soetoro |
Pried | Michelle Obama |
Bugel | Sasha Obama, Malia Obama |
Kar | Stanley Armour Dunham, Lolo Soetoro, Madelyn Dunham |
Familh | family of Barack Obama |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, indonezeg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | civil rights, constitutional law |
Implijer | Business International Corporation, New York Public Interest Research Group, Gamaliel Foundation, Sidley Austin, University of Chicago |
Karg | Prezidant ar Stadoù-Unanet, member of the State Senate of Illinois, senedour Stadoù-Unanet Amerika, senedour Stadoù-Unanet Amerika, President-elect of the United States |
Diplom skol-veur | Bachelor of Arts, Juris Doctor |
Lec'h annez | Kalorama |
Lec'h labour | Washington D.C., Chicago |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Strollad etnek | Afroamerikaned |
Relijion | Protestantiezh, Congregational churches, congregationalist polity, United Church of Christ |
Liv an daoulagad | gell |
Rumm-gwad | AB |
Kleñved | gastroesophageal reflux disease, COVID-19 |
Has pet | Bo, Sunny |
Handedness | Kleizard |
Perzhiad e | commencement at the Knox College, commencement at the University of Notre Dame, World Government Summit 2016 |
Oberenn heverk | A Promised Land |
Diellaouet gant | Stuart A. Rose Manuscript, Archives, and Rare Book Library |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, American Philosophical Society, 109th United States Congress, 110th United States Congress, Congressional Black Caucus |
Ideologiezh politikel | Gwregelouriezh, gun control |
Levezonet gant | Nipsey Russell, Reinhold Niebuhr, Saul Alinsky |
Darvoud-alc'hwez | first inauguration of Barack Obama, second inauguration of Barack Obama, Obama spying contra-Trump allegations |
Bet kinniget evit | Grammy Award for Best Audio Book, Narration & Storytelling Recording, NAACP Image Award for Outstanding Literary Work, Nonfiction |
Generational suffix | L252247-F5 |
Lec'hienn ofisiel | https://barackobama.com |
Deskrivet en URL | http://www.treccani.it/enciclopedia/barack-obama_(Il-Libro-dell'Anno)/, https://www.whitehouse.gov/about-the-white-house/presidents/barack-obama/ |
Deskrivet dre | Situation Room |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library |
Personal pronoun | L485 |
Genidik e oa e dad du eus Kenya hag e vamm wenn eus Kansas, sellet e vez outañ evel prezidant afroamerikan kentañ SUA eta. Studioù en deus graet e Skol-veur Columbia hag e Skol-veur Harvard. Da senedour e oa bet dilennet e stad Illinois er bloaz 2005, hag eñ an hini yaouankañ eus holl senedourien ar vro.
Ezel eo eus ar Strollad demokrat, hag e oa aet war ar renk evit dont da vezañ danvez-prezidant an demokrated evit dilennadeg prezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2008.
Gounezet en doa war Hillary Clinton evit bezañ danvez-prezidant ar strollad demokrat. D'ar 4 a viz Du 2008 e voe trec'h war John McCain (republikan), ha dilennet e voe da brezidant Stadoù Unanet Amerika. D'an 20 a viz Genver 2009 e voe e-karg. Addilennet e voe d'ar 6 a viz Du 2012 evit un eil prantad pevar bloaz, a-enep ar republikan Mitt Romney.
Bugaleaj ha studioù
kemmañE dad, Barack Obama Senior, a oa un ekonomour hag ur politikour eus Kenya, bet ganet e 1936 ha marvet e 1982 en ur gwallzarvoud karr-tan en Afrika. E dad-kozh a-berzh e dad a oa Hussein Onyango Obama (1895-1979), diwar-se e eil anv-bihan.
Savet e oa bet e dad en un endro muzulman met dizoue e oa.
E vamm a oa Stanley Ann Dunham (1942-1995), ur vaouez wenn anezhi. Savet en un endro kristen, met agnostik e oa-hi. Diwar ur c'hrign-bev eo marvet.
Desavet eo bet Barack Junior gant e dud-kozh a-berzh mamm. Torret e voe dimeziñ e dud e 1964, ha Barack n'en deus gwelet e dad nemet ur wech en e vuhez, d'an oad a zek vloaz.
E 1965 ec'h addimezas e vamm gant un den eus Indonezia, bevañ a reas Barack eno ganto e-pad 4 bloaz. Un hanterc'hoar en deus bet, Maya Soetoro. Kelennerez eo-hi bremañ e Hawaii. E vamm-gozh a-berzh-mamm a oa aet da Anaon dres a-raok na vije aet an trec’h gant he mab-bihan d'an dilennadegoù prezidant.
Goude mont kuit eus ar skol e reas studioù uhel adalek 1979. Mont a reas da Skol-Veur Columbia (e kêr New York) ma tapas un testeni war ar skiantoù politikel hag arbennik war an darempredoù etrebroadel e 1983.
Tiegezh
kemmañDimezet eo Barack Obama gant Michelle Obama abaoe 1992. Gwiraourez eo bet.
Div verc'h zo dezho, Malia Ann, bet ganet e 1998, ha Natasha ("Sasha"), bet ganet e 2001. Bevañ a raent e Chicago kent mont da chom d'an Ti Gwenn.
A-raok dont da brezidant
kemmañDont a reas da vezañ senedour Illinois eus 1997 da 2004, ha senedour er C’hongres amerikan eus 2005 da 2008.
Amzervezh prezidant
kemmañFall e oa stad an ekonomiezh pa oa bet anvet da Brezidant goude George Walker Bush. Goulennet en deus digant ar C'hongres ur sammad dreistordinal a 787 000 000 000 a zollaroù evit klask lakaat un termen da giladenn an ekonomiezh. Graet eo bet ar Stimulus Bill eus ar raktres-se gantañ. Degaset en deus arc'hant ivez d'ar bankoù ha d'ar c'hompagnunezhioù sevel kirri.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) (es) Lec'hienn ofisiel Barack Obama
| |||||||
1789 : G. Washington |
1845 : J. K. Polk |
1881 : C.A. Arthur |
|||||
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet Amerika • Ti Gwenn) |