Donald Trump
- Ur bajenn Familh Donald Trump a zo ivez
Donald John Trump (*New York, 14 a viz Even 1946) zo un den a aferioù stadunanat ha 45vet prezidant SUA. Ezel eo eus ar Republican Party, be'z e voe danvez kannad ar strollad war ar renk evit an dilennadegoù 2016.
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet Amerika ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Donald Trump ![]() |
Anv ganedigezh | Donald John Trump ![]() |
Anv-bihan | Donald ![]() |
Anv-familh | Trump ![]() |
Lesanv | John Barron, John Miller, The Donald, David Dennison ![]() |
Moranv | The Donald ![]() |
Deiziad ganedigezh | 14 Mez 1946 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Jamaica Hospital Medical Center ![]() |
Tad | Fred Trump ![]() |
Mamm | Mary Anne MacLeod ![]() |
Breur pe c'hoar | Maryanne Trump Barry, Fred Trump Jr., Robert Trump, Elizabeth Trump Grau ![]() |
Pried | Melania Trump ![]() |
Bugel | Donald Trump Jr., Ivanka Trump, Eric Trump, Tiffany Trump, Barron Trump ![]() |
Familh | Familh Trump ![]() |
Yezh vamm | saozneg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | saozneg ![]() |
Place of detention | Fulton County Jail ![]() |
Tachenn labour | real property, Gouarnamant, television production, Politikerezh, Kenwerzh ![]() |
Karg | Prezidant ar Stadoù-Unanet ![]() |
Bet war ar studi e | Fordham University, The Wharton School, The Kew-Forest School, New York Military Academy, University of Pennsylvania ![]() |
Diplom skol-veur | Bachelor of Science ![]() |
Lec'h annez | Mar-a-Lago ![]() |
Lec'h labour | New York, Washington D.C. ![]() |
Strollad politikel | Strollad Republikan ![]() |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2016 United States presidential election, Dilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika 2020, 2020 Republican Party presidential primaries ![]() |
Strollad etnek | White Americans ![]() |
Relijion | Presbyterianism ![]() |
Liv an daoulagad | glas ![]() |
Liv ar blev | blev melen ![]() |
Kleñved | COVID-19 ![]() |
Sport | golf ![]() |
Handedness | dehouiad ![]() |
List of works | bibliography of Donald Trump ![]() |
Filmography | Donald Trump filmography ![]() |
Oberenn heverk | Trump: The Art of the Deal, Crippled America, The Apprentice ![]() |
Ezel eus | The World's Billionaires, SAG-AFTRA ![]() |
Bet kinniget evit | Primetime Emmy Award for Outstanding Reality-Competition Program, Primetime Emmy Award for Outstanding Reality-Competition Program, Golden Raspberry Award for Worst Supporting Actor, Golden Raspberry Award for Worst New Star ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.donaldjtrump.com/ ![]() |
Blog ofisiel | https://www.donaldjtrump.com/desk, https://www.donaldjtrump.com/news ![]() |
Deskrivet en URL | https://www.whitehouse.gov/administration/president-trump ![]() |
Hashtag | trump, donald_trump ![]() |
Subject has role | billionaire ![]() |
Hairstyle / hairlength | comb over ![]() |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts ![]() |
Catchphrase | You're fired!, Make America great again, America first ![]() |
Affiliation string | Office of the President of the United States, President of the United States of America ![]() |
Personal pronoun | L485 ![]() |
Stack Exchange tag | https://politics.stackexchange.com/tags/donald-trump ![]() |

En desped d'ur bersonelezh divoutin e bed politikel ar vro hag ur sell hollek dispi war e drec'h, e trec'has memestra Hillary Clinton en dilennadeg veur d'an 8 a viz Du 2016. Oadet a 70 vloaz, bez' ez eo ar prezidant koshañ ha pinvidikañ en istor ar vro. D'an 20 a viz Genver 2017 e voe kadoriet evel 45vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
Donald J. Trump zo prezidant The Trump Organization, un aozadur karget da verañ e embregerezhioù gladel kement hag e embregerezhioù lies all. Disklêriet en doa e tilezje ar garg-se mar befe dilennet. E-pad e vuhez vicherel, Trump en devoa savet tourioù-bras burevioù, pretioù, kasinoioù, tachennoù golf ha savadurioù all a-leizh dre ar bed holl.
E-kerzh kontadenn votoù an dilennidi d'ar 6 a viz Genver 2021, Trump en doa goulennet gant e harperien mont war-zu ar C'hapitol. A-benn ar fin e oant deuet-tre o rediañ izili ar C'hongress da derc'hout, pemp den a oa marvet.
Yaouankiz kemmañ
Trump a voe ganet d'ar 14 a viz Even 1946, en Jamaica Estates, Queens, ur c'harter eus New York City. Bez' ez eo an eil bugel yaouankañ a-ziwar pemp. Eus ar vreudeur ha c'hoarezed ne chom nemet tri hag a zo bev c'hoazh : Maryanne, Elizabeth ha Robert. Breur henañ Trump, Fred Jr., a varvas e 1981 dre alkoolegezh, pezh a lakaas Donald Trump da zisklêriañ e oa an awen d'ar fed ne eve ket ha na vutune ket. Trump en deus orinoù german diouzh tu e dad ha re skosat diouzh hini e vamm ; ar pevar den-kozh zo a orin eus Europa ha bet ganet eno.
Skoliata kemmañ
Donal Trump ne oa ket paotr ar skol pa oa yaouank, ur penn-kleiz anezhañ ; anzav a ra e oa spontus gant ar gelennerien. Korn ar c'hlas a oa lesanvet DT dre ma veze alies eno, e pinijenn. Dre vezañ difoupet betek re e voe kaset gant e dad d'ur skol-soudard. Dont a reas a-benn da gavout e hent eno ha da vezañ brudet-mat dre e gamaraded skol. Unan anezho en defe bet disklêriet dezhañ « dont a ri da vezañ prezidant ! » ha Trump en defe respontet dezhañ "e c'hoantae da gas un dra veur da benn".
Yaouankiz ar chanterioù kemmañ
Ur wech echuet gant ar skol-soudard e yeas Donald Trump gant e dad war chanterioù bras embregerezh ar familh ; eno e veze alies o komz hag o vevañ gant ar vicherourien vunut, ar pezh a voe un elfenn hollbouezus evit e vuhez politikel.
Selloù politikel kemmañ
Trump a vez deskrivet alies gant selloù pe kredennoù politikel hebleg hervez ar c'houlz. Ar gazetenn Politico he devoa e zeskrivet o kaout diazezoù politikel "eclectic, improvisational and often contradictory" (liesseurt, primsavet ha dislavarus alies). Bet e oa bet o fiñval a strollad da strollad e-pad e vuhez betek bezañ kannad d'ar Reform Party hag emezelet en Strollad Demokratel. An diazezoù politikel en deus bet kemmet zo lies, evel an hini war an taosoù, ar sioc'haniñ, pe plas ar gouarnamant da geñver ar vezegiezh.
Make America great again kemmañ
Al lugan kemmañ
Spilhenn Ronald Reagan e 1980 | |
Pegsun Donald Trump e 2016 |
Lugan Donald Trump evit dilennadegoù kannaded ar Republican Party kement hag evit dilennadeg prezidant 2016 a oa Make America Great Again ("Grit amerika meur adarre") ; damheñvel eo al lugan-se ouzh an hini implijet e-pad kampagn Ronald Reagan e 1980. Pal al lugan evit Donald Trump a oa lakaat war-raok stad truezus ar vro ha penaos e c'hoantae-eñ adsevel brud ha nerzh Stadoù Unanet Amerika.
Mennozhioù politikel 2015-2016 kemmañ
SUA dipitus kemmañ
Donald Trump en deus desachet selloù dipitet war stad Stadoù-Unanet Amerika dre dagañ an emglevioù etrebroadel (North American Free Trade Agreement pe NAFTA, emglevioù an eskemmoù frank...) kablus hervezañ da vezañ rivinet ar vro ha stlapet ar vicherourien en dilabour pe er straedoù.
Enep Establishment kemmañ
Unan eus pennaennoù Donald Trump a oa da stourm a-enep an Establishment : an dud pinvidik a galloud a vefe mistri war ar vro, o laerezh pe o vougañ pobl Amerika. E-touez ar re-se e adkaver pennoù ar Strollad Republikan, pennoù ar strollad Demokratel, ar gazetennerien, an dud a aferioù hag an tiez-eskemm. A-enep an holl dud-se e lakaas war-raok al lugan Taking back our Country ("Oc'h adkemer hor bro").
Mennozhioù sokial kemmañ
E-pad kampagn dilennadegoù 2016 ez eo bet tuet kalz Donald Trump gant e verc'h Ivanka Trump hag a zegasas dezhañ abegoù denel evel arguzennoù (Child care, ober war-dro at vugale). Goustadik e lakaas ar verc'h he zad da cheñch ali war dodennoù sokial ha tomm d'an Amerikaned vunut.
Ivanka Trump he deus bet stourmet abaoe ar bloavezh 2014 evit degas ur sell kizidik d'he zad war an dizingalded etre goproù ar maouezed ha re ar wazed. Bountet he deus war he zad evit reiñ brud ha harp d'ar maouezed a felle dezho mont etrezek penn an aozadurioù pe embregerezhioù. War ar mennad-se e tisklêrias I believe my father will take giant leaps to change that, he's somebody who walks the walk ("Me 'gred din e raio ma zad kammedoù bras evit kemmañ kement-se, eñ zo den da vont betek penn an hent").
Un doare komz dichek kemmañ
Unan eus diazoù politikel Donald Trump eo ar frankiz da embann ar pezh a fell dezhañ ha pa fell dezhañ. Evel-se e oa bet tapet alies e-kerzh kampagn kannaded ar Strollad Republikan kement hag e-pad kampagn an dilennadegoù 2016 evit kaozioù feuls, gouennelour pe enep-maouezed.
Komzoù Donald Trump a blij d'an dud vunut kement ha d'an dud aet skuizh gant ar pezh a anvont the politicaly correct (ar sevended politikel). Evit Donald Trump, ar fed da vezañ seven er politikerezh zo ur redi bet degaset gant an establishment (tud gouarnamant Washington, tud an Democratic Party...) gant ar pal difenn d'an dud da embann o soñjoù pe da zegas cheñchamantoù gwirion. Dre ar bennaenn-se ez eas pell ganti betek kunujennañ Hillary Clinton pe gouarnamant ar Stadoù-Unanet.
Mennad ar Self-made man kemmañ
Gant Donald Trump e voe implijet kalz e-pad kampagn dilennadegoù 2016 skeudenn ar Self-made man hag a oa dres e hini abaoe e yaouankiz. Implijet eo bet ar skeudenn-se evit degas ar spi d'ar voterien e vefe tu da reiñ lañs en-dro da ekonomiezh Amerika gant pep hini o kaout ur chañs da dennañ gounid adal e obererezhioù ur wech e-penn ar vro.
Program politikel 2017 kemmañ
Donald Trump zo bet rediet da zisplegañ sklaeroc'h ar pezh en devoa c'hoant da ober pa vefe prezidant ar Stadoù-Unanet. Ma vez ul lodenn eus e vennozhioù hag a zo chomet ar memes re (sioc'hanañ, enbarzhidi..), lod all zo cheñchet pe deuet da vezañ anatoc'h evel bezañ a-du gant an dimeziñ heñvelreizh, reiñ lañs da chanterioù bras pe digreskiñ an taosoù.
Politikerezh etrebroadel kemmañ
Pal pennañ Donald Trump zo reiñ galloud en-dro da SUA met hep kemer perzh e brezelioù ar bed. Goulennet en deus digant Europa ma vefe gouest d'en em zifenn e-unan dre bostañ muioc'h a arc'hant el luioù. Goulennet en deus gant e guzulierien milourel penaos freuzañ buan ar Stad Islamek. Evit Siria d'an nebeutañ en deus disklêriet e vezo ret da SUA labourat donoc'h gant Rusia Vladimir Poutin.
Politikerezh Donald Trump da geñver Iran a zo bet unan reut. Nac'het eo bet ar feur-emglev a oa bet sinet da geñver an nukleel. Goulennet en deus ivez e vefe reutoc'h ar c'hastizoù war ar vro.
Mec'hiko kemmañ
E-pad kampagn an dilennagoù stadunanat e oa bet embannet sklaer gant Donald Trump e felle dezhañ talañ ouzh an envroañ amreizh. Pal pennañ e gomzoù a oa Mec'hiko. Savet e oa ar soñj ennañ da sevel ur voger war an harzoù etre an div vro. Al lugan Built the wall ("Savit ar voger") a vez klevet e genoù harperien Donald Trump a-raok, hag abaoe, m'a'z eo bet dilennet da brezidant. D'ar 5 a viz Ebrel 2018 en deus roet an urzh d'ar Gwarda broadel stadunanat da vont etrezek an harzoù, da c'horotz ma vefe echuet sevel ur voger[1].
Goude an dilennadeg kemmañ
Ur wech dilennet Donald Trump da 45vet prezidant Stadoù Unanet Amerika e oa chomet sabatuet darn eus ar gazetennerien pe dielfennerien politikel kement ha pennoù an Democratic Party.
Whitelash kemmañ
Hervez Van Jones e-pad un abadenn tabut dielfennañ ar votadeg 2016 war CNN d'an 8 a viz Du 2016 e vije bet ur whitelash a zegasas Donald Trump da brezidant. Hervezañ, an dud wenn hag a votas evit Donald Trump a glaskas talañ ouzh nerzh ha pouezh brasoc'h-brasañ ar minorelezhioù en o c'heñver er gevredigezh amerikan.
This was a whitelash against a changing country. It was a whitelash against a black president, in part, and that's the part where the pain comes. And Donald Trump has a responsibility tonight to come out and reassure people that he is going to be the president of all the people who he insulted and offended and brushed aside."
Manifestadegoù kemmañ
Manifestadegoù zo bet e lod kêrioù bras en Amerika evit enebiñ ouzh dilennadeg Donald Trump ; un hashtag "Notmypresident" zo bet krouet. E-touez ar vanifesterien edo ar ganerez Cher. Rudy Giuliani, hag a zo a-du-krenn gant Donald Trump, a respontas dre geñveriañ ar vanifesterien ouzh babigoù moumounet[2].
"We're bringing up a generation of spoiled crybabies [...] most of the kids aren't crying. Most of the kids are going to class.""
Fin e resped a brezidant kemmañ
D'ar 7 a viz Du 2020 e embann an ajañs Associated Press, ha war he lec'h ar mediaioù bras stadunanat, eo trec'h Joe Biden, an danvez prezidant demokrat, war Donald Trump. Nac'hañ a ra Donald Trump e vefe bet ar maout gant Joe Biden, embann a ra ez eo bet laeret an dilennadegoù gant truchourien[3] Embann a ra ez eo aet ar maout gantañ en dilennadeg ha kroget eo gant e skipailh da sevel klemmoù lies.
Tabutoù lies kemmañ
Tabutoù lies a zo tro-dro d'ar prezidant Donald Trump.
Tabutoù reizhel kemmañ
Alies e vez frazennoù macho en e veg. Ouzhpenn-se ez eus bet douget klemm meur a-wech a-enep dezhañ gant maouezed en abeg da dagadennoù reizhel. An aktourez pornografek Stormy Daniels zo bet paeet 130 000 $ gant Michael Cohen, alvokad personel ar prezidant, evit tevel pa oa-hi o lakaat war-raok darempredoù reizhel gant Donald Trump er bloaz 2006 pa oa dimezet dija gant ar First Lady, Melania Trump[4].
An afer rusian kemmañ
Rebechet e vez da Zonald Trump ha d'e harperien bezañ bet sikouret gant Rusia dreist-holl war ar rouedadoù sokial. Un enklask justis zo bet digoret evit gouzout hag-eñ e oa bet ul liamm etre gouarnamant Rusia ha skipailh dilennadegoù Trump. A-benn ar fin n'eo ket bet lakaet Donald Trump da gablus eus liammoù gant Rusia[5].
Red an armoù-tan kemmañ
Abaoe ma'z eo bet dilennet Donald Trump da brezidant ez eus bet meur a lazhadeg (evel hini Las Vegas) dre armoù-tan. Rebechet e vez dezhañ bezañ bet harpet gant 30 milion a zollaroù profet gant an NRA e-pad ar c'hampagn.
Dilennadeg 2020 kemmañ
Aloubadenn ar C'hapitol kemmañ
D'ar 6 a viz Genver 2021, pa oa an dilennidi o kontañ an nivez a zileuridi bet dilennet evit choaz an danvez prezidant, Trump en doa aozet ur brezegenn dirak ar C'hapitol. Embannet en doa e oa bet laeret an dilennadenn hag e oa poent da adkemer ar vro "take back our country" dre ziskouez pegen kreñv eo ar bobl ha da stourm kreñv "fight like hell."
Milieroù a harperien a oa bet etrezek ar savadur. Paouezet e oa bet ar c'hontadenn gant an dileuridi a oa skampet kuit. Kantadoù a dud a oa aet er C'hapitol. E-kerzh an aloubadenn e oa bet Donald Trump o lakaat kemenadennoù war Twitter ha Facebook evel: "distroit d'ar ger gant karentez hag e peoc'h", met ot iskrivañ an alouberien evel "brogarourien ampart" ha tud "ispisial-tre", gant kemennadennoù all oc'h embann e oa bet laeret an dilennadenn. Ur wech aet kuit an alouberien diouzh ar C'hapitol, izilli ar C'hongress a oa distroet goustadik hag o devoa kadarnaet dilennadenn Joe Biden. An aloubadenn a oa bet filmet end-eeun ha treuzkaset dre ar rouedadoù sokial. Sebezet e oa bet an arvesterien gant kement-mañ. Feuket e oa bet darn pennoù bras ar bed. Pennoù bras ar Strollad Demokratel o devoa galvet Trump da vezañ skarzhet diouzh e bost. En holl e oa bet marvet pemp den:
- Brian D. Sicknick, 42: un ofiser polis eus ar C'hapitol
- Ashli Elizabeth Babbitt, 35: Haperez Trump, ez-soudardez
- Rosanne Boyland, 34
- Georgia; Kevin Greeson, 55
- Benjamin Philips, 50
Dielfennañ radio kemmañ
Oberennoù kemmañ
- The Art of the Deal (1987), skrivet gant harp Tony Schwartz, ISBN 978-0-345-47917-4
- Surviving at the Top (1990), ISBN 978-0-394-57597-1
- The Art of Survival (1991), ISBN 978-0-446-36209-2
- The Art of the Comeback (1997), skrivet gant harp Kate Bohner, ISBN 978-0-8129-2964-5
- The America We Deserve (2000), skrivet gant harp Dave Shiflett, ISBN 1-58063-131-2
- How to Get Rich (2004), ISBN 978-0-345-48103-0
- The Way to the Top: The Best Business Advice I Ever Received (2004), ISBN 978-1-4000-5016-1
- Think Like a Billionaire: Everything You Need to Know About Success, Real Estate, and Life (2004), ISBN 978-0-345-48140-5
- The Best Golf Advice I Ever Received (2005), ISBN 978-0-307-20999-3
- Why We Want You to be Rich: Two Men – One Message (2006), skrivet gant harp Robert Kiyosaki, ISBN 978-1-933914-02-2
- Think Big and Kick Ass in Business and Life (2007), skrivet gant harp Bill Zanker, ISBN 978-0-06-154783-6
- The Best Real Estate Advice I Ever Received: 100 Top Experts Share Their Strategies (2007), ISBN 978-1-4016-0255-0
- Trump 101: The Way to Success (2007), ISBN 978-0-470-04710-1
- Never Give Up: How I Turned My Biggest Challenges into Success (2008), ISBN 978-0-470-19084-5
- Think Like a Champion: An Informal Education in Business and Life (2009), ISBN 978-0-7624-3856-3
- Midas Touch: Why Some Entrepreneurs Get Rich – and Why Most Don't (2011), skrivet gant harp Robert T. Kiyosaki, ISBN 978-1-61268-095-8
- Time to Get Tough: Making America No. 1 Again (2011), ISBN 978-1-59698-773-9
- Crippled America: How to Make America Great Again (2015), ISBN 978-1-5011-3796-9
- Great Again: How to Fix Our Crippled America (2016), ISBN 978-1-5011-3800-3
Levrlennadur kemmañ
- Ar Gouloù Gwenn n°12, c'hwevrer 2021 : Un den amerikan-tre : Donald J. Trump. ISSN 2677-5271.
- Barrett, Wayne. Trump: The Deals and the Downfall. HarperCollins, 1992. ISBN 978-0060167042.
- Blair, Gwenda. Donald Trump: The Candidate. Simon & Schuster, 2007. ISBN 978-1416546542.
- Brallier, Jess and McDonough, Richard. The Really, Really Classy Donald Trump Quiz Book: Complete, Unauthorized, Fantastic – and the Best!! Little, Brown and Company, 1990. ISBN 978-0316106085.
- Bronson, Richard et al. The War at the Shore: Donald Trump, Steve Wynn, and the Epic Battle to Save Atlantic City. The Overlook Press, 2012. ISBN 978-1468300468.
- D'Antonio, Michael. Never Enough: Donald Trump and the Pursuit of Success. Thomas Dunne Books, 2015. ISBN 978-1250042385.
- The Truth About Trump. St. Martin's Press, 2016. ISBN 978-1250105288.
- Ewen, David. Chasing Paradise: Donald Trump and the Battle for the World's Greatest Golf Course. Black & White Publishing, 2010. ISBN 978-1845023119.
- Hurt, Harry. Lost Tycoon: The Many Lives of Donald J. Trump. W. W. Norton & Company, 1993. ISBN 978-0393030297.
- Katz, Jackson. Man enough?: Donald Trump, Hillary Clinton, and the Politics of Presidential Masculinity. Interlink Publishing, 2016. ISBN 978-1566560832.
- Johnston, David Cay. "The Making of Donald Trump" Melville House Publishing 2016. ISBN 978-1612196329
- Lord, Jeffrey. What America Needs: The Case for Trump. Regnery Publishing, 2016. ISBN 978-1621575238.
- O'Brien, Timothy. TrumpNation: The Art of Being The Donald. Warner Books, 2005. ISBN 978-0446578547.
- O'Donnell, John and Rutherford, James. Trumped!: The Inside Story of the Real Donald Trump – His Cunning Rise and Spectacular Fall. Simon & Schuster, 1991. ISBN 978-0671737351.
- Payment, Simone. Donald Trump: Profile of a Real Estate Tycoon. Rosen Publishing, 2007. ISBN 978-1404219090.
- Rall, Ted. Trump: A Graphic Biography. Seven Stories Press, 2016. ISBN 978-1609807580.
- Ross, George. Trump-Style Negotiation: Powerful Strategies and Tactics for Mastering Every Deal. John Wiley & Sons, 2008. ISBN 978-0470225295.
- Schlafly, Phyllis; posthumously, with Ed Martin and Brett M. Decker. The Conservative Case for Trump. Regnery Publishing, 2016. ISBN 978-162157628-0.
- Seely, Hart. Bard of the Deal: The Poetry of Donald Trump. HarperCollins, 2015. ISBN 978-0062465160.
- Slater, Robert. No Such Thing as Over-exposure: Inside the Life and Celebrity of Donald Trump. Prentice Hall, 2005. ISBN 978-0131497344.
- Time, Editors of. Donald Trump: The Rise of a Rule Breaker. Time, 2016. ISBN 978-1683304166.
- Tucille, Jerome. Trump: The Saga of America's Most Powerful Real Estate Baron. Penguin Group, 1985. ISBN 978-1556110696.
- Whiticker, Alan. Trumped: the Wonderful World and Wisdom of Donald Trump. New Holland Publishers, 2016. ISBN 978-1742578965.
- Williamson, Kevin. The Case Against Trump. Encounter Books, 2015. ISBN 978-1594038778.
- Wooten, Sara. Donald Trump: From Real Estate to Reality TV. Enslow Publishers, 2009. ISBN 978-0766028906.
Notennoù ha daveennoù kemmañ
- ↑ http://www.lefigaro.fr/flash-actu/2018/04/04/97001-20180404FILWWW00353-trump-envoi-la-garde-nationale-a-la-frontiere-avec-le-mexique.php
- ↑ (en) Lec'hienn www.washingtonpost.com 10/11/2016: ‘Not my president’: Thousands protest Trump in rallies across the U.S.
- ↑ https://www.sudouest.fr/2020/11/04/election-americaine-le-scrutin-est-truque-l-accusation-recurrente-de-donald-trump-depuis-2012-8039874-10618.php.
- ↑ http://www.huffingtonpost.fr/2018/02/14/lavocat-de-donald-trump-avoue-avoir-verse-130-000-dollars-a-stormy-daniels_a_23361067/
- ↑ https://cf2r.org/editorial/russiagate-un-proces-a-charge-contre-donald-trump/
| |||||||
1881 : C.A. Arthur |
|||||||
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet Amerika • Ti Gwenn) |