An AR-15 zo da gentañ ur fuzuilh-arsailh kambret e 5,56 × 45 mm ijinet evit marc'had an armeoù gant an embregerezh stadunanat ArmaLite er bloavezhioù 1950 ha gwerzhet gant an embregerezh Colt adalek 1959. Awenet eo gant an AR-10 ijinet gant Eugene M. Stoner. Deuet eo hec'h anv da vezañ jenerek evit an armoù aotomatek pe damaotomatek awenet ganti.

Ar fuzuilhoù eus familh an AR-15 o deus a bep seurt ment ha kalz dibarzhioù, hervez o froduer.

"AR" en e anv a dalvez ArmaLite Rifle, ha n'eo ket Assault Rifle (fuzuilh-arsailh)[1].

Savet e voe an AR-15 gant ArmaLite e kreiz ar bloavezhioù 1950 diwar an AR-10, met en ur implijout ur c'halibr skañvoc'h evit ar 7,62 x 51 mm. Dre ma oa izel an niver a werzhioù e voe gwerzhet tresoù an AR-15 d'an embregerezh Colt.

Colt a grogas da werzhañ an arm e miz Kerzu 1959 ha tamm-ha-tamm e voe dibabet gant an US Navy, an USMC, an US Air Force hag all, dindan an anvioù M16 hag M4 Carbine, hervez an adstumm. Implijet e vez c'hoazh an arm hiziv an deiz gant arme SUA, met tonket eo da vezañ erlec'hiet tamm-ha-tamm gant ar fuzuilh-arsailh M27 Infantry Automatic Rifle deveret eus HK 416 Heckler & Koch ha gant armoù hiniennel savet gant SIG Sauer[2] en amzer-dazont.

Ur stumm sivil damaotomatek nemetken, anvet CAR-15, a voe produet gant Colt.

An difenn lakaet el live kevreadel er Stadoù-Unanet war ar fuzuilhoù-arsailh a lakaas gwerzh ar CAR-15 ha lod eus e adstummoù da vezañ diaesoc'h eno etre 1994 ha 2004, daoust ma ne'n doa levezon ebet war ar fuzuilhoù dezho nebeutoc'h a berzhioù kemeret e kont en difenn[3][4].

Daveennoù

kemmañ
  1. Myre, Greg (February 28, 2018). "A Brief History Of The AR-15", National Public Radio. ""AR" comes from the name of the gun's original manufacturer, ArmaLite, Inc. The letters stand for ArmaLite Rifle — and not for "assault rifle" or "automatic rifle."" 
  2. SOUTH Todd, Army chooses SIG Sauer to build its Next Generation Squad Weapon, en Army Times, 20/04/2022 (lennet d'an 13/02/2024)
  3. Plumer, Brad (2012-12-17). "Everything you need to know about the assault weapons ban, in one post" (in en-US), The Washington Post. 
  4. Libresco, Leah (2016-06-14). "Guns Like The AR-15 Were Never Fully Banned" (in en-US), FiveThirtyEight. 
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan