M27 Infantry Automatic Rifle
An M27 Infantry Automatic Rifle (IAR) zo ur fuzuilh-arsailh, kambret e 5,56 × 45 mm, savet diwar an Heckler & Koch HK 416. Implijet e vez gant an United States Marine Corps evit reiñ galloud-tennañ ouzhpenn d'ar strolladoù stourm hep bezañ ur skoilh evit o fiñvoù.
M27 Infantry Automatic Rifle | |
---|---|
Ur fuzuilh-arsailh M27 IAR warni ul lunedenn | |
Kinnig | |
Bro | Alamagn |
Doare | Fuzuilh-arsailh damaotomatek / aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 5,56 × 45 mm NATO |
Produer | Heckler & Koch |
Bloavezh krouidigezh | 2008 |
Mare produiñ | Abaoe 2010 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,6 kg |
Mas (karget) | 4,4 kg |
Hirder | 840 mm - 940 mm |
Hirder ar c'hanol | 260 pe 420 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | Etre 500 ha 700 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 884 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 30 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Implij
kemmañAn U.S. Marine Corps en doa soñjet prenañ 6500 M27 evit kemer plas ar fuzuilhoù-mindrailher M249 implijet evel arm emgefreek e-touez an droadegiezh hag ar batailhonoù sklerijennerien lijer hobregonet. E-tro 8.000 pe10.000 M249 a chomo er servij gant ar Marine Corps da vezañ implijet ha dasparzhet hervez c'hoantoù ar gomandanted kompagnunezhioù. An United States Army n'he deus ket embannet ar c'hoant da brenañ an IAR. E miz Kerzu 2017, an US Marine Corps a embanne an diviz da zafariñ pep soudard Marine en ur skouadrenn troadegiezh gant un M27.
-
Ur Marine e-kerzh ur bleustradeg e Kalifornia
-
Gourdonadenn gant an US Marine Corps e Quantico
-
Ur Marine o vrudañ ar c'horfad en ur ziskouez un M27 d'ur plac'hig
-
Ur soudardez o tennañ gant un M27